Azen

Azen eo an anv a vez graet eus ul loen pevarzroadek ha bronnek kar d'ar c'hezeg.


Azen
Azen
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Perissodactyla
Kerentiad : Equidae
Genad : Equus
Anv skiantel
Equus asinus
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh
AzenAzenAzen
e tenn ar pennad-mañ.

Azenez a vez graet eus ar barez.

Doñvaet eo bet an ezen gant Henegiptiz, met gouennoù ezen gouez zo en Afrika hag en Azia.

O neuz

Diwar-benn an ezen e c'haller lavarout:

  • int bihanoc'h eget ar c'hezeg ;
  • eo hiroc'h o divskouarn ;
  • eo troet o daoulagad war-zu pezh zo dirazo, pa n'eo ket gwir evit ar c'hezeg ;
  • eo louet o blevenn dre vras, nemet o c'hof hag o min, ha tro-dro o daoulagad a zo gwenn.

Gouennoù zo a zo du o blevenn (azen Berry), pe gell (azen Poatev), pe gwenn (azen Egipt). War ar re louet e weler ur groaz du, anvet « kroaz sant Andrev ».

Livioù etre louet ha gell zo d'ar gouennoù gouez, gell-ruz zoken a-wechoù (kiang Tibet).

Azen 
Azen Sancho Panza .

Gouennoù disheñvel

Dre o neuzioù disheñvel (penn, blev, gouzoug, pavioù) e reer ar c'hemm etre ar gouennoù:

Diwar an ezen doñv ez eus deuet gouennoù gouez en Aostralia hag en Amerika .

Ur spesad albinos a zo ivez en enez Asinara er-maez da gornôg Sardinia.

En Gall

Seizh gouenn zo anavezet gant Ministrerezh al Labour-Douar gall hag ar Marchosioù Broadel gall.

  • azen Poatev,
  • azen Berry
Azen 
Un azen Grand Noir du Berry
  • azen Kotentin
  • an azen norman
  • azen Provañs
  • azen ar Pireneoù
  • azen ar Bourbonnais

Gouennañ

E galleg e vez graet baudet eus ne vern pe azen-gouennañ, ouzhpenn azen Poatev, anvet e galleg "baudet du Poitou" (fr:baudet du Poitou).

Etre 12 ha 13 miz e vez an azenez o tougen, ouzhpennik a-wechoù. Un tamm muioc'h evit ar gazeg eta (etre 10 ha 12 miz).

Talvoudegezh an ezen

Azen 
Kouer e Kappadokia gant e azen

Pell amzer e voe implijet an ezen doñvaet evel ar c'hezeg, rak nebeutoc'h e kouste o magañ, hag e broioù zo e vez graet «kezeg ar re baour» anezho. Ouzhpenn-se e c'hall an azen krapat gant diribinoù, se zo kaoz e veze implijet er menezioù ha war zouaroù meinek.

Laezh

Al laezh azen (azenezed, kentoc'h) a zo damheñvel e berzhioù ouzh hini ar maouezed.

Kig

E Provañs e vez graet silzig sec'h gant kig azen.

Sotoni

Lakaet eo bet an azen da sot dre ma n'eo ket ul loen ken sentus hag ar marc'h. Kavout a ra d'e zifennerien eo dousoc'h ha speredkoc'h avat, hag e fell dezhañ kompren a-raok sentiñ. War evezh e vez atav, ha setu perak eo diogeloc'h e gerzhed er menezioù.

Ezen brudet

Azen 
An tad Frédé hag e azen Lolo, lesanvet Boronali, dirak kabared al Lapin Agile.
Azen 
Coucher de soleil sur l'Adriatique, pennoberenn Boronali, er Salon des Indépendants e 1911.
  • An Azen Aour e romant latin Apuleus
  • Azen ar gontadenn Kroc'hen Azen, gant Charles Perrault
  • Azen Buridan
  • Aliboron, anv an azen e meur a fablenn gant Jean de La Fontaine
  • Boronali, anv savet diwar Aliboron, anv arzour an azen Lolo, a livas un daolenn gant e lost, hag a c'hounezas ur priz en ur saloñs e Pariz er bloavezhioù 1900
  • Cadichon, azen ar romant gallek Mémoires d'un âne gant kontez Ségur
  • Modestine, azenez Stevenson
  • Platero, el levr "Platero y yo", gant Juan Ramón Jiménez, priz Nobel al Lennegezh
  • an azen Trotig, e levrioù ha fiñvdresadennoù evit bugale
  • an azen Balthazar, er film gallek Au hasard Balthazar gant Bresson
  • an azen Culotte, er romant gallek L'Ane Culotte, gant Henri Bosco.

Troiennoù

  • Azen gornek! kunujenn
  • Taol troad an azen. Diwar un droienn c'hallek deuet eus unan eus Fablennoù Jean de La Fontaine, Ar Leon aet da vout kozh, savet diwar ur fablenn gant Phaedrus. Arouez an dreitouriezh.

Lavaredoù

    Bezañ evel azen Lizilour,
    Ha ne boanie na gant taolioù bazh na dre gomzoù flour.

Krennlavaroù

  • Azen dre natur ne oar ket lenn e skritur.
  • An hini a lavar e oar pep tra A ziskouez eo an azenañ.
  • Un azen bev zo gwelloc’h eget daou varc’h marv.

Hag ivez

  • Asinus asinum fricat a zo daou azen o'n em lipat. Jakez Riou, An Ti Satanazet. Frazenn meneget gantañ diwar ul levr-skol latin, hag ur bomm brezhonek da zegas ur glotenn.
  • Moulpenn, lesanv an azen hervez Fablennoù Jean de La Fontaine, troet gant Yves Louis Marie Combeau ha Daniel Doujet (notennoù, pajenn 506).

Arz


Azen 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Liammoù

Sellit ouzh ar ger azen er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Tags:

Azen O neuzAzen Gouennoù disheñvelAzen GouennañAzen Talvoudegezh an ezenAzen LaezhAzen SotoniAzen Ezen brudetAzen TroiennoùAzen LavaredoùAzen Hag ivezAzenBronnek

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Rick RiordanAnatol ar BrazSkinwel niverel douarel22 EbrelGopr hollvedel1866Korf hag Ene (stirad skinwel)Getaria (Lapurdi)GwarellegezhKavan-tourHolloueziadurRemiTro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2007HamburgLu Impalaeriezh JapanGiovanni Battista TorrigliaIsabel Sofía PicónKaliforniaWikeriadurTuniziaNerzhioù armet ar Stadoù-UnanetVLC media playerKevandirNobody Knows You When You're Down and Out21 GwengoloAreg ijinennPolinezia C'hallIranBarrennig-stagañLesley-Ann BrandtISO 639-3Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-UnanetBreizhMojenn an AnkouEvn-preizhPolitiker1801TiegezhMícheál Ó CoileáinRequin ChagrinBack to the Future2 C'hwevrerAzeriSkol-veur OxfordRevrfouzherezhKmereg1añ EbrelWales InteractiveStadAgrigentoBronnBloavezhioù 190Kensonenn diweuz dre dostaatKrikedSaint-Aubin (Norzh)Kanton Sin-le-NobleTiTomVictoria de Las TunasSitting BullMarksouriezh-leninouriezhBrezhonegAvank🡆 More