Vladimir Vladimirovitch Poutin (Влади́мир Влади́мирович Пу́тин e rusianeg) a zo un den a stad rusian bet ganet d'ar 7 a viz Here 1952 e Leningrad (Sant-Peterbourg bremañ).
Prezidant Kevread Rusia e voe etre 2000 ha 2008, a-raok dont da vezañ "prezidant ar gouarnamant" (kentañ ministr), anvet gant Dimitri Medvedev aet da brezidant war e lerc'h. Addilennet eo bet da brezidant e 2012 hag e 2018 evit ur resped 6 vloaz.
Владимир Путин Vladimir Poutin | |
---|---|
D'ar 14 a viz Kerzu 2021 | |
Ganedigezh | 7 Here 1952 Leningrad Unaniezh Soviedel |
Prezidant Kevread Rusia | |
Adalek | 7 Mae 2012 |
En e raok | Dmitriy Medvyedyev |
Prantad kentañ | 7 Mae 2000 – 7 Mae 2008 |
En e raok | Boris Yeltsin |
En e c'houde | Dmitriy Medvyedyev |
Prezidant Gouarnamant Rusia | |
Prantad kentañ | 9 Eost 1999 – 7 Mae 2000 • Prezidant : B. Yeltsin |
Eil prantad | 8 Mae 2008 – 7 Mae 2012 • Prezidant : D. Medvyedyev |
Internet | putin.kremlin.ru |
Dont a ra an anv « Poutine » eus ar ruseg pout' (путь) hag a dalvez « gwenojenn ». Al lost-ger « in » (ин) zo merk an dro-c'hervel en unander en anvioù tud hag a glot gant an araogennoù gallek de ha du. Treiñ a c'hallfer e anv gant « Duchemin ».
Hendadoù e dad a oa peizanted eus kêriadenn Pominovo, e-kichenn bourc'h Tourginovo (oblast Tver), e norzh Moskov. Bet e oant o chom eno abaoe diaezadenn ar gêriadenn en XVIIvet kantved. Hervez ur buhezskriver eus Vladimir Poutine, e oa e dad-kozh, Spiridon Poutin, ar c'hentañ eus e lignez bet ganet goude torridigezh ar servelezh en Impalaeriezh Rusia. Spiridon, an ezel eus e familh en doa Vladimir Poutin ar muiañ a estlamm outañ, a vije bet keginer evit ar Romanoved, ha goude hini Lenin ha Jozef Stalin,,.
E goñje a reas Tad Poutin, Vladimir Spiridonovich Poutin (1911–1999), e listri-spluj ar morlu, e deroù ar bloavezhioù 1930. Abred e-pad an Eil Brezel-bed e voe ezel eus batailhon distruj an NKVD. Diwezhatoc'h e voe kaset en arme ha gloazet en un doare grevus e 1942. Mamm-gozh Poutin eus tu e vamm a oa lazhet gant an Alamanted e tolead Tver e 1941, ha breudeur e vamm a zianadas e Talbenn ar reter e-doug an Eil Brezel-Bed. Mamm Poutin, Maria Ivanovna Poutina (ganet Shelomova; 1911–1998), a oa o labourat en ul labouradeg.
Ganet eo bet Poutin d'ar 7 a viz Here 1952 e Leningrad, en URSS (Sant-Petersbourg, e Rusia hiziv). Ar yaouankañ e oa eus tri bugel. A-raok ganedigezh Poutin ez as daou vreur dezhañ da anaon : Alberzh, ganet er bloavezhioù 1930, a varvas pa oa c'hoazh ur c'hrouadurig, ha Viktor, ganet e 1940, a varvas gant an difteri hag an naon e 1942 e-pad Seziz Leningrad gant an arme alaman e-doug an Eil Brezel-Bed. Un nebeud deizioù goude ma oa ganet e c'houlennas mamm Vladimir Poutin e kuzh e vefe badezet e vab en Iliz-veur an treuzneuziadur, daoust ma c'halle bezañ kastizet en ur feson c'harv en URSS, ur Stad dizoue hervez al lezenn.
D'ar c'hentañ a viz Gwengolo 1960 e antreas Poutin er skol Nnn. 193 e-kichen du-hont. Unan e oa eus an nebeut re eus ar c'hlasad 45 bugel ha na oant ket c'hoazh izili eus Aozadur ar Wastadourien Yaouank. Ur skoliad dister ha kerellus a oa anezhañPatrom:Refins a-raok bezañ heñchet gant ur vestrez-skol ha dizoleiñ ar sevenadur hag an arzoù, e-doug bizitadennoù e mirdioù Leningrad(Daveoù a vank).
Da 12 vloaz e krogas da zeskiñ ar sambo hag ar judo. Kampion sambo Leningrad e oa meur a wezh. E 1973 e resevas an titl a vestr war ar sportoù sambo, hag e 1975 e resevas ar memes titl e judo. Plijout a ra dezhañ c'hoari tennis, skiañ, marc'hegezh ha neuial. Pa veze amzer vak gantañ e plije dezhañ lenn oberennoù Karl Marx, Friedrich Engels, ha Lenin a-hervez.
