Meurzh (Mars e latin) eo pevare planedenn sistem an Heol hag an eil vihanañ goude Merc'her.
Meurzh zo dezhi div loarenn : Deimos ha Phobos.
Meurzh | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Skeudenn : sontenn Viking 1 Orbiter | |||||||
Doareennoù orbitel | |||||||
skin krenn | 227 936 637 km 1,523 662 31 ua | ||||||
Trohed orbitel | 1,429 Tm 9,553 ua | ||||||
Ezkreizegezh an orbitenn | 0,093 412 33 | ||||||
Periodenn revolusion siderel | 686,9601 d 1 a 321 d 17,04 h | ||||||
Periodenn sinodek | 779,9643 d | ||||||
Tizh orbitel krenn | 24,077 km/s | ||||||
Anklinadur | 1,850 61° | ||||||
Loarioù naturel | 2, Phobos Deimos | ||||||
Doareennoù fizikel | |||||||
Diametr kehederel | 6 804,9 km | ||||||
Diametr polel | 6 754,8 km | ||||||
Platadur | 0,007 36 | ||||||
Gorread | 1,448 x 108 km² | ||||||
Volum | 1,638 x 1011 km³ | ||||||
Mas | 6,4185 x 1023 kg | ||||||
Mas volumek krenn | 3,934 x 103 kg/m³ | ||||||
Gravitadur war-c’horre | 3,69 m/s² | ||||||
Tizh achap | 5,027 km/s | ||||||
Periodenn droiel | 1,025 957 d 24,622 962 h | ||||||
Tizh troiel (war ar c’heheder) | 868,22 km/h | ||||||
Anklinadur an ahel | 25,19° | ||||||
Albedo | 0,15 | ||||||
Temperadur war-c’horre |
| ||||||
Doareennoù an atmosferenn | |||||||
Gwask atmosferek | 0,7-0,9 kPa | ||||||
Dioksidenn garbon | 95,32 % | ||||||
nitrogen | 2,7 % | ||||||
Argon | 1,6 % | ||||||
oksigen | 0,13 % | ||||||
Monoksidenn garbon | 0,07 % | ||||||
Aezhenn dour | 0,03 % | ||||||
Neon Kripton Ksenon Ozon Metan | eskennoù |
Abalamour d’he liv ruz e oa bet roet dezhi, da vare an Henamzer, anv doue gresian ar brezel Ares, ha goude hini e bar roman Mars. Hirie an deiz e vez graet "ar blanedenn ruz" anezhi ivez.
Simbol astronomek Meurzh zo ur c’helc’h gant ur saezh troet etrezek ar biz (♂), skeudenn skoed ha speg an doue.
Ar rakger areo- a ra dave da Vars da skouer : areokroazier, areologiezh...
Dont a ra he liv damruz eus an oksidenn houarn a zo e mineralioù he douar. Talvezout a ra he gorread kement hag ur c’hard eus hini an Douar hag he mas kement hag un dekvedenn eus hini an Douar. N’eus mor ebet warni, ar pezh a laka anezhi da gaout kazimant ar memes gorread a zouaroù sec’h ha gorread douaroù divor an Douar.
Mars zo dezhi div loarenn, Phobos ha Deimos : bihan int o-div gant furmoù direoliek ; moarvat ec’h int asteroidoù bet trapet gant ar blanedenn.
Div dogenn bolel he deus, graet gant dour skorn ha dioksidenn garbon.
Bez’ he deus ivez menezioù-tan evel Olympus Mons, Arsia Mons, Ascraeus Mons, Pavonis Mons, Elysium Mons, Albor Tholus, Hecates Tholus hag all. Ar menez Olympus (Olympus Mons), 27 km uhelder a-us da live etre ar blanedenn, eo an uhelañ menez anavezet e sistem an Heol.
Tanav-tre eo atmosferenn Meurzh : n’eus ken nemet 7,5 millibar a wask aer war gorre ar blanedenn, da geñveriañ gant 1 013 millibar war an Douar. En hec'h atmosferenn ez eus 95% a zioksidenn garbon, 2,7% a nitrogen, 1,6% a argon hag eskennoù aezhenn dour (0,3%) hag oksigen (0,13%). Nevez ’zo he deus detektet ar sontenn european Mars Express metan en atmosferenn ar blanedenn. Ar gaz-mañ en em gav e zonennoù el lec’h ma kaver ivez muioc’h a aezhenn dour : gallout a rafe bezañ sin un doare buhez dindan gorre Meurzh.
A-drugarez d’ar misionoù difurchal ec’h anavezer mat a-walc’h kartografiezh Mars. Doareet eo gant pezhioù torosennadurioù : diskouez a reont ez eus un aktivelezh volkanek hag e oa dour gwechall war ar blanedenn.
Kalz a gemm zo etre an div hemisferenn : an hini norzh zo an darn vrasañ diouti dindan live etre ar gorre, nemet ur bladenn uhel-tre anvet Tharsis ; a-gontrelfed, an hini su zo he douaroù uheloc’h eget al live etre. Neuze, ma vije terraformet Meurzh dre adkrouiñ morioù, e vefe ur pezh mell mor en hemisferenn norzh, gant ar bladenn Tharsis evel douar diveuz ; an hemisferenn su a vefe-hi ur c’hevandir bras.
Evezhiet 'z eus bet ivez kaniennoù ledan ha don (ispisialamant Valles Marineris), ganet diwar aktivelezh tektonikel Meuzh. E 2005 ez eus bet evezhiet gant ar sontenn Mars Global Surveyor kemmoù war ar gorre ha na oa ket dioute en 2002, evel rigolennoù ha roudoù reier diruilhet a-hed ur run. Gallout a rafe ar cheñchamantoù-se dont diwar grenamantoù Meurzh. Sinoù zo, evel gouelezennoù hag aspadennoù aodoù ha stêrioù dour disec’het, hag a ziskouez ez eus bet kalz dour hag un aktivelezh hidrologel a-bouez war Veurzh. N’ouvezer ket petra eo deuet an dour-se da vezañ : gallout a rafe bezañ trapet en togennoù polel, e-barzh an douar ; moarvat ivez ez eo diaazehennet er spas rak tanav eo an atmosferenn ha kalz disteroc’h eo ar gravitadur eget hini an Douar.
Koskoriad an Heol |
---|
Planedennoù : Merc'her • Gwener • Douar • Meurzh • Yaou • Sadorn • Ouran • Neizhan |
Korrblanedennoù : Ceres • Ploudon & C'haron • Eris – Makemake – Haumea — Quaoar |
Loarennoù pennañ : Loar • Phobos • Deimos • Io • Europa • Ganymede • Callisto • Titan • Titania • Triton |
Traoù all : Heol • Gourizad asteroidennoù • Stered-lostek • Gourizad Kuiper • Koumoulennad Oort • Disk strewet |
Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol |
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Meurzh (planedenn), which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.