Deiz

An deiz eo ar c'houlzad etre ar sav-heol hag ar c'huzh-heol (pe serr-noz), etre div noz, da lavaret eo prantadoù teñvalijenn.

Deiz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

E-pad an deiz e weler sklaer ha luc'hus eo an oabl abalamour da c'houloù an Heol. Kemmañ a ra padelezh an deiz hervez ar c'houlz-bloaz hag al lec'h war an douar. Keit ha 6 miz e c'hall padout an deiz e daou benn an Douar.
Dre astenn eo an deiz (pe an devezh) un deiz hag un noz asambles, met ar c'houlzad a zo etre un eur resis hag ar memes hini er memes lec'h d'an antronoz (d'an deiz a zeu goude an noz). Ar seurt koublad deiz ha noz a vez implijet pa lavarer eus seizh deiz ar sizhun.

Unvezioù deiz

Un unvez amzer eo an deiz ha pa n'emañ ket er SI e vez implijet asambles gantañ. Talvezout a ra 86 400 eilenn hag div arouezenn a ya gantañ: j (arouezenn c'halleg diwar jour) pe d (arouezenn etrebroadel diwar al latin dies).

An deiz heolel eo ar c'houlzad ma'z eus ezhomm d'an Douar evit ober un dro pa vije posupl e welout a-ziwar an Heol, mod-all eo ar c'houlzad a zo etre daou dremenad an Heol lerc'h-ouzh-lerc'h a-blom d'ar memes hedred. E-barzh ar c'houlzad-se ez eus troiadur an Douar war he ahel koulz hag e dremen a-hed e orbit. Dre emglev ez eus 24 eur e-barzh pep deiz eus zero eur betek hanternoz (hemañ a zo e 24 eur koulz hag en eur zero eus an deiz war-lerc'h).
E-barzh ur bloaz (ur bloavezh) ez eus 365 pe 366 deiz (devezh).

An deiz steredel eo ar c'houlzad ma'z eus ezhomm d'an Douar evit ober un dro pa vije posupl e welout a-ziwar ar stered nesañ ha tremenadoù ur steredenn lerc'h-ouzh-lerc'h e hedred ul lec'h bennak. Talvezout a ra un deiz steredel evit 23 eur 56 munutenn.

Deizioù ar sizhun

Seizh deiz zo er sizhun en deiziataerioù julian ha gregorian :

Koulzadoù an deiz

  • Mintin pe "beure": a) eus hanternoz da greisteiz; b) eus sav-heol da greisteiz
  • Enderv: eus kreisteiz da 4-5 eur.
  • Abardaez pe "pardaez": etre 4-5 eur ha kuzh-heol
  • War-lerc'h kuzh-heol: noz

Sellet ivez

Liammoù

Sellit ouzh ar ger Deiz er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Daveoù ha notennoù

Deizioù ar sizhun
LunMeurzhMerc'herYaouGwenerSadornSul

Tags:

Deiz Unvezioù deizDeiz ioù ar sizhunDeiz Koulzadoù an deizDeiz Sellet ivezDeiz LiammoùDeiz Daveoù ha notennoùDeizDouarHeolKoulz-bloazKuzh-heolNozOablSav-heol

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Valencia del VentosoGiussanoAchille DevériaSofia KovalevskaiaArcadiusVietnameg640AntoninaVezza d'OglioSvedenDaily MailLur sterlingTro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2018Angkor WatHuérmeces del CerroBreizh-Uhel1589JinjebrHirwernegLedenez LlŷnIan RankinChomlec’h IPCuevas de San MarcosSportChug orañjezGraculaVernate (Italia)Tommadur ar blanedennMikiel Anton VassalliJoanna HiffernanCuevas del AlmanzoraPoyales del HoyoLiesterDavid BeckhamFeur-emglev Pariz (1947)IndoneziaTimbroù Saint Kitts ha NevisKreienSwabegÁguila AmmunitionWikimediaDonamariaSri Jayawardenapura KottePabSan JoaquínBurbureGwirKuzul ar BrezhonegTi-TèBrazilBeg ar vronnVenus en he c'hluchYevRezmondoLiesyezhegezhEnez PaskYuleRoazhonBomyVeendamMandragonAndrew NiccolCampephilus principalisMolenez (Leon)Thompson M1Kunilingus🡆 More