Mont a reas Poutin war studi ar Gwir e Skol-veur Stad Leningrad a zouge anv Andrei Zhdanov (hiziv Skol-veur Stad Sant-Petersbourg) e 1970 diplomet e oa e 1975. Gouestlet e oa e dezenn da "Pennaenn genwerzhel ar vroad ar muiañ lañset war ar re all el lezenn etrebroadel". Goulennet e oa digantañ lakaat e anv e Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel (CPSU) ha chom a reas ezel anezhañ betek e ziwezh e 1991.
Poutin en deus studiet an alamaneg er Skol-veur 281 e Sant-Petersbourg ha komz a ra alamaneg evel eil yezh.
Kejañ a reas Poutin gant Anatoly Sobchak, ur c'helenner skoazeller hag a gelenne Gwir an aferioùPatrom:Efn, hag a gemeras diwezhatoc'h ur perzh a-bouez e savadur bonreizh Kevread Rusia. Ur roll a-bouez en do Poutin e resped Sobchak e Sant-Petersburg, hag ul levezon bras en do Sobchak en hini Poutin e Moskov.
E 1975 e teuas da vezañ ezel eus ar c'hKGB ha pleustriñ a reas e skol 401 ar c'hKGB en Okhta, e Leningrad. Goude pleustriñ e labouras en Eil Renerezh jeneral (enepspierezh), a-raok mont da labourat er Renerezh jeneral kentañ, ma eveshae estranjourien hag implijidi eus ar c'hoñsuladoù e Leningrad. E miz Gwengolo 1984, Poutin a oa kaset da Voskov da bleustriñ e Skol-uhel banniel ruz Youri Andropov.
Krediñ a reer e oa kaset Poutin e Zeland Nevez gant ar c'hKGB, hag e labouras eno "dindan golo" evel gwerzher botoù Bata e kreiskêr Wellington, e-mesk traoù all. Etre 1985 ha 1990 e labouras e Dresden, en Alamagn ar reter, dindan identelezh golo un troer. Er c'hontrol eus e labour en Alamagn ar reter, e amzer tremenet e Zeland-Nevez ne oa kadarnaet morse gant ar c'hKGB. Prouet e oa a-drugarez da destoù ha da baperoù ar gouarnamant. Maer kozh Waitākere City, Bob Harvey, ha David Lange, bet kentañ ministr e-pad ar bloavezhioù 1980, o deus disklêriet o-daou e oa bet Poutin e Wellington hag Auckland.
"Poutin hag e geneiled ne raent met dastum pennadoù kazetennoù, dreist-holl, hag a vrasae evel-se ar menezioù titouroù didalvez produet gant ar c'hKGB", a skrive Masha Gessen en he buhezskrid eus Poutin e 2012. Disteraet e oa e labour gant penn kozh servijoù ar Stasi, Markus Wolf, ha gant keneil kozh Poutin er c'hKGB Vladimir Usoltsev. Ar gazetennerez Catherine Belton a skrivas e 2020 avat e oa kement-se ur golo evit kuzhat perzh poutin e kenurzhiadur ha harp ar Strollad Arme Ruz gant ar c'hKGB. Dont a re izili ar strollad-se da guzhat da Alamagn ar reter alies gant skoazell ar Stasi. Dresden a oa ur gêr vihan hag a zeree ouzh al labour-se rak ne ne oa ket kalz spierien eus ar C'hornôg eno.
Goude diskar Alamagn ar reter e oa Poutin da reiñ e zilez eus servij oberiant ar c'hKGB rak savet e oa diskred war e lealded e-pad ar manifestadegoù e Dresden hag abretoc'h. Distreiñ a reas da Leningrad e deroù 1990 evel ezel eus an "adservijoù oberiant", ma labouras e-pad tri miz e kevrenn an aferioù etrebroadel e Skol-veur Stad Leningrad, dindan renerezh Yuriy Molchanov, e-keit ha ma priente e dezenn doktorelezh. Eno e klaske tuta evit ar c'hKGB, hag e eveshae ar studierien. Daremprediñ a rae ivez e gelenner kozh Anatoly Sobchak, a zeufe dizale da vezañ maer Leningrad. Hervez Poutin e roas e zilez gant renk ur letanant koronal d'an 20 a viz Eost 1991, eil devezh taol Stad 1991 a-enep ar prezidant Mikhail Gorbachev. Disklêriet en deus : "Kerkent ha ma krogas an taol Stad e tivizis eus peseurt tu e oan", daoust ma kave e oa diaes ar choaz rak betek-henn en doa tremenet al lodenn vrasañ eus e vuhez eus tu ar galloud.
E 1999 e teskrive Poutin ar gomunouriezh evel "un hent-dall, pell diouzh red pennañ ar sevenadur".
Dimeziñ a reas da Lioudmila Alexandrovna Chkrebneva e 1984. Div verc'h o deus : Maria ganet e 1985 e Leningrad ha Ekaterina ganet e 1986 e Dresden. Bet int o chom e Dresden, en Alamagn ar Reter, etre 1985 ha 1990.
