Loar

Al Loar eo adplanedenn nemeti an Douar.

Pempvet brasañ loarenn koskoriad an Heol eo, hag an eil douesañ goude Io, ul loarenn eus Yaou. Treiñ a ra tro-dro d'an Douar en un doare sinkronel, da lavaret eo e tiskouezh atav ar memes tu dezhañ. Kaoz eo da dre ha lañv ar morioù.

Loar ☾
Loar
Doareennoù he c'helc'htro
Skin etre 384 400 km
Ezkreizennegezh 0,0554
Prantad reveulziañ 27,322 devezh
Stouadur cheñch a ra etre
28,60° ha 18,30°
Adplanedenn eus an Douar
Doareennoù fizik
Treuzkiz keheder 3 475 km
Gorread 3,794×107 km²
Mas 7,348×1022 kg
Mas volumek etre 3,344×103 kg/m³
Gravitadur war he gorre 1,62 m/s²
Prantad treiñ sinkronek
Stouadur an ahel a cheñch etre
3,60° et 6,69°
Albedo 0,12
Tizh frankizadur 2,38 km/s
Temperadur war he gorre izelañ 98 K
etre 196 K
uhlañ 398 K
Doareennoù hec'h atmosfer
Gwask atmosferek 3×10-10 Pa
Heliom 25 %
Neon 25 %
Hidrogen 23 %
Argon 20 %
Metan

Ammoniak
Dioksidenn garbon

roudoù

384 402 km eo ar pellder kelc'htroel keitat etre an Douar hag al Loar. He reveulzienn a bad 27.3 deiz. Furmet e vijet bet 4.51 miliard bloaz zo, nebeut goude an Douar. N'he deus ket nag aergelc'h, nag hidrosferenn, na maez gwarellek koulz lavaret. Ur c'hwec'hvedenn eus hini an Douar eo he founnerder (0.1654 g).

Evel eil korf-egor goude an Heol hag a c'hall bezañ gwelet en oabl gant an dud, hag abalamour da gelc'hiad reoliek he arvezioù, eo bet atav al Loar un dave hag un awen evit an holl gevredigezhioù, en o yezh, reizhiad kalenderel, arz ha mojennoù.

Kelc'htro

Neuzioù al Loar

Loar 
Ul loariad

Loariad a vez graet eus ar prantad amzer ma ra al Loar tro an Douar (29.5 devezh). Neuzioù disheñvel a weler e-pad an amzer-se :

  • al loar nevez : pa ne vez ket gwelet. Ne vez ket gwelet e-pad an noz, treiñ kein a ra ouzh an Douar ha beuzet eo e sklêrijenn an Heol.
  • kresk-loar : prantad etre al loar nevez hag ar c'hann ma kresk dremm al loar bemdez.
  • al loargann, pe loargant, pe kann al loar : pa vez ront (troet eo he zu sklêrijennet gant an Heol war-du an Douar).
  • digresk-loar : prantad etre ar c'hann hag al loar nevez ma tigresk dremm al loar bemdez.

Gwechall e veze kredet he doa al loar galloud da dreiñ spered an dud: hiziv e ouzer e c'hall kaout levezon war speredoù zo(Daveoù a vank).

Studi hag ergerzh al Loar

Loar 
Skeudenn Buzz Aldrin war leur al Loar e 1969.

Studiet eo al Loar gant ar program soviedel Luna hag an hini stadunanat Apollo. Nijal a ra a-us dezhi al loarell Luna 2 e 1959. Kerzhout a ra an astraerien Neil Armstrong ha Buzz Aldrin war he leur e 1969. Studiet hag anavezet gwelloc'h eo geologiezh an adplanedenn. Er bloavezhioù 1990 eo dizoloet gant an NASA ez eus dour war al Loar e stumm skorn. Kaset eo adalek fin ar bloavezhioù 1990 sonterezioù egor gant Sina, Japan hag India.

E miz C'hwevrer 2024 ez eus bet kaset ur sonderez nevez gant an embregerezh amerikan Intuitive Machines. Kaset eo bet ar sonderez Odysseus gant ar pal kas astraerien all e 2026 gant an NASA.

