Henc'hresianeg: Yezh

An henc'hresianeg (e henc'hresianeg : ἡ Ἑλληνικὴ γλῶττα, hê hellênikề glỗtta) eo eil prantad istorel ar gresianeg a badas etre an IXvet kantved kt JK hag IVe kantved kt JK.

Henc'hresianeg
(Ἀρχαία Ἑλληνική)
Perzhioù
Komzet e : Gres, Kiprenez, Albania, Turkia, Italia hag en trevadennoù gresian
Rannved : Europa, Azia-Vihanañ
Komzet gant : Dianav
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek
  • Helleneg
    • Henc'hresianeg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2 grc
ISO 639-3
Kod SIL -
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Gallout a reer rannañ ar prantad-se e daou varevezh : an Henc'hres arkaek (IXvet-VIvet kantved kent J.K.) ha Henc'hres klasel (Vvet-IVe kantved kent J.K.). En istor Henc'hres e kaver ivez ar prantad hellenadek a ya d'ober ur prantad disheñvel eus istor an henc'hresianeg anvet koine.

E henc'hresianeg e oa bet savet barzhonegoù Homeros, en o zouez an Ilias hag an Odysseia, hag an oberennoù bras eus al lennegezh pe ar brederouriezh, bet krouet en oadvezh aour atenat, zo bet diazez hor skiantoù hag hor matematik a vremañ.

Evit kavout titouroù diwar-benn yezhoù Henc'hres kent krouidigezh al lizherenneg c'hresian, sellet ouzh ar pennadoù gresianeg mikenaiek ha kentgresianeg.


Ar rannyezhoù

Diwanet eo ar strolladoù bras a rannyezhoù war-dro 1100 kent J.K., da vare aloubadegoù an Dorianed a-hervez. Kavout a reer roudoù skrivet resis anezhe adalek an VIIIvet kantved kt JK. N'emañ ket a-du an holl arbennnigourien war gwirionez an aloubadegoù dorian-se.

Gresianed an Henamzer o-unan a soñje dezhe e oa teir rann vras en o fobl : an Dorianed, an Eolianed hag Ioniz (Ateniz en o zouez). Bep a rannyezh disheñvel a gomzent. Ma lakaer a gostez an arkadieg, ur rannyezh divrud eus menezioù ar Peloponnesos hag ar c'hiprenezeg, gwall bell diouzh kreiz ar bed gresian, ez eo heñvel a-walc'h ar rannidigezh-se eus ar poblañsoù hag eus ar rannyezhoù ouzh disoc'hoù an enklaskoù graet nevez zo en arkeologiezh hag e yezhoniezh.


Ar rannyezhoù henc'hresianek a c'haller bodañ e pevar strollad : an arkadieg-ha-kiprenezeg, ar strollad kornogat, an eolieg hag an ionieg-hag-atteg :

Henc'hresianeg: Yezh 
Kartenn eus rannyezhoù an henc'hresianeg, war-dro 400 kent J.K.
  • Strollad kornogat
    • Henc'hresianeg ar gwalarn (Gw. war ar gartenn)
    • Doreg
  • Eolieg
    • Eolieg Azia
    • Thesalieg
    • Boeotiaeg
  • Arkadieg-ha-kiprenezeg
    • Arkadieg
    • Kiprenezeg
    • Pañfilieg


Peurliesañ, pa gomzer eus an henc'hesianeg e komzer eus rannyezh Aten, ur rannyezh eus an ionieg-hag-atteg. An atteg, anv ar rannyezh-se, eo ar yezh bet implijet evit skrivañ ar pep brasañ eus al lennegezh c'hresian klasel. Da-heul aloubadegoù Aleksandr Veur hag ar meskad Gresianed a orin diheñvel a voe, e kreskas implij ar c'h/koinè, kenyezh (hemañ eo ster an anv-gwan koinos) diwanet diwar meur a rannyezh eus an ionieg-hag-atteg. Implijet e veze en arme hag er melestradur ha desket e veze gant annezidi ar broioù aloubet, ar varc'hadourien, ha kement zo. Dont a reas evel se da vezañ kenyezh an Henamzer, war un dro gant al latin. Ar c'hoine ioniek-ha-attek a zeuas da vezañ yezh ofisiel Impalaeriezh Bizañs. Diwezhatoc'h e emdroas a-nebeudoù evit dont da vezañ ar gresianeg a-vremañ.