E miz Mae 1990 e oa anvet Poutin kuzulier evit an aferioù etrebroadel maer Leningrad Anatoly Sobchak. En un atersadenn gant Oliver Stone e tisklêrias Poutin en doa roet e zilez eus ar c'hKGB e 1991, da-heul an taol-Stad a-enep Mikhail Gorbachev, rak ne oa ket a-du gant ar pezh a oa c'hoarvezet ha ne felle ket dezhañ labourat er spierezh dindan ar renad nevez. Hervez disklêriadennoù Poutin e 2018 ha 2021 en dije labouret evel bleiner taxi da c'hounit muioc'h a archant pe tost e oa da stagañ gant ar vicher-se.
D'an 28 a viz Mezheven 1991, en em gavas e penn ar c'homite evit an darempredoù diavaez e burev ar maer, ha e karg da ziorroen an darempredoù etrebroadel, ar postadennoù arc'hant estren hag enrolladur an embregerezhioù nevez. Dindan bloaz e oa graet un enklask diwar e benn gant gant Kuzul lezennel ar gêr renet gant Marina Salye. Kavet e oa en doa bihanaet prizioù hag aotreet ezporzhiadur metal evit talvoudegezh 93 milion dollar en eskemm evit ur skoazell boued estren na oa ket degouezhet morse. Daoust da erbedadenn an ensellerien da reiñ e sac'h da Boutin e chomas e penn ar c'homite betek 1996.. Etre 1994 ha 1996 e talc'has kargoù politikel ha gouarnamantel all e Sant-Petersbourg.
E miz Meurzh 1994, Poutin a oa anvet kentañ besprezidant Gouarnamant Sant-Petersbourg. E miz Mae 1995 e aozas skourr Sant-Petersbourg ar strollad politikel a-du gant ar gouarnamant, Hor c'hêr – Rusia, ar strollad frankizour savet gant ar c'hentañ ministr Viktor Chernomyrdin. E 1995 e veras kabalerezh ar strollad-se evit an dilennadegoù en douma, hag eus 1995 betek miz Even 1997 e oa e penn eus e skourr eus Sant-Petersbourg.
E miz Mezheven 1996, Sobchak ne oa ket addilennet e ti-kêr Sant-Petersbourg, ha Poutin, en doa renet ar c'habalerezh, a roas e zilez eus e garg er melestradur eno. Mont a reas da Voskov ma oa anvet besrener servij mererezh ar perc'hentiezh prezidantel renet gant Pavel Borodin. Derc'hel a reas ar garg-se betek miz Meurzh 1997. E karg e oa eus perc'hentiezh ar Stad en estrenvro hag aozañ a rae treuzkas madoù kozh an Unaniezh soviedel hag eus Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel da Gevread Rusia.
D'ar 26 a viz Meurzh 1997 e oa anvet gant ar prezidant Boris Yeltsin besrener eus implijidi prezidant Rusia, ur post a zalc'has betek Mae 1998, ha penn eus ar c'huzul-merañ kontrol pennañ eus servij mererezh perc'hentiezh ar prezidant (betek miz Even 1998). Dalc'het e oa ar garg-se araozañ gant Alexei Koudrin ha war e lerc'h gant Nikolai Patroushev, o-daou danvez politikerien a-bouez en amzer da zont ha kevelerien da Boutin.
D'ar 27 a viz Even 1997, e Skol-uhel mengleuzierezh Sant-Petersburg, renet gant ar rektor Vladimir Litvinenko, Poutin a zifennas e dezenn ekonomiezh. Tud eus ur strollad enklask amerikan anvet Brookings Institution a zisklêrias e oa bet kopiet 15 pajenn eus tezenn Poutin diwar un dornlevr skol amerikan.
D'ar 25 a viz Mae 1998, Poutin a oa anvet kentañ besrener eus implijidi Prezidant Rusia evit ar rannvroioù, war-lerc'h Viktoriya Mitina. D'ar 15 a viz Gouere e oa anvet e penn ar bodad da brientiñ an emglevioù diwar-benn bevennoù galloud ar rannvroioù ha penn eus kreizenn gevreadel ar prezidant, kemeret gantañ evel-se plas Sergey Shakhray. Goude anvadur Poutin, ne oa skoulmet emglev ebet, daoust ma oa bet sinet 46 emglev a seurt-se pa oa Shakhray e penn ar bodad Later, after becoming president, Putin cancelled all 46 agreements..
D'ar 25 a viz Gouere 1998, Yeltsin a anvas Poutin rener eus an FSB, ar servij spierezh ha surentez pennañ e Kevread Rusia en doa kemeret lec'h ar c'hKGBand
D'an 9 a viz Eost 1999, Poutin a oa anvet evel unan eus an tri besministr kentañ, ha diwezhatoc'h ar memes devezh, e oa anvet kentañ ministr eus Gouarnamant Kevread Rusia gant ar prezidant Yeltsin. Yeltsin a zisklêrias ivez e felle dezhañ gwelet Poutin kemer e lec'h. Diwezhatoc'h c'hoazh, ar memes devezh, e asantas Poutin da lakaat e anv en dilennadegoù.
