Latvia

Ur vro en hanternoz Europa eo Latvia (latveg : Latvija), war aod reter ar Mor Baltel.

Unan eus an teir bro valt eo.

Latvia
Unaniezh Europa
Latvijas Republika
Latvia Latvia
Banniel Ardamezioù
Latvia
Kan broadel Dievs, svētī Latviju!
Yezh ofisiel Latveg
Kêr-benn Rīga
Gorread
• En holl
• % dour

64 589 km²
3,6%%
Poblañs
• Hollad
• Stankder

1 862 6687 (2021)
29 ann./km²
Prezidant Egils Levits
Kentañ ministr Arturs Krišjānis Kariņš
Gouel broadel 18 a viz Du
Moneiz Euro (€)
Kod pellgomz 371
Kod Internet .lv

Douaroniezh

Er Su dezhi emañ Lituania, hag en Norzh emañ Estonia. Harzoù boutin he deus Latvia ivez gant Rusia ha Belarus.

Istor

  • Andris Bērziņš a voe prezidant etre an 8 a viz Gouere 2011 hag an 8 a viz Gouere 2015, ha Raimonds Vējonis abaoe an deiz-se.

Politikerezh

Ur parlamant unkambrek anvet ar Saeima he deus Latvia, kant sez ennañ. Bep pevar bloaz e vez dilennet ar barlamantidi dre ar vouezhiadeg eeun. Dilennet eo prezidant ar republik gant kannaded ar Saeima gant an tu-gounid groñs. Vaira Vike-Freiberg a oa ar Brezidantez betek 2007. Addilennet e oa bet e 2003 evit pevar bloavezh (gallout a reer bezañ dilennet div wech). Valdis Zatlers zo bet prezidant d'he heul eus 2007 da 2011.

Gant ar prezidant e vez anvet ar C'hentañ ministr a ra, a-gevred gant e vinistred, galloud-oberiañ ar gouarnamant.

Rannoù melestradurel

Rannet eo Latvia etre peder rannvro istorel hag o deus un dalvoudegezh velestradurel dister a-walc'h :

  • Zemgale e su ar vro,
  • Kurzeme er c'hornôg,
  • Latgale er reter,
  • Vidzeme en norzh.

Betek 2009 e oa isrannet ar vro e c'hwec'h kanton warn-ugent (rajon a veze graet anezho) ha c'hwec'h kêr gant reolladurioù ispisial dezho (Lielpilsēta). Bremañ eo rannet ar vro e kant dek munisipaliezh (novads) ha nav c'hêr Republik (republikas pilsētas). An novadi (liester novads) a zo bet savet dre unvaniñ ur gêr gant pagasti, liester pagasts kumun diwar ar maez, pe dre unvaniñ pagasti.

Douaroniezh

Rīga eo ar gêrbenn (753000 annezad) ; Daugavpils (112 000 ann.), Liepaja (84 000 ann.), Jelgava, Jürmala, Ventspils, Rezekne eo ar c'hêrioù bras all.

59,4 % a Latviz, 27,6 % a Rusianed, 3,6 % a Velarusiz ha 2,5 % Ukrainiz a ya d'ober poblañs ar vro.

Ken bras ha Danmark, Estonia, an Izelvroioù pe Suis eo Latvia.

Demografiezh

Latvia 
Emdroadur ar boblañs abaoe 1920. Gwer : Latviz ; ruz : Rusianed ; glas : reoù all.

Armerzh

Al lats e oa moneiz Latvia betek ar 1añ a viz Genver 2014. Liammet e oa gant an euro abaoe miz Mae 2005. Abaoe ar 1añ a viz Genver 2014 eo an euro moneiz ar vro.

Yezhoù

Komzet e vez latveg a zo yezh ofisiel ar republik. Ar ruseg eo yezh-vamm 34 % eus an dud. Al Livoneg a zo anavezet gant ar stad ha gwarezet gant al lezenn. Al latgalianeg a zo gwarezet ivez, met lakaet e vez alies da vezañ ur rannyezh eus al latveg.

Liammoù diavaez


Latvia 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

Latvia DouaroniezhLatvia IstorLatvia PolitikerezhLatvia Rannoù melestradurelLatvia DouaroniezhLatvia DemografiezhLatvia ArmerzhLatvia YezhoùLatvia Liammoù diavaezLatviaEuropaLatvegMor Baltel

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

OgedSmolenskArabegDaouzek labour AsteriksLizherenneg etrebroadel AFNATwitterMell-droadChomlec’h IPJacqueline BoyerEgiptFacebookPin-upGregor XIIIKunilingusRepublik Sina (1912-1949)Ivon KrogKelc'h An DaelNew YorkMona LisaEmgannFellasionKlegeregWorld Wide WebVillareggiaKengerToullañ pod ar vezennBez2024 e BreizhMisilKelvezKristol GoulmMargaritas ante porcosRoll dañsoù BreizhKastell-Nevez-ar-FaouBlogHTMLBizDigimonDonald TrumpEcuadorDeiziadur persGresianegAlamagnMezegiezhJohn BrowningMandubraciusLitrArc'hantRoll riezoù ar BedTaol-mouezhArdamezeg kêrioù Breizh🡆 More