Implijet eo bet an neveradur roman gant Romaned an Henamzer evit skrivañ gant 7 lizherenn hepken an niveroù anterin eus 1 betek e-tro 4000 pe 5000.
Ne anavezent ket ar mann avat, pe gentoc’h ne veze ket lakaet da niver.
Skoueriekaet eo bet an niveradur evit an implijoù a-vremañ. Diazezet eo war 3 fennaenn :
Sifroù roman | Talvoudoù | Talvoudegezh |
---|---|---|
I | 1 | ur biz / ur varrenn |
V | 5 | un dorn / un ask |
X | 10 | daou zorn / ur groaz |
L | 50 | ? |
C | 100 | Centium (100 e latin) |
D | 500 | ? |
M | 1000 | Mille (1000 e latin) |
V | 5000 ha + | M usskrivet |
Meur a adstumm zo bet koulskoude a-hed an Istor a-raok na vije degemeret ar patrom-mañ, ken war an doare da dresañ an niveroù ha war an doare da jediñ. "Mil" (1000), da skouer, a c’hall bezañ skrivet M (an doare implijetañ) hogen ivez C(I) pe I barrenn.
Gant ar reizhiad-mañ e c’haller skrivañ an holl niveroù eus 1 da 3 999. Evit an niveroù brasoc’h ec’h implijer ar varrenn a-led a-us an niver evit merkañ ur feur 1 000 ha div varrenn evit ur feur 1 000 000.
Unanennoù | Unanennoù + 10 | Degadoù | Kantadoù | Miliadoù |
---|---|---|---|---|
1 = I | 11 = XI | 10 = X | 100 = C | 1000 = M |
2 = II | 12 = XII | 20 = XX | 200 = CC | 2000 = MM |
3 = III | 13 = XIII | 30 = XXX | 300 = CCC | 3000 = MMM |
4 = IV | 14 = XIV | 40 = XL | 400 = CD | |
5 = V | 15 = XV | 50 = L | 500 = D | |
6 = VI | 16 = XVI | 60 = LX | 600 = DC | |
7 = VII | 17 = XVII | 70 = LXX | 700 = DCC | |
8 = VIII | 18 = XVIII | 80 = LXXX | 800 = DCCC | |
9 = IX | 19 = XIX | 90 = XC | 900 = CM |
Evit gouzout talvoudegezh un niver skrivet gant sifroù roman e ranker e lenn a-gleiz da zehoù. Mard eo ur sifr brasoc’h eget pe kevatal d'ar sifr a zo war e lerc’h, e sammer anezho o-daou. A-hend-all e vez lamet. War-lerc’h 4000 e kemm ar reolenn. Ne vez ket implijet ar reizhiad dilem evit a miliadoù.
N'eus ket bet graet atav gant ar reolennoù-se, dreist-holl evit an enskrivadurioù : meur a zoare hentenn o deus kenvevet an eil gant eben, evel IIX evit VIII pe VIIII evit IX. N'eus ket re bell zo eo bet stabilaet an doare ober a-vremañ.
Implijet e vez c’hoazh ar sifroù roman hiziv an deiz evit skrivañ anvioù an c’hantvedoù hag ar milvedoù dreist-holl. Da skouer « an XXIvet kantved » hag « an IIIe milved ». Kavet e vez sifroù roman war dremmoù an horolajoù hag an eurieroù ivez. Alies e vez skrivet IIII warno e-lec'h IV evit 4 ; d'ober bravoc’h eo traken : evel-se e vez savet ar pevar sifr kentañ diwar un I hepken (I, II, III ha IIII), ar pevar da heul diwar ur V (V, VI, VII, VIII) hag ar pevar diwezhañ diwar un X (IX, X, XI, XII). Mat eo gouzout ivez eo ken kozh ar skrivadur IIII hag ar marevezh roman hag ez eo bet implijet e-pad pell en enskrivadurioù, e dornskridoù ar Grennamzer hag en embannadurioù klasel a-gevret gant ar skrivadur IV.
Gwechall e veze implijet ar sifroù roman evit merkañ bloaz savidigezh an tiez, dreist-holl ar savadurioù ofisiel pe velestradurel. C’hoarvezout a ra c’hoazh d'an den en em gavout gant sifroù evel-se ouzh talbenn tiez kozh.
Tamm-ha-tamm eo bet dilezet ar sifroù roman hag erlec’hiet int bet gant sifroù anvet « arabek ». Ar re-se a ra gant ur reizhiad dekvedennel. Emsavoc’h eo rak gallout a reer evel-se skrivañ sifroù berroc’h gant a-boan muioc’h a arouezennoù (10 e-lec’h 7), hag e c’heller implijout an niver mann (0) ; ouzhpenn-se e c’heller skrivañ ar sifroù a-steud, ar pezh a aesa kalz ar jediñ war baper.
|
|
Ur wech bet diazezet an emglevioù skrivañ e ouezer skrivañ sifroù anterin gant sifroù roman. Ne rae ket jedoniourien gwechall gant an notadur-se evit ober sammadennoù pe liesadurioù avat. Gant abakennoù e veze graet. Gant-se e raent gant un niveradur delec’hiet hep gouzout dezho ha ne welent ket e vije bet tu dezho da implijout an niveradur delec’hiet-se evit skrivañ an niveroù ur wech da vat.
A-wechoù eo bet disleberet skrivadur ar sifroù roman er Grennamzer.
Met ne implijer ket an notadur-se evit notenniñ lamadurioù : 4000 a skriver MMMM ha neket MI)).
Ur pennad eus an heuliad Reizhiadoù niveriñ eo ar pennad-mañ. |
Sifroù arabek |
Niveradurioù |
arabek – armenianek |
babilon – sinaek |
koptek – egiptek |
etiopiek – gresianek |
gotek – hebraek |
India – japanek |
maya – mongol |
nesan – roman |
slav – thailandek |
lec’hiadel |
Marteze ez eo bet kaset implijerien an niveradur roman da anavezout lod disoc’hoù dre an eñvor a-benn bezañ gouest da jediñ aesoc’h. Da skouer, mar gouient en a-raok petra a oa liesad XII x XII (= CXLIV, 144) e oa aes dezho dezastum liesad XII dre unan nebeutoc’h pe unan muioc’h.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Niveradur roman, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.