D'ar 16 a viz Eost an Douma a gadarnas e bost nevez evel kentañ ministr gant 233 mouezh a-du (ha 84 a-enep, 17 neptu), pa oa ret kaout 226 mouezh d'an nebeutañ. Dont a rae da vezañ pempved ministr kentañ Rusia en ur ober nebeutoc'h evit triwec'h miz. Nebeut a dud a soñje e padfe Poutin, hogos dianav er bed politikel, pelloc'h evit ar re a oa bet er post araozañ. Da gentañ penn e oa bet sellet outañ evel un den leal da Yeltsin. Evel Kentañ ministred all eus Yeltsin, Poutin ne choazas ket e vinistred e-unan. Choazet e oant bet gant melestradur ar prezidant.
Enebourien pennañ Yeltsin a oa krog dija da gabaliñ da gemer lec'h ar prezidant klañv, ha stourm a rejont mort da viret na zeufe Poutin da vezañ gwelet evel ur warlerc'hiad gwirheñvel. Goude tarzhadennoù ranndioù Rusia hag aloubadeg Dagestan gant moudjahidined, en o zouez izili kozh eus ar c'hKGB, diazezet e Republik tchetchen Ichkeria, e skeudenn difenner eus an urzh hag e bolitikerezh didrugar e-pad eil brezel Tchetchenia a lakaas buan e vrud vat da greskiñ e Rusia hag a roas tu dezhañ da vezañ deuet gwelloc'h evit e gevezerien gant ar boblañs.
Daoust ma ne oa liammet ouzh strollad politikel ebet en un doare ofisiel, Poutin a a harpas ar strollad Unaniezh nevez savet a c'hounezas an eil dregantad brasañ (23.3%) er vouezhiadeg evit dilennadegoù an Douma e 1999, hag a harpas Poutin d'e dro.
D'an 31 a viz Kerzu 1999, Yeltsin a roas e zilez en ur feson dic'hortoz evit ar boblañs. Evit doare e oa un doare da reiñ e blas da Boutin a-raok dilennadegoù ne oa ket sur da c'hounit. Hervez bonreizh Rusia, Poutin a zeuas da vezañ prezidant Kevread Rusia da c'hortoz an dilennadegoù. Kentañ dekred sinet gant Poutin an deiz-se a oa e ditl : "Diwar-benn ar gwarantizioù roet da brezidant kozh Rusia ha da izili e familh". hemañ a zivize "ne vefe ket prosezet ouzh an hini a oa bet prezidant nag ouzh e familh evit tamalloù goubrenerezh". Abeg an dekred-se e oa afer goubrenerezh Mabetex ma oa lakaet izili eus familh Yeltsin e kaoz. D'an 30 a viz Eost 2000, un enklask polis (niverenn 18/238278-95) ma oa lakaet Poutin e-unan e kaoz pa oa ezel eus kuzul-kêr Sant-Petersbourg, a oa dilezet.
d'an 30 a viz Kerzu 2000 e oa dilezet un afer all gant ar prokulor jeneral "evit diouer a brouennoù", en desped da viliadoù a deulioù kaset gant prokulored eus Bro-Suis. D'an 10 a viz C'hwevrer 2001, Poutin a sinas ul lezenn kevreadel damheñvel a gemeras lec'h an Dekred sinet e 1999. Un afer a lakae Poutin e kaoz evit goubrenerezh en ezporzhiadennoù metal eus 1992 a oa brudet gant Marina Salye, met lakaet e oa da devel ha rediet e oa da guitaat Sant-Petersburg.
Kemeret e voe Sölƶa-Ġala, kêr-benn Tchetchnia, gant al lu rusian d'ar 6 a viz C'hwevrer 2000, ar pezh a lakaas fin da eil brezel Tchetchenia.
Da-heul dilez dic'hortoz Yeltsin e oa dalc'het an dilennadegoù d'ar 26 a viz Meurzh 2000 pa oa e enebourien o prientiñ dilennadegoù a oa da vezañ dalc'het e miz Even 2000 hepken. Poutin a c'hounezas en dro gentañ gant 53% eus ar mouezhioù.
Kregiñ a reas resped Poutin evel prezidant d'ar 7 a viz Mae 2000. Envel a reas Mikhail Kasyanov evel kentañ ministr.
E miz Eost 200 e tegouezhas ar c'hentañ kudenn evit brud Poutin, pa oa kavet abeg en e zoare d'ober war-dro dizeur al lestr-spluj Koursk. Kavet e veze abeg er fed ma oa tremenet meur a zevezh kent ma tistrofe Poutin eus e vakañsoù, ha meur a zevezh all a-raok ma'z afe da weladenniñ lec'h ar gwallzarvoud. Etre 2000 ha 2004 e stagas Poutin da wellaat ekonomiezh ar vro a oa aet war baouraat. Da welet e c'hounezas ur stourm evit ar galloud gant an oligarked, hag e tremenas ur marc'had gante. Ar marc'had-se a aotree an oligarked da viret ar pep brasañ eus o galloud, en eskemm eus o harp evit gouarnamant Poutine.
C'hoarvezout a reas skrapadenn ostajed c'hoariva Moskov e miz Here 2002. Kalz tud er c'hazetennoù rusian hag er mediaoù etrebroadel a ziouganas e vefe gwallaozet brud vat ar prezidant Poutin gant marv 130 ostaj e-pad taol an nerzhioù arbennik da saveteiñ anezhe. Koulskoude, nebeut amzer goude fin ar seziz e kreskas kalz feur aprouiñ foran ar prezidant rusian : 83% eus ar Rused a zisklêrie e oant plijet gant an doare m'en doa graet Poutin war-dro ar seziz.
