Londrez

Kêr-benn Bro-Saoz, ha Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon eo Londrez (saozneg: London /ˈlʌndən/).


Lec'hiet eo war riblennoù an Tavoez (Thames) e gevred ar vro; houmañ eo al lodenn binvidikañ eus ar rouantelezh. Tolpet ez eus tro-dro d'ar gêr war-dro 8 milion a annezidi (Londreziz o anv). Rannet eo an tolpad-kêr etre 32 boroughs (= bourc'hioù), mui ar City (Keoded). E penn ar rouantelezh emañ Londrez e meur a savboent. Amañ emañ o chom an unpenn, da lavaret eo ar rouanez (Elizabeth II, hiziv) hag he gouarnamant ha dreist-holl ar c'hambroù, hini ar C'humunioù (the Chamber of Commons) hag hini al Lorded (The Chamber of Lords). Sez ar galloud arc'hant eo ivez p'eo ar City an eil plas goude New York. Porzh pennañ Breizh-Veur eo ivez.

Londrez
51°30′26″ N, 0°7′39″ W
Londrez
Houses of Parliamant
Riez Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Bro Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Maer
(Mayor)
Sadiq Khan (Labour)
2016-bremañ

Gorread 1 572 km²
Uhelder 20 m

Poblañs
hep kontoù doubl
8 961 989 (2021)
Stankter 5 701 ann./km²
Kod pellgomz' (44) 20

Londrez
Kartenn eus Londrez er mare roman

Anv

Testeniekaet eo ar stumm latin Londinium er I kantved GJK ; Londinio, "e Londrez", a lenner war dablezennoù roman dornskrivet bet kavet e kêr.
Meur a zisplegadenn zo bet kinniget a-hed an amzer, an hini gentañ gant Geoffrey of Monmouth en e Historia Regum Britanniae (c. 1136),.
Goude dielfennañ stummadur hag emdroadur ar stummoù paotañ (Londinium e latin, Lunden en hensaozneg ha Llundain e kembraeg) ez eus bet kenemglev evit disklêriañ ez eo deuet an anv eus ar predeneg ; emeur bremañ o klask adkavout ar stumm keltiek orin, a vefe *[Lōndonjon] pe un anv tost, alese ar stumm latin hag an holl stummoù arall a anaver.

E-keñver ster an anv-lec'h, ar yezhoniour Richard Coates a ginnigas e 1998 ur wrizienn rakkeltiek war dachenn an douranvadurezh, *(p)lowonida, "stêr re ledan evit bout treuzet war droad", a rafe dave d'ar stêr Thames pa dreuz kêr ; eus ar wrizienn-se e teufe ar stumm keltiek *Lowonidonjon.
Hogen an darn vuiañ eus ar studiadennoù a sav a-du gant un orin keltiek da vat ; labourioù nevesoc'h eget hini R. Coates a ginnig e teufe an anv eus ur wrizienn rakindezeuropek *lendh-, "gouelediñ, lakaat da c'houelediñ" Londrez  al lostger keltiek *-injo pe *-onjo da verkañ anv ul lec'h, eleze "ul lec'h a vez liñvet a vare da vare gant al lanv" hervez ar yezhoniour izelvroat Peter Schrijver,.

Mammennoù

Enskrivaduroù

JRS (?), XLIV (1954), 108 : ul lizher gant Rufus Callusini da Epillicus, war un daolenn goad dizoloet e 1927 : Londinio

JRS (?), L, (1960) : 108-11 : Londini / Ad fanum Isidis : Londrez ... da dempl Isis

Skridoù eus an istor hag eus an Iliz

  • Tacitus, Annales XIV, 33 : Londinium
  • Meulbrezegenn VIII, 17, 1, goude J.-K. 297-98, eus Trier ? : Oppidum Londiniense
  • Sened Arles, goude J.-K. 314 : Civitate Londiniensi
  • Ammianus Marcellinus, XX, I, 3 : Lundinium; XXVII, 8, 7 : ad Lundinium, vetus oppidum quod Augustam posteritas appellavit = kreñvlec'h kozh hag eo bet anvet (Kêr)-Aogust war-lerc'h; XXVIII, 3, 7 : ab Augusta profectus quam veteres appellavere Lundinum = Augusta hag ar re gozh e anaveze Lundinium
  • Stephanus of Byzantium, o venegiñ Marsian : Lindonium

Ardamezouriezh

Londrez    En argant e groaz en gul, ouzh konk kentañ ur c'hleze ivez en gul e veg ouzh kab.

