Un elfenn gimiek eo an osmiom ; Os eo e arouez kimiek, 76 e niver atomek ha 190,23 e dolz atomek.Ur metal ardreuzat eo.
Osmiom | ||||
---|---|---|---|---|
Reniom – Osmiom – Iridiom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 76 | |||
Rummad kimiek | Metaloù ardreuzat | |||
Strollad | 8 | |||
Trovezh | 6 | |||
Bloc'h | d | |||
Tolz atomek | 193,23 | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Xe] 4f14 5d6 6s2 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 14, 2 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | + 8 Oksidenn drenkek skañv | |||
Tredanleiegezh | 2,2 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 814,162 kJ/mol | |||
Skin atomek | 216 pm | |||
Skin kenamsav | 136 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 22,589 g/cm3 | |||
Teuzverk | 5 491,4 °C | |||
Bervverk | 5 008 °C | |||
Tredanharzusted | 81,2 nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
Strinkennnoù osmiom | ||||
E 1803, ar c'himiour saoz Smithson Tennant a lakaas platin da zileizhiñ en dour real (HNO3 + 3HCl), ha merzout a reas e chome darn eus ar metal hep dileizhiñ. Heñvel e oa c'hoarvezet gant kimiourien all c'hoazh, o devoa lavaret e oa grafit eus an nemorant. S. Tennant e soñjas dezhañ e oa un dra bennak all koulskoude, ha dre arnodiñ gant trenkennoù ha bazennoù e teuas a-benn da rannañ an nemorant e div elfenn vetalek nevez, a anvas iridium hag osmium.
Eus ar gresianeg οσμή "osmê" ("c'hwezh") e teu an anv osmiom, abalamour d'ar c'hwezh kreñv a zeuas eus ar metal nevez.
Nebeud ag implij a voe graet gant an osmiom rak ral e oa ha diaes da labourat, met dre ma oa kalet-kenañ e pade pell, hag a-hed un nebeud bloavezhioù e voe arveret da fardañ pluennoù, ha nadozioù evit ar gramofonoù.
Ral-kenañ eo an osmiom, pa n'eo nemet 0,05x10−9 eus krestenenn an Douar. En e stumm glan e vez kavet, pe e kendeuzadoù naturel evel an osmiridiom (muioc'h ag OS eget ag Ir) hag an iridiosmium (ar c'hontrol). Er gwiskadoù nikel ha kouevr en e gaver ivez e stumm kendeuzadoù naturel pe gejet gant metaloù eus ar strollad 10, hini ar platin.
Dre buraat an nikel hag ar c'houevr e kenderc'her osmium.
E Suafrika dreist-holl e kenderc'her osmium, e Rusia hag e Kanada ivez. Andonioù disteroc'h zo e Stadoù-Unanet Amerika hag e Kolombia. Ur 80 kilogramm bennak ag osmiom a voe arveret gant ar Stadoù-Unanet e 2011, ar pezh a ziskouez e voe kenderc'het nebeutoc'h eget 1 000 kg ag osmiom er bed er bloavezh-se.
Ur metal kalet liv glas-louet eo an osmiom. An elfenn stabil stankañ eo, gant un douester a 22,589 g/cm3, brasoc'h c'hoazh eget hini an iridiom (22,550 g/cm3). Puzuilh eo daoust d'e zouester. Skedus e chom bepred, zoken e gwrezverkoù uhel. Diaes-bras eo e waskañ, pa'z eo ken kalet ha diamant.
Aezhidik ha pistrius-kenañ eo pederoksidenn an osmiom OsO4.
Seizh izotop naturel zo d'an osmiom, ha pevar all zo bet kenaozet.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez |
---|---|---|
184Os | 0,02 | >5,6x1013 bloavezh |
185Os | kevanaozet | 93,6 devezh |
186Os | 1,59 | 2x1015 bloavezh |
187Os | 1,96 | stabil, 111 neutron |
188Os | 13,24 | stabil, 112 neutron |
189Os | 16,15 | stabil, 113 neutron |
190Os | 26,26 | stabil, 114 neutron |
191Os | kevanaozet | 15,4 devezh |
192Os | 40,78 | >9,8x1012 bloavezh |
193Os | kevanaozet | 30,11 devezh |
194Os | kevanaozet | 6 bloavezh |
Diaes-bras eo labourat an osmiom dre ma 'z eo kalet-kenañ, hag uhel e deuzverk (5 491,4 °C). Ral a wezh e vez arveret en e stad glan, ken pistrius hag aezhidik e teu da vezañ pa gej ouzh oksigen. Gwelloc'h eo e implijout e kendeuzadoù gant metaloù all eus strollad ar platin.
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv • Taolenn beriodek |
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Osmiom, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.