Genver · | C'hwevrer · | Meurzh · | Ebrel · | Mae · | Mezheven · | Gouere · | Eost · | Gwengolo · | Here · | Du · | Kerzu |
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An eizhvet miz eus ar bloaz eo en deiziadur gregorian, hag an eil miz, war-lerc'h Gouere, a zo en hañv penn-da-benn. Un deiz ha tregont zo ennañ.
Gwechall e oa miz labour an eost. Kalz a dud a soñj gante eo ar miz tommañ eus ar bloaz, pa'z eo miz Gouere hervez ar stadegoù.
En hantervoul norzh an Douar e klot gant miz C'hwevrer en hantervoul su.
Dont a ra an anv eus hini an impalaer roman Augustus (Aogust e brezhoneg). Er bloavezh 8 kent JK e voe lakaet gantañ un deiz ouzhpenn er miz, tennet digant C'hwevrer, evit ma vije kement-ha-kement a zeizioù e miz Eost hag e miz Gouhere, miz Julius Caesar, e ziagentour e penn gouarnamant Roma.En e raok, en deiziadur roman, e oa ar c'hwec'hvet miz, anvet sextilis diwar sextus, "c'hwec'hvet". Kregiñ a rae ar bloaz e miz Meurzh abaoe 750 kent JK, en amzer kentañ roue Roma, Romulus.An eizhvet miz e teuas da vezañ pa voe ouzhpennet Genver ha C'hwevrer e penn-kentañ ar bloaz en amzer ar roue Numa Pompilius war-dro 700 kent JK, pe pa voe tennet ar mizioù-se eus dibenn ar bloaz d'o lakaat en deroù gant an decemviri, war-dro 450 kent JK ; dizemglev a oa etre ar skrivagnerien roman war ar poent-se.Roet e voe anv an impalaer Augustus e 8 kent JK abalamour ma c'hