Darvoudoù
Ar Vein Zu
1328 : fin Brezel dieubidigezh Bro-Skos : dre feur-emglev Dinedin-Northampton ec'h anavez Bro-Saoz dizalc'hiezh Skos. 1707 : gant al Lezenn Unanidigezh eo liammet Bro-Saoz ha Bro-Skos evit mont d’ober Rouantelezh Breizh-Veur . 1753 : embannadur Species Plantarum gant Carl von Linné . 1789 : kentañ niverenn ar c'hannadig Etats généraux, correspondance de Bretagne , embannet gant René Vatar e Roazhon . 1863 : Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika , Emgann Chancellorsville a zeraou. 1872 : enaouet evit ar wech kentañ tour-tan ar Vein Zu , de-maez da Veg Lokmazhe . 1886 : harz-labour bras er Stadoù Unanet evit labourat eizh eurvezh bemdez. E koun an devezhiad harz-labour-se e vez lidet Devezh al labourerien hiziv e kalz broioù. 1930 : badezet eo ar blanedenn Ploudon . 1944 : manifestadegoù enep-nazi e Kerne: Ar Faoued , Lannejenn ha Sant-Nikolaz-ar-Pelem ; hag e Treger : Bear . 1948 : savidigezh Republik Demokratel Pobl Korea (Norzh Korea), gant Kim Il-sung da brezidant. 1984 : krouidigezh ar Sindicatu di i Travagliadori Corsi, sindikad labourerien Korsika 2004 : Kiprenez , ar Republik Tchek , Estonia , Hungaria , Latvia , Lituania , Malta , Polonia , Slovakia ha Slovenia degemeret en Unaniezh Europa . Sportoù
Ganedigezhioù
Gwilhoù Sezneg
Marvioù
David Livingstone
1731 : Johann Ludwig Bach, sonaozer alaman . 1869 : Frédéric Cailliaud, skiantour hag ergerzher genidik eus Naoned . 1873 : David Livingstone , misioner hag ergerzher skosat . 1904 : Antonín Dvořák , sonaozer tchek. 1935 : Henri Pélissier , reder war varc'h-houarn gall , gounideg 17vet Tro Bro-C'hall e 1923 . 1945 : Joseph Goebbels , politikour nazi alaman e-karg eus maodiernoù deskadurezh ar bobl, hag eus hini ar propaganda e-pad ar renad nazi (1933 -1945 ). 1993 : Pierre Bérégovoy, bet kentañ ministr Bro-C'hall . 1994 : Ayrton Senna , blenier Formulenn 1 brazilian . 2008 : Anthony Mamo, prezidant Malta . Lidoù
Deiziadur keltiek Kala-mae (Beltaine ), gouel deroù an hañv gant ar Gelted kozh Deiziadur roman Calendis Maiis / Bona Dea / Lares Prestiles / Florae Ludi IV = 1añ Mae / Doueez vat / Doueed an ti / 4vet devezh c'hoarioù gouestlet da Flora Deiziadur kristen Deiziadurioù broadel hag etrevroadel
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article 1añ Mae , which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0") ; additional terms may apply (view authors ). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses. ®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.