Al Loar en arzoù

Lennegezh

    Barzhoniezh
  • L'Imitation de Notre-Dame de la Lune, barzhonegoù gant Jules Laforgue (1886)
  • Luna de Feria, barzhoneg gant Federico García Lorca. Un dornad mat a bezhioù zo bet skrivet gantañ diwar-benn al loar.
    Romantoù ha danevelloù
  • Histoire comique des États et Empires de la Lune, gant Cyrano de Bergerac. Romant (1650) ; bet troet e-giz Istor fentus Stadoù hag Impalaerezhioù al Loar gant Mich Beyer, An Alarc'h embannadurioù, 2017.
  • Voyage dans la lune (1657), Cyrano de Bergerac.
  • The Man in the Moone (1638), gant Francis Godwin.
  • A Voyage to the Moon (1793) gant Aratus (anv-pluenn ur skrivagner saoz, ha neket ar Gresian heñvelanvet)
  • The Conquest of the Moon (1809) gant Washington Irving.
  • A Flight to the Moon (1813) gant George Fowler.
  • A Voyage to the Moon (1827) gant George Tucker.
  • Recollections of Six Days' Journey in the Moon. By An Aerio-Nautical Man (1844). Embannet er Southern Literary Messenger.
  • De la Terre à la Lune, (1865) ha Autour de la Lune (1870) gant Jules Verne.
  • The Moon and Six pence, gant Somerset Maugham.
  • The Moon is a harsh Mistress, gant Robert Heinlein.
  • Blood on the Moon, ur romant gant James Ellroy e 1984.
  • Chien-de-la-lune, ur romant skiant-faltazi gant Erik L'Homme.
    Bannoù-treset
  • War-zu al Loar (1953) ha Kammedoù kentañ war al Loar (1954) gant Hergé

Filmoù

Sonerezh

    Sonerezh klasel
    Sonerezh poblek

Levrlennadur

  • Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9.
  • Ar Mareoù, Odile Guérin (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-250-2, pp. 47-49.

Pennadoù kar

Notennoù

Liammoù diavaez


Loar 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Sellit ouzh ar ger Loar er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Koskoriad an Heol
Loar 
Planedennoù : Merc'herGwenerDouarMeurzhYaouSadornOuranNeizhan
Korrblanedennoù : CeresPloudon & C'haronErisMakemakeHaumeaQuaoar
Loarennoù pennañ : LoarPhobosDeimosIoEuropaGanymedeCallistoTitan • Titania • Triton
Traoù all : HeolGourizad asteroidennoùStered-lostekGourizad KuiperKoumoulennad Oort • Disk strewet
Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol

Tags:

Loar KelchtroLoar Neuzioù al Loar Studi hag ergerzh al Loar Al en arzoùLoar LevrlennadurLoar Pennadoù karLoar NotennoùLoar Liammoù diavaezLoarAdplanedennDouar (planedenn)DouesIo (loarenn)Koskoriad an HeolTre ha lanvYaou (planedenn)

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Enez Terc'h (Plougerne)NorvegiaElizabeth FosterJohn RamboBerrySmith & WessonYezhoù indezeuropekCill Chaoi2001Cristiano RonaldoFetichegezh ar brennidSlava UkrainiKernewek KemmynSarpedon (mab Laodameia)AostraliaPierre de CoubertinArnold SchwarzeneggerGwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 20012005LevenezDomitília de Castro e Canto MeloMichelle Obama2011ISO 4217Enez VarkerListenn glok kodoù ISO 639-1PoloniaBrazilHugo ChávezHanternoz IwerzhonJekoRatcha-Letchc'houmi ha Khvemo SvanethiKastiz ar marvGrazSaoznegSenegalAostriaC++Lorenzo di CrediProviñsoù ha tiriadoù KanadaMarcus Tullius CiceroWikipedia e brezhonegBengaluruAliceProviñs CremonaRoll an droourien vrezhonek hag al levrioù troet gantoGamma (lizherenn)Landeda2020Pariz5 MeurzhKutaisiCharles DarwinAngela DavisPañvrid-ar-BeskontOadvezh Heisei1947Aozadur ar Feur-emglev Norzh-AtlantelStadoù-Unanet AmerikaGaeltachtAnkoùShanghaiUNESCOOrson WellesBandenn GazaMilena Jesenská🡆 More