Doareoù skrivañ

Al linenneg B eo ar c'hentañ doare skrivañ testeniekaet evit skrivañ ur rannyezh c'hresian. Ur silabenneg eo ha n'en deus tamm kerentiezh ebet gant al lizherenneg c'hresian. Implijet e veze e Kreta ha war an douar-bras evit diskrivañ ur stumm kozh-bras eus ur rannyezh arkadiat-ha-kiprenezat etre -1500 ha -1200. Etre -800 ha -200 e voe implijet un doare skrivañ tost, ar silabenneg kiprenezat, e Kiprenez evit diskrivañ henc'hresianeg hag eteokiprenezeg)


Henc'hresianeg: Yezh 
Nav gwerzenn gentañ an Odyseia gant Homeros.

Bet zo bet skriturioù koshoc'h evit al linenneg B hag ar silabenneg kiprenezat e Bro-C'hres, met n'o deus ket servijet evit skrivañ henc'hresianeg moarvat :

  • Al linenneg A (etre -1800 ha -1450, e Kreta hag en inizi an Enezvor) ;
  • An hieroglifoù kretat (etre -1750 ha -1600, e Kreta) ;
  • Kavout a reer ur skritur dianav all war Pladenn Faistos (bloaziad diasur) ;
  • Ar c'hiprenezeg-minoeeg, anvet a-wezhioù « linenneg C », (etre -1500 ha -1200, e Kiprenez), deveret eus al linenneg A marteze ; talvezout a rae ar silabenneg-se da skrivañ ur stumm kozh-bras eus eteokiprenezeg.


Goude se ez eo al lizherenneg c'hresian zo bet implijet, gant stummoù disheñvel, adalek an IXvet pe an VIIIvet kantved kent J.K.. Savet eo bet diwar skouer al lizherenneg fenikian. O lakaat vogalennoù ouzhpenn arouezennoù an abjad, ar C'hresianed o doa ijinet patrom al lizherennegoù kornogat.

Notennoù

Tags:

GresianegIVe kantved kt JKIXvet kantved kt JK

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2018EmflourañBomyAntonio CanovaFrançois de Rugy-48Flavia Iulia HelenaIstor an timbroùMarinus van der LubbeAndrew NiccolKreionBurbureLuparaUsenetLe Poiré-sur-VieEil Brezel-bedBrezhonegSan JoaquínRy CooderBrazilBreizh-UhelTriton (loarenn)Mor LaptevLiger-AtlantelDaily MailListennad anvioù-badez brezhonekAlbert UderzoMaria Antonia an Div SikiliaPointe-NoireListennad gouennoù chasCwrt-y-cadnoHirwernegMilin-avelVelibor VasovićYork (Pennsylvania)HalinghenBanziBrezhoneg TregerMicrosoft WindowsBoskazoùGourin (kumun)Jimmy WalesTulebrasGott mit unsLouarn ar stepennoùBeg ar vronnKata'ib Hezbollah10 GouereCabezas del Villar1589Priz Bras kirri AostraliaYezhoù na-deneDirkeNant-IzegZiritzaTime MagazineJekoRoskoSerravalle LangheGiancarlo BaghettiMaouritaniaFanny HillCervignano d'AddaTimbroù Saint Kitts ha NevisGouarnerezh Tucumán2005Mara PatagoniaCrissoloIndonezia🡆 More