Prazeodimiom

Un elfenn gimiek eo ar prazeodimiom ; Pr eo e arouez kimiek, 59 e niver atomek ha 140,908 e dolz atomek.

Prazeodimiom
Prazeodimiom
KeriomPrazeodimiomNeodimiom

Pr
Pa
Taolenn beriodek, Prazeodimiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 59
Rummad kimiek Lantanidoù
Strollad Lantanidoù
Trovezh 6
Bloc'h f
Tolz atomek 140,908
Aozadur elektronek
[Xe] 4f3 6s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 21, 8, 2
Prazeodimiom
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +4, + 3, +2
Oksidenn vazennek skañv
Tredanleiegezh 1,13 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 528,064 kJ/mol
2 : 1 017,919 kJ/mol
3 : 2 086,397 kJ/mol
4 : 3 760,995 kJ/mol
5 : 5 550,797 kJ/mol
Skin atomek 240 pm
Skin kenamsav 190 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 6,779 g/cm3
Teuzverk 931 °C
Bervverk 3 520 °C
Tredanharzusted 700 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn
Prazeodimiom
Prazeodimiom

Istor

E 1839 e tizoloas ar c'himiour svedat Carl Gustaf Mosander an didumiom, a zo ur meskaj eus tri douar rouez ; unan anezho eo ar c'heriom 58Ce, bet dizoloet gant Axel Erdmann e 1839 ivez.
E 1885 e voe hiniennekaet an div elfenn all gant ur c'himiour aostrian, ar baron Carl Auer von Wesbach : ar prazeodimiom 58Pr hag an neodimiom 60Nd.

Eus ar gresianeg πράσιος prasios, "gwer (liv)", ha διδύμος didumos, "gevell" e teu prazeodimiom ; gwer eo ar prazeodimiom pa vez oksidet, ha kevret gant keriom ha neodimiom en e gaver er c'hailhoù.

Kenderc'hadur

Er c'hailhoù bastnäsit (Pr,La,Y)CO3F ha monazit (Pr,La,Th,Nd,Y)PO4 pergen e kaver prazeodimiom..

Perzhioù

Ur metal liv an argant gwenn, blot, govelius hag orjalennus eo ar prazeodimiom.
Gwelloc'h eget al lantanidoù all ez harz ar prazeodimiom ouzh an daskrign, hogen aes a-walc'h e vez oksidet en aer ; liv gwer a zeu war ar bloc'had Pr neuze, ha diskolpañ a ra an oksidenn, ar pezh a laka muioc'h a vetal en aer : setu perak e vez miret ar prazeodimiom en eoul pe er gwer.
Kewarellek eo ar prazeodimiom e gwreverkoù tommoc'h eget -272,15°C, da lavaret eo e vez desachet gant ur gwarellvaez diavaez ; ne chom gwarellegezh ebet er metal pa vez lazhet ar gwarellvaez.

Kimiek

Par da re ar c'heriom eo perzhioù kimiek ar prazeodimiom.

  • E 150 °C e tev ar prazeodimiom da reiñ oksidenn prazeodimiom(III,IV) :
    12 Pr + 11 O2 → 2 Pr6O11
  • Dazgwerediñ gorrek a ra Pr gant dour yen, ha buan gant dour zomm da reiñ hidroksidenn prazeodimiom :
    2 Pr [k] + 6 H2O [d] → 2 Pr(OH)3 [dz] + 3 H2 [g]
  • Gant an holl halogenoù e tazgwered ar prazeodimiom ivez :
    2 Pr (k) + 3 F2 (g) → 2 PrF3 (k) [liv gwer]
    2 Pr (k) + 3 Cl2 (g) → 2 PrCl3 (k) [gwer]
    2 Pr (k) + 3 Br2 (g) → 2 PrBr3 (k) [gwer]
    2 Pr (k) + 3 ||iod|I]]2 (g) → 2 PrI3 (k) [gwer]

Izotopoù

Eus Pr-121 betek Pr-159 ez astenn skalfad izotopoù ar prazeodimiom.
Un izotop stabil a gaver en natur : 141Pr.
Skinizotopoù zo bet kevanaozet ivez, 38 anezho, an hini stabilañ o vezañ Pr-143 gant un hanter-vuhez a 13,57 devezh.

Izotopoù stabilañ ar prazeodimiom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanad
141Pr 100 Stabil, 82 neutron

142Pr

kevanaozet

19,12 eurvezh 142Nd
dre skinoù β
142Ce
dre zegerc'had
143Pr kevanaozet 13,57 devezh 143Nd

Arver

  • E-sell da sevel memorioù pementadel evit an urzhiataerioù da zont e ranker gorrekaat ar gouloù ; dre strinkennoù prazeodimiom ez eur deuet a-benn e 2005.
  • Kevret gant magneziom ez arverer praezodimiom da fardañ metaloù kalet a implijer e kefluskerioù an aerlistri.
  • Kevret gant nikel (PrNi5) en deus ar praezodimiom ur galloud da yenaat dre warellegezh, a zo bet arveret da dostaat d'ar mann dizave (-273,15 °C) war-bouez 0,001 °C.
  • Kevret gant keriom e talvez Pr da fardañ treluskeroù evit seveniñ oksidadurioù.
  • Prazeodimiom a lakaer er gwer da reiñ ul liv melen dezhañ.
  • En e stummoù halogenet e kaver Pr er c'hleuzeurioù dre wareg a vez implijet e greantelerezh ar sinema.
  • War-dro 5% a brazeodimiom zo er mischmetal a implijer da fardañ "maen-tan" an dirennoù.

Notennoù

Daveennoù


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Tags:

Prazeodimiom IstorPrazeodimiom KenderchadurPrazeodimiom PerzhioùPrazeodimiom ArverPrazeodimiom NotennoùPrazeodimiom DaveennoùPrazeodimiomArouez kimiekElfenn gimiekMas atomekNiver atomek

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Ar Gozh-KorleIndoneziaŪKreizennoù nukleel gall2004Ofiserien-Veur Dugelezh BreizhRouantelezh-UnanetWikiTired etre div lizherennHolloueziadur1773GwenedDegemerC++AbruzzoSaoznegPekariFellasionItaliaHarvey WeinsteinSvedegLenn ComoIngriaAndy WarholMeurvor AtlantelHispaniaGouhinÑLiberiaPrusia30 DuCumbricHTMLCarles PuigdemontPludunoùKernev-VeurKanton Machikoul13 EostToullgorferezhBegel1616TsitakismosGuiomar NovaesMo YanKastiz ar marvKartadaKareliaPandinosaorBodadenn Vroadel (Frañs)AerouantRepublik KongoJudoHoplit1695UsenetHamburgGilberto GilYec'hedMícheál Ó CoileáinLedenez ItaliaISO 8601PaourentezJakarta🡆 More