Eritrea

Eritrea (amhareg: ኤርትራ ʾĒrtrā hag arabeg: إريتريا Iritriyya diwar ar geuzeg: ኤርትራ ʾĒrtrā) zo ur vro e biz Afrika.

Harzoù he deus gant Soudan er c’hornôg, Etiopia er c’hreisteiz ha Djibouti er gevred. . En em astenn a ra Eritrea a-hed ar Mor Ruz, a-dal da Arabia Saoudat ha Yemen.

ሃገረ ኤርትራ Hagärä Ertra
دولة إرتريا 
Dawla Iritriyya

Stad Eritrea
Banniel Eritrea
Banniel
Ger-stur : n’eus ket
Kan broadel: Ertra, Ertra, Ertra
Lec'hiadur Eritrea
Lec'hiadur Eritrea
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Asmara


15°20′N 38°55′R

Yezh(où) ofisiel tigrigneg, arabeg ha saozneg 1
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Isaias Afewerki
Dizalc'h diouzh Etiopia 
 - de facto 24 a viz Mae 1991 
Gorread
 - Hollad 117 600 km² (100vet)
 - Dour (%) dister
Poblañs
 - istimadur Gouere 2005 4 401 000 ()
 - niveradeg 2002 4 298 269
 - Stankter 37/km² (165vet)
Moneiz Nakfa (ERN)
Gwerzhid-eur (UTC+ 3)
 - Hañv (Eur hañv) (UTC+ 3)
Kod kenrouedad .er
Kod pellgomz +291
1 [1], [2].

Dont a ra anv ar vro eus ur ger gresianek a dalvez kement ha « ruz », abalamour da nested ar Mor Ruz. Bez’ ez eo Eritrea unan eus ar stadoù dizalc’h nevesañ zo er bed.

Trevadennet e voe Eritrea gant Italia adalek 1885. Ar Saozon a gemeras lec’h an Italianed e 1941, e-pad an Eil Brezel Bed. Goude ar brezel e voe unanet Eritrea hag Etiopia e stumm ur c’hevread. E-pad ar bloavezhioù 1960 e kroget ar stourm armet evit distagañ Eritrea diouzh Etiopia, ur stourm a badas 30 vloaz. Dont a reas ar brezel da benn e 1991, pa voe faezhet arme Etiopia gant stourmerien Eritrea. Daou vloaz war-lerc’h, e 1993, goude ur referendom e teuas Eritrea da vezañ ur stad dizalc’h.

Eritrea
Eritrea hag ar c'hêrioù pennañ

Div yezh ofisiel zo en Eritrea : an arabeg hag an tigrigneg. Yezhoù all a vez komzet er vro ouzhpenn, peogwir e kaver enni 9 fobl disheñvel. War dachenn ar relijionoù ez eo an islam hag ar gristeniezh an div relijion bennañ.

Istor

Unan eus an hominidae koshañ, marteze ul liamm etre Homo erectus hag un Homo sapiens kozh a oa bet kavet e Buya gant un ergerzheg italian. Koshoc'h eget ur milion bloavezh e vefe bet

Melestradur

Eritrea 
Regions of Eritrea

Disrannet eo Eritrea e c'hwec'h rannvro (zobas). Pep rannvro a zo disrannet e meur a vann. Heuliañ a ra harzoù ar rannvroioù re ar c'helc'hiadoù dourlec'hiadurel, ar pezh a ro tro da beb gouarnamant lec'hel da velestrañ al labour-douar en un doare efedus.


No. Rannvro 5ዞባ) Bann (ንኡስ ዞባ}
1 Maekel
(ዞባ ማእከል)
Berikh, Ghala-Nefhi, Semienawi Mibraq, Serejaka, Debubawi Mibraq, Semienawi Mi'erab, Debubawi Mi'erab
2 Debub
(ዞባ ደቡብ)
Adi Keyh, Adi Quala, Areza, Debarwa, Dekemhare, Mai Ayni, Mai Mne, Mendefera, Segeneiti, Senafe, Tserona
3 Gash-Barka
(ዞባ ጋሽ ባርካ)
Agordat, Barentu, Dghe, Forto, Gogne, Haykota, Logo-Anseba, Mensura, Mogolo, Molki, Guluj, Shambuko, Tesseney, La'elay Gash
4 Anseba
(ዞባ ዓንሰባ)
Adi Tekelezan, Asmat, Elabered, Geleb, Hagaz, Halhal, Habero, Keren City, Kerkebet, Sel'a
5 Semenawi Keyih Bahri
(ዞባ ሰሜናዊ ቀይሕ ባሕሪ)
Afabet, Dahlak, Ghel'alo, Foro, Ghinda, Karura, Massawa, Nakfa, She'eb
6 Debubawi Keyih Bahri
(ዞባ ደቡባዊ ቀይሕ ባሕሪ)
Are'eta, Kreiz-Dankalia,Su-Dankalia, Assab
Eritrea 

Daveoù



Eritrea 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.


Tags:

AfrikaAmharegArabegArabia SaoudatDjiboutiEtiopiaGeuzegMor RuzSoudanYemen

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

TsitakismosZapotekeg ZanizaBrezel yenLondrezEdwardsEmma WatsonFrizeg an norzhBeate SturmAourMoskovKanton PlouhaEvnArabegDienn1866PekariBro-C'hallMarie-Antoinette AostriaBuhezskridWashington, D.C.EkoreizhiadFungiHeskenneg brasKrehenDied alkoolek1878Eadweard Muybridge1616PianoYaou (deiz)KhersonSonerezhInizi GallYezh daspegelAr GroazigArc'hantKelc'h An DaelAzeriAr Gozh-KorleCharlez II (Bro-Saoz)DyfrdwyPenélope CruzRaoul SalanTired etre div lizherennMandragonHungariaKomorezHouad (evn)VLC media player1añ EbrelEtiopiaEnez SesambreFord Motor CompanyStadoù ar PabJonathan Banks1998ChouaditegBloavezhioù 190ToullgorferezhDouar (planedenn)My Hero AcademiaTiegezhJapanAi vist lo lopBizantion (keoded)🡆 More