Ar papiruz zo un danvez, ijinet moarvat 5.000 bloaz zo, aozet diwar korzennoù ar blantenn Cyperus papyrus hag implijet evit ober follennoù.
A-benn aozañ papiruz e veze glebiet tammoù tanav korzenn ar blantenn, lakaet gwiskadoù anezhe an eil war egile ha gwasket. An aliesañ ne veze skrivet nemet war un tu eus ar baperenn. An tammoù papiruz (0.5 metrad a hirder dezhe d'ar muiañ) a c'helle bezañ staget an eil ouzh egile a-benn sevel rolladoù hir (evel, da skouer, papiruz Harris, 40 metrad a hirder dezhañ).
Ezporzhiet e veze papiruz gant Egiptiz er broioù tro-dro d'ar Mor Kreizdouar. Dre ma oa ker-ruz an danvez-se e veze kustum ar skriverien da raskañ an testennoù a-raok adskrivañ warno pe ober gant danvezioù all (tammoù poderezh pe maen-raz) evit ar skridoù na oant ket hollbouezus.
Azas eo an hinad sec'h ouzh mirerezh ar papiruz met kerkent ha ma vez mouest an danvez ec'h a ar framm war zispenn.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Papiruz, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.