Istor

Londrez 
Delwenn arem Boudika e-kichen pont Westminster. Skeudenn Jean-Claude Even, 1982

Distrujet eo bet Londinium (tan ha lazhadeg veur) e-kerzh emsav Boudika.

Londrez a zo bet distrujet evit un eil gwech war-dro 125-130.

Tan-gwall bras Londrez a voe un tan-gwall all a zistrujas tost razh kêr Londrez adalek an 2 a viz Gwengolo betek ar 5 a viz Gwengolo 1666. An tan a oa bet e-kreiz kêr Londrez, dreist-holl e-barzh al lodenn enkelc'hiet gant mogerioù kozh eus mare ar Romaned.

Arkeologiezh

Monumantoù ha traoù heverk

Londrez 
Pont an Tour

Kalz mirdioù, palieroù ha levraouegoù zo e Londrez, en o zouez ar British Museum, an National Gallery, ar Mirdi istor naturel, an Tate Modern hag ar British Library.

Arvezioù sevenadur Londrez

E karterioù poblek Reter Londrez e voe e-pad pell arvezioù ur sevenadur dibar dezhañ e-unan. Eno e voe pergen graet gant un doare luc'haj anvet cockney, disheñvel-mat diouzh ar saoznek skoueriek.

Gevelliñ

Londrez he deus skoulmet liammoù gant :

Levrlennadur

  • Ian Andrew's : Boudicca's Revolt. Cambridge University Press. 1972 / 1980
  • Ordnance Survey : Londinium. A descriptive map and guide to Roman London. 1980

Gwelet ivez

Daveoù

Liammoù diavaez


Londrez 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

Londrez ArdamezouriezhLondrez IstorLondrez ArkeologiezhLondrez Monumantoù ha traoù heverkLondrez Arvezioù sevenadur Londrez GevelliñLondrez LevrlennadurLondrez Gwelet ivezLondrez DaveoùLondrez Liammoù diavaezLondrezBreizh-VeurBro-SaozElizabeth IILizherenneg fonetik etrebroadelNew YorkRouantelezhRouantelezh Unanet Breizh-Veur ha NorzhiwerzhonSaoznegTavoezTi al LordedTi ar C'humunioù (Rouantelezh-Unanet)

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Enez VarkerTeletubbiesNorvegiaMilena JesenskáMary Hamilton (Rusia)Roll livadurioù Leonardo da VinciBoris Johnson9 Mae4 GwengoloLikiaLos Tecolines2 EbrelGlaouer (evn)Koulman25 MeurzhKanariezBandenn GazaKenrouedadAfghanistanRené Le FurPrezidant RusiaSana'a14 GwengoloHolloueziadurMediaWikiArnold SchwarzeneggerHuai'an1943Hanternoz IwerzhonCeres (korrblanedenn)Proviñsoù ha tiriadoù KanadaPamirAmzer (meteorologiezh)Nikolai GogolLucy AardenTalbenn ar Reter (Eil Brezel-bed)KomunouriezhSinn FéinSinaStrat ClutDinosaorJuan Antonio VillacañasSlava UkrainiNaturegezhXhosaegKeriti-PempoullShanghaiVladimir LeninEnoc'hGruffudd ap LlywelynIwerzhonegKangourouRepublik IwerzhonCill ChaoiAntonín DvořákNicolás MaduroCharlottetownBlack metalRenaultUsenetBeg ar vronnTierniezh MingPleg-mor PersiaRoumanegLanvignegKourzhReizhiad korvoiñ🡆 More