Deiziadur Broadel India

Deiziadur broadel India (anvet deiziadur Saka a-wezhioù) eo an deiziadur ofisiel sivil implijet en India.

Implijet e vez war un dro gant an Deiziadur gregorian, gant The Gazette of India, abadennoù keleier All India Radio, hag an deiziadurioù hag an embannoù graet gant gouarnamant India.

En un doare forc'hellek e c'hall an anv-se bezañ implijet evit komz eus an deiziadur hindouek, hag an oadvezh Saka a zo implijet gant meur a zeiziadur disheñvel ivez.

Framm an deiziadur

Miz (Sañskriteg) Miz (Tamileg/தமிழ்) Pad Deiz kentañ (Gregorian) Zodiak an Trovanoù
1 Chaitra Chitirai (சித்திரை) 30/31 22 a viz Meurzh Aries
2 Vaishākh Vaikasi (வைகாசி) 31 21 a viz Ebrel Taurus
3 Jyaishtha Aani (ஆனி) 31 22 a viz Mae Gemini
4 Āshādha Aadi (ஆடி) 31 22 a viz Even Cancer
5 Shrāvana Aavani (ஆவணி) 31 23 a viz Gouere Leo
6 Bhādrapad Purratasi (புரட்டாசி) 31 23 a viz Eost Virgo
7 Āshvin Aiypasi (ஐப்பசி) 30 23 a viz Gwengolo Libra
8 Kārtik Kaarthigai (கார்த்திகை) 30 23 a viz Here Scorpio
9 Margshish Maargazhi (மார்கழி) 30 22 a viz Du Sagitarius
10 Paush Thai (தை) 30 22 a viz Kerzu Capricorn
11 Māgh Maasi (மாசி) 30 21 a viz Genver Aquarius
12 Phālgun Panguni (பங்குனி) 30 20 a viz C'hwevrer Pisces

Er bloavezhioù bizeost, Chaitra zo 31 deiz ennañ hag a grog d'an 21 a viz Meurzh kentoc'h. Ar mizioù e hanterenn gentañ ar bloavezh zo enne pep a 31 deiz, da zerc'hel kont eus fiñv goustatoc'h an Heol a-dreuz d'an ekliptik d'ar mare-se.

Dont a ra anvioù ar mizioù eus deiziadurioù hindouek koshoc'h. Abalamour da se ez eus kemmoù en doare da zistagañ anezhe, hag ez eus peadra da faziañ pa glasker goût da betore deiziadur e tenn un anv miz.

Kontet e vez ar bloavezhioù en oadvezh Saka, a laka e vloavezh 0 da gregiñ er bloavezh 78 eus an Oadvezh kumun. Da c'houzout pegoulz e vez ar bloavezhioù bizeost e lakaer 78 ouzhpenn an niver a vloavezhioù eus ar bloavezh Saka - ma kaver un disoc'h a glot gant ur bloavezh bizeost en deiziadur gregorian, neuze ez eo ar bloavezh saka ur bloavezh bizeost ivez. Heñvel eo e framm ouzh hini deiziadur Persia.

Implij

Kroget e oad da implij an deiziadur-se gant ar Bodad da adreizhañ an deiziadur e 1957, en ul lodenn eus kendeiziadur hag eus almanak merdeerezh India, a gaved ennañ ivez titouroù all diwar-benn ar stered, ha reolennoù ha koulzioù da brientiñ deiziadurioù evit ar relijion hindouek, en ur striv da glask unvaniñ ar gizioù-se. Daoust d'ar striv-se, stummoù lec'hel diazezet war mammennoù evel ar Surya Siddhanta a zo anezhe c'hoazh.

Kregiñ a reas implij ofisiel an deiziadur-se d'ar c'hentañ a viz Chaitra, 1879 eus an oadvezh Saka, pe d'an 22 a viz Meurzh, 1957. Koulskoude, war a hañval, ne reont van implijidi ar gouarnamant ouzh deiz-kentañ'r bloaz an deiziadur-sehag a implij kentoc'h an deiziadurioù relijius.

Notennoù

  • Mapping Time: The Calendar and its History by E.G. Richards (ISBN 0-19-282065-7), 1998, pp. 184–185.

Liammoù diavaez

Notennoù

Tags:

Deiziadur Broadel India Framm an deiziadurDeiziadur Broadel India ImplijDeiziadur Broadel India NotennoùDeiziadur Broadel India Liammoù diavaezDeiziadur Broadel India NotennoùDeiziadur Broadel IndiaDeiziadur gregorianIndia

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Kastell-Nevez-ar-FaouJack NicholsonIndoneziaMoskovRoman PolanskiSkritur tsalagiekHugh MacDiarmidBatmanRevrfouzherezhAostriaHergéMaliKampionezed bedel echedoùIvon KrogLa cumparsitaAn Erge-VrasBrezhonegMyanmarTuba SkinnySivetIranSaoznegMarie-Antoinette AostriaDlePin-upBloazStadoù-Unanet AmerikaAdrien BrodyRío San Pedro (Chihuahua)John BrowningKazetennerezhKunilingusKantonegBrezel-bed kentañHugenn (korf)Emvod ar Gelted en OriantPadrig DreanSmolenskPlourivoùJohann Nepomuk GeigerHelsinkiGwengelouriezh lec'hlennatEmouTsahalBangladeshJorj Iañ Breizh-VeurISO 4217ErotegezhFourchesArabegMaryland (Liberia)LiechtensteinFirst Family of the United States1937C'hoari videoYar (evn)L'Ultima Cena (Leonardo)AbrakadabraDekiSant-MaodezPod-mezenn🡆 More