E 2003 e oa dalc'het ur referendom e Tchetchenia hag a zegemere ur vonreizh nevez hag a zisklêrie e oa Republik Tchetchenia ul lodenn eus Rusia. Diouzh an tu all e teue ar vro da vezañ emren. Peoc'haet e oa bet Tchetchenia tamm-ha-tamm goude dilennadegoù evit ar parlamant ha diazezadur ur gouarnamant evit ar vro. E-pad Eil brezel Tchetchenia, Rusia en doa diskaret naet an emsav tchetchen. Koulskoude tagadennoù a-berzh emsavidi a zalc'he da c'hoarvezout gwezh ha gwezh all en holl norzh ar C'haokaz.
D'ar 14 a viz Meurzh 2004 e oa dilennet Poutin evel prezidant evit an eil gwezh gant 71% eus ar mouezhioù. Degouezhout a reas skrapadenn ostajed skol Beslan d'ar 1añ–3 a viz Gwengolo 2004. Ouzhpenn 330 den a oa lazhet, en o zouez 186 bugel.
Ar prantad 10 vloaz goude diskar an URSS hag a-raok donedigezh Poutin e penn ar vro a oa bet un amzer a reuz e Rusia. En ur brezegenn er C'hremlin e 2005, Poutin a zeskrivas diskar an URSS evel "dizeur geopolitikel brasañ an XXvet kantved". Reizhad gwarez sokial ar vro ne laboure ket ken ha digresket e oa hed ar vuhez er prantad kent respet Poutin. Lakaat a reas e pleustr ur politikerezh da adsevel armerzh ar vro ha da adreizhañ ar stad evit resteurel he nerzh da Gevread Rusia. E 2005 e oa roet lañs da raktresoù broadel priorek da wellaat ar prederioù yec'hed, an deskadurezh, an obererezhioù madoù diloc'h, hag al labour-douar.
Ar prosezioù dibaouez ouzh pinvidikañ den Rusia er mare-se, prezidant ar gompagnunezh eoul ha gaz Yukos, Mic'hail C'hodorkovsky, evit floderezh hag evit klask tremen hep paeañ an tailhoù, a veze sellet oute gant ar c'hazetennoù etrebroadel evel ur respont d'an donezonoù graet gant Khodorkovsky da enebourien frankizour ha komunour ar C'hremlin. Harzet e oa Khodorkovsky. Yukos a oa lakaet e freuzstal, ha gwerzhet e oa madoù ar gompagnunezh d'an inkant d'ur priz izeloc'h evit hini ar marc'had. Al lodenn vrasañ anezhe a oa prenet gant at gompagnunezh Stad Rosneft. Tonkad Yukos a oa gwelet evel ur sin e tremene Rusia d'ur reizhad kapitalouriezh Stad.
D'ar 7 a viz Here 2006, Anna Politkovskaya, ur gazetennerez hag a ziskulie goubrenerezh an arme rusian hag hec'h emzalc'h e Tchetchenia, a oa diskaret gant un tenn en antre ar savadur ma oa o chom, deiz deiz-ha-bloaz Poutin. Marv Politkovskaya a sachas abegadennoù eus ar bed a-bezh. Rebechet e oa ouzh Poutin bezañ c'hwitet da wareziñ media dieub nevez ar vro ha memes bezañ liammet gant he muntr. Poutin e-unan a lavaras e oa bet muioc'h a vec'h gant e c'houarnamant abalamour d'he marv evit da-heul he skridoù.
E 2007 e oa aozet "kerzhadegoù disrannidi" gant ar strollad eus an tu enep Rusia all, renet gant Garry Kasparov, bet kampion echedoù ar bed, hag Eduard Limonov, rener ar strollad broadel-bolchevik. Evel ma oa bet embannet a-raok, manifestadegoù e meur a gêr eus Rusia a oa enebet oute gant ar polis a stankas an hent heuliet gant ar vanifesterien hag a harzas 150 den.
D'an 12 a viz Gwengolo 2007 e oa divodet ar gouarnamant gant Poutin hervez goulenn ar c'hentañ ministr Mic'hail Fradkov. Fradkov a lavaras e oa da reiñ d'ar prezidant frankiz da gabaliñ evit dilennadegoù an Douma. Anvet e oa Viktor Zubkov evel ministr kentañ nevez. E miz Kerzu 2007, Rusia unanet a c'hounezas 64.24% eus ar mouezhioù e dilennadegoù an Douma hervez rakdisoc'hoù an dilennadeg. Trec'h Rusia unanet e dilennadegoù miz Kerzu 2007 a oa gwelet gant kalz tud evel ur brouenn ma oa harpet ar gouarnamant rusian hag e bolitikerezh gant ar boblañs en ur feson ledan.
E 2008 e tifenne ar Vonreizh outañ da vont war ar renk evit mont da brezidant evit an trede gwezh. Dilennet e oa Dmitry Medvedev, besministr kentañ betek-henn, da gemer e lec'h. Un devezh hepken goude bezañ roet ar brezidantelezh da Vedvedev, e oa anvet Poutin kentañ ministr Rusia hag e vire e c'halloud e-giz-se.
