Marion Anne Perrine Le Pen, brudet evel Marine Le Pen, ganet d'ar 5 a viz Eost 1968 e Neuilly-sur-Seine, zo ur bolitikourez c'hall.
Merc'h eo da Jean-Marie Le Pen ha penn ar strollad broadelour gall Front National etre 2011 ha 2021, adanvet ganti Rassemblement National e 2018.
Emgouestlet eo he e bed ar politikerezh er strollad Front National, bet eo e-karg meur a gannad lec'hel abaoe 1998 (kuzulierez rannvroel en Île-de-France, e Nord-Pas-de-Calais ha goude-se en Hauts-de-France, kuzulierez ti-kêr Hénin-Beaumont) ur sez he deus er parlamant europat abaoe 2004, bez eo kenbrezidantez ar c'hengevread strolladoù broadelour Europe des nations et des libertés (ENL).
Dilennet e oa bet e penn ar strollad Front national e-pad kendiviz Tours e miz Genver 2011, da gemer lerc'h he zad Jean-Marie Le Pen, a oa penn ha krouer ar strollad abaoe e grouidigezh. Kannad ar Front National evit dilennadegoù prezidant Bro-C'hall 2012, tizhout a ra an trede plas nemetken e-pad an dro gentañ o kaout 17,90 % eus ar mouezhioù. Kannad hag-un-dro evit dilennadegoù 2017, dont a ra a-benn da dizhout an eil tro gant 21,30 %, a-dreñv Emmanuel Macron. Bez eo an eil maouez o tizhout un deiz eil-tro an dilennadegoù prezidant e Bro-C'hall.
Marine Le Pen a oa bet lakaet war listenn an Time, an Time 100, ul listenn eus ar c'hant den galloudusañ dre ar bed e 2011 ha 2015.
En eil tro dilennadegoù prezidant Bro-C'hall 2017 e oa en em gavet Emmanuel Macron, penn ar strollad En Marche, e-tal Marine Le Pen, prezidantez ar strollad broadelour gall Front National.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Marine Le Pen, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.