Hervez Poutin, trec'hiñ heuliadoù enkadenn ekonomiezh ar bed a oa unan eus an div dachennn m'en doa graet berzh e-pad e eil prantad evel ministr kentañ. Stabilaat ment poblañs Rusia etre 2008 ha 2011 e oa eben, goude ur prantad hir a ziskar a grogas er bloavezhioù 1990.
E kendalc'h Rusia unanet e Moskov d'ar 24 a viz Gwengolo 2011, Medvedev a ginnigas en un doare ofisiel ober eus Poutin o danvez prezidant e 2012, ur c'hinnig a oa asantet gant Poutin. Pa ouzer e oa hogos holl bed politikel Rusia dindan mestroni Rusia unanet, kalz a dud a grede e oa sur Poutin da vezañ dilennet un trede gwezh.
Goude dilennadegoù ar 4 a viz Kerzu 2011, evit an Douma milliadoù a Rusianed a grogas da vanifestiñ a-enep ar floderezh en dilennadeg. Ar manifestadegoù brasañ e oa en amzer Poutin. Abegiñ a rae an disrannidi Poutin ha Rusia unanet ha goulenn ma vefe nullet disoc'hoù an dilennadeg. Sevel a reas aon rak un dispac'h liv er gevredigezh. A-hervez e oa aozet gant Poutin un niver a vagadoù paramilourel leal dezhañ ha d'ar strollad Rusia unanet er prantad eus 2005 da 2012.
Mont a reas war ar renk adarre e 2012 evit bezañ prezidant en-dro, gant skoazell ar prezidant Dmitri Medvedev ar wech-mañ. Mont a reas ar maout gantañ en-dro gentañ, d'ar 4 a viz Meurzh 2012, gant ouzhpenn 63% eus ar mouezhioù, ar pezh a ziskouezhas e oa karet c'hoazh gant ar Rusianed evel penn bras ar vro. Reiñ a reas arsellerien an OSCE da c'houzout e voe bet floderezh avat.
D'ar 24 a viz Gwengolo 2011, e-keit ha ma oa o komz e kendalc'h ar strollad Rusia unanet, Medvedev a zisklêrias e erbedfe d'ar strollad choaz Poutin evel danvez prezidant. Diskuliañ a reas ivez e oa bet skoulmet un emglev etrezo o-daou pell a oa da lezel Poutin da vont war ar renk da vezañ dilennet evel prezidant e 2012. Badezet e oa an eskemm plasoù-mañ er media ar "Rokirovka", ar ger rusek implijet evit ar "rok", ar fiñv en echedoù ma cheñcher plas d'an tour ha d'ar roue war un dro.
D'ar 4 a viz Meurzh 2012 e c'hounezas Poutin an dilennadegoù en dro gentañ, gant 63, 6% eus ar mouezhioù, en desped d'an tamalloù niverus a floderezh. Ar gostezenn enep a damalle floderezh da Boutin ha d'ar strollad Rusia unanet. Strivoù a oa graet da lakaat an dilennadegoù da vezañ splann, en o mesk implij webcamoù er burevioù votiñ. Daoust da se e oa kavet abeg er vouezhiadeg gant ar gostezenn enep rusian hag evezherien etrebroadel an Aozadur evit ar surentez hag ar c'henobererezh en Europa abalamour da zireizhderioù prosediñ.
Savet e oa oberiadennoù enep-Poutin e-pad ar c'habalerezh evit dilenn ar prezidant ha diouzhtu goude. Sonadeg ar Pussy Riot d'an 21 a viz C'hwevrer hag ar prosez da-heul eo an hini vrudetañ. War-dro 8000–20 000 manifester en em vodas e Moskov d'ar 6 a viz Mae ma oa gloazet 80 den en emgannoù gant ar polis, ha harzet 450 den, gant 120 manifester all dastumet ouzhpenn an deiz war-lerc'h. Ur vanifestadeg all a-du gant Poutin a vodas war-dro 130 000 den er sportva Luzhniki, sportva brasañ Rusia. Lod anezhe a anzavas e oant bet paeet da zont, pe e oant bet rediet da zont gant o fatromed, pe a oa lakaet da grediñ e oant o vont da gemer perzh en ur festival folk. Sellet e vez outi evel ar vanifestadeg vrasañ a-du gant Poutin betek-henn.
Kregiñ a reas prezidantelezh Poutin er C'hremlin d'ar 7 a viz Mae 2012. An devezh kentañ e embannas Poutin 14 dekred, anvet a-wezhioù "Dekredoù Mae" gant ar mediaoù, en o mesk unan hir hag a embanne palioù ledan evit ekonomiezh Rusia. Dekredoù all a selle ouzh an deskadurezh, stummadur al labourerien berzhek, an darempredoù gant Unaniezh Europa, greanterezh an difenn, an darempredoù etre kenelioù, ha tachennoù politikerezh all meneget e melladoù eus program Poutin embannet e-pad ar c'habalerezh.
E 2012 hag e 2013, Poutin hag ar strollad Rusia unanet a lakaas lezennoù strisoc'h a-enep ar gumuniezh LGBT da dremen, e Sant-Petersbourg, Arc'hangelsk, ha Novosibirsk ; ul lezenn anvet al "lezenn rusian war ar propaganda gay", a-enep ar "propaganda heñvelreviat" (Difenn a ra arouezioù evel ar banniel kanevedenn koulz ha levrioù bet embannet, enno danvez a denn d'an heñvelrevelezh) a oa degemeret gant an Douma e miz Even 2013. E respont d'an nec'hamant a-berzh tud en estrenvro diwar-benn al lezenn nevez, Poutin a c'houlennas gant ar re a gave abeg enni da veizañ e oa eus al lezenn-se ur "berz war ar propaganda evit ar bedofiliezh hag an heñvelrevelezh" hag e tisklêrias e tlefe an heñvelrevidi a zeufe evit C'hoarioù olimpek goañv 2014 "lezel ar vugale e peoc'h". Nac'hañ a reas avat e oa an disterañ droukziforc'hadur a-enep an heñvelrevidi e Rusia a-fet labour, respet, pe er gevredigezh.
E miz Mezheven 2013, Putin a gemeras perzh er skinwel en ur vodadeg eus Talbenn hollrusian ar bobl ma oa dilennet e penn ar strollad savet e 2011. Hervez ar c'hazetenner Steve Rosenberg, e fell d'ar strollad-se "kevreañ ar C'hremlin ha pobl Rusia" hag un deiz, mar bez ret, kemer lec'h ar strollad Rusia unanet, a ya e vrud war ziskar mui-oc'h-mui, da harpañ Poutin.
Embann a reas Poutin hag e wreg Lyoudmila Chkrebneva d'ar 6 a viz Even 2013 war ar chadenn Rossiya 24 e tibriedent an eil diouzh egile.
E 2014, Rusia he doa graet meur a ergerzhadeg armet en Ukraina. Goude manifestadegoù an Euromaidan ha diskar ar prezidant Viktor Ianoukovytch, soudarded rusian hep arouezennoù, lesanvet "tudigoù glas", a gemeras lec'hioù strategek hag isframmoù en Ukraina, e Krimea. Staget e oa neuze Krimea ha Sebastopol gant Rusia goude ur referendom ma votas annezidi Krimea, hervez an disoc'hoù ofisiel, da vezañ staget ouzh Kevread Rusia.
Goude-se, manifestadegoù aozet a-enep divizoù kemeret gant Rada Ukrainia gant strolladoù a-du gant Rusia en Donbas a droas e brezel etre gouarnamant Ukraina hag disrannourien Republik pobl Donetsk ha Republik pobl Luhansk harpet gant Rusia. E miz Eost 2014, e oa treuzet an harzoù gant 80 karr brezel rusian e meur a lec'h en Oblast Donetsk hervez . Sellet e voe ouzh perzh an arme rusian gant gouarnamant Ukraina evel pennkaoz faezhidigezh arme Ukraina e deroù miz Gwengolo.
Hervez ar c'helenner Andrei Tsygankov, kalz izili eus ar gumuniezh etrebroadel o deus lakaet e oa bet roet lañs d'ur seurt politikerezh estren rusian nevez a-grenn gant stagadenn Krimea ouzh Rusia. Hervezo e oa tremenet Rusia d'un emzalc'h tagus da adsevel an Unaniezh soviedek. Ar cheñchamañt politikerezh-se a c'haller kompren emezañ evel Poutin o klask derc'hel ar broadoù e sferenn levezon Rusia pell diouzh levezon galloudoù ar C'hornôg. Evit stagadenn Krimea da vezañ hardizh ha graet dre nerzh, e bolitikerezh estren nevez a c'hallfe kaout heñvelderioù ouzh e bolitikerezh betek-henn.
D'an 30 a viz Gwengolo 2015 e oa aotreet an arme rusian da emellout e brezel diabarzh Siria gant Poutin, da-heul ur goulenn ofisiel a-berzh gouarnamant sirian Bashar al-Assad da gaout skoazell a-enep an emsavidi hag ar strolladoù djihadisted. Obererezh an arme rusian a oa tagadennoù gant kirri-nij, tennoù misiloù hag implij kuzulierien ha nerzhioù arbennik rusian a-enep ar strolladoù a oa a-enep ar gouarnamant sirian, en o zouez ar gostezenn enep, koulz ha ar Stad Islamek, an Talbenn al-Nusra (Al-Qaida er sav-heol), Hayat Tahrir al-Sham, Ahrar al-Sham, ha Jaish al-Fatah. Goude disklêriadenn Poutin d'ar 14 a viz Meurzh 2016 e oa bet kaset da bennvat ar c'hefridi en doa roet d'an arme e Siria hag an urzh da dennañ ar pep brasañ eus an nerzhioù rusian esu Siria, bagadoù rusian chomet e Siria o deus kendalc'het da stourm da harpañ gouarnamant kozh Siria.
E miz Genver 2017 e tisklêrias ar servijoù kuzh amerikan e soñjent e oa bet roet an urzh gant Poutin da ren ur c'houlzad levezonañ, da gentañ da zroukprezek diwar-benn Hillary Clinton ha da vihanaat he chañsoù da vezañ dilennet ha da vezañ prezidantez, ha diwezhatoc'h da harpañ Donald Trump en un doare sklaer. Dinac'hañ a reas Trump dalc'hmat an disterañ emelladenn eus Rusia en dilennadegoù, evel ma reas Poutin miz Kerzu 2016 miz Meurzh 2017,, miz Even 2017, ha miz Gouere 2017.
Poutin a lavaras diwezhatoc'h e oa "posupl en un doare teorikel" e vefe bet un emelladenn ha ma c'hallfe bezañ bet sevenet gant hackerien rusian, dezho ur "spered brogarour" hag ur wezh all e tisklêrias e c'hallfe bezañ bet graet "n'eo ket gant Rusianed memes, met gant Ukrainiz, Tatared pe Yuzevien, dezho ar vroadelezh rusian". E miz Gouere 2018 e lavaras an New York Times e oa bet soursiet a-bell zo gant ar CIA eus ur vammenn rusian a oa savet d'ur post tost da Boutin, ar pezh en doa roet tu dezhe da gaout titouroù a-bouez e 2016 e-keñver ar perzh kemeret gant Poutin e-unan. Poutin en deus kendalc'het d'ober esaeoù heñvel e dilennadegoù 2020 er Stadoù-Unanet.
Poutin a c'hounezas dilennadegoù prezidantel Rusia e 2018 gant ouzhpenn 76% eus ar mouezhioù. Deraouiñ a reas e bevare prezidantelezh d'ar 7 a viz Mae 2018, hag a bado betek 2024. Ar memes deiz, Putin a bedas Dmitry Medvedev da sevel ur gouarnamant nevez. D'ar 15 a viz Mae 2018 e kemereas perzh Poutin e digoradur pont Krimea. D'an 18 a viz Mae 2018 e sinas dekredoù diwar-benn kompozadur ar gouarnamant nevez. D'ar 25 e tisklêrias ne'n em ginnigfe ket da vezañ prezidant e 2024, rak diffennet e oa gant bonreizh Kevread Rusia. D'ar 14 a viz Mezheven 2018 e tigore Poutin 21vet kib ar bed ar FIFA, a oa dalc'het e Rusia evit ar wezh kentañ. E miz Gwengolo 2019, melestradur Poutin a emellas e dilennadegoù rannvroel Rusia hag a cheñchas an disoc'hoù o skarzhañ holl danvez dilennidi ar gostezenn enep. Heuliet e oa evel-just gant trec'h ar strollad politikel e penn ar vro, Rusia unanet, met ivez gant manifestadegoù bras evit an demokratiezh a oa respontet oute gant harzhadegoù niverus-kenañ ha feulster a-berzh ar polis.
D'ar 15 a viz Genver 2020, Medvedev hag holl e c'houarnamant a roe o dilez goude prezegenn Poutin dirak ar Vodadenn Gevreadel. Poutin a ginnige kemmoù er vonreizh hag a c'hallfe astenn e c'halloud politikel goude e brezidantelezh,. D'ar memes mare e talc'he Medvedev da labourat, en anv Poutin, da c'hortoz ma vefe savet ur gouarnamant nevez. Poutin a ginnigas e vefe anvet Medvedev d'ar post nevez savet a vesprezidant eus Kuzul Surentez Rusia.
Ar memes deiz, Poutin a ginnigas Mic'hail Michoustin, neuze e penn ar servij telloù kevreadel, evel kentañ ministr. Antronoz e oa kadarnaet e anvadur gant an douma hag anvet e oa dre zekred gant Poutin. Ar wezh kentañ e oa e oa aprouet choaz ur c'hentañ ministr hep mouezh ebet a-enep.
Poutin a sinas un urzh d'an 3 a viz Gouere 2020 da ouzhpennañ kemmoù e bonreizh Rusia en un doare ofisiel. Tu a roent dezhañ d'en em ginnig evit div brezidantelezh all diouzh renk.
D'an 22 a viz Kerzu 2020 e oa sinet gant Poutin ur raktres lezenn hag a roe an immunelezh da brezidanted kozh Rusia a-hed o buhez a-enep kement prosez.
Abaoe an 11 a viz Gouere 2020 ez eus bet manifestadegoù e Krai C'habarovsk e reter pell Rusia da harpañ ar gouarnour rannvro, Sergei Fourgal, bet harzet evit muntroù meur a zen a afer Dont a reas manifestadegoù muioc'h-mui enebet ouzh Poutin. Ur sontadeg e miz Gouere 2020 a ziskouezas e oa a-du 45% eus ar Russed goulennataet gant ar manifestadegoù.
E miz Gwengolo 2021 e reas lu Ukraina embregadurioù gant an AFNA. Disklêriet e oa bet gant Poutin e vefe ul "linenn ruz" ma'z afe bagadoù an AFNA en Ukraina pe ma emezelfe Ukraina d'an Aozadur Atlantel. D'ar 21 a viz C'hwevrer e voe sinet un dekred gant Poutin evit anavezout Republik Pobl Lougansk ha Republik Pobl Donetsk. D'ar 24 a viz C'hwevrer e voe aloubet Ukraina gant an armeoù rusian.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Vladimir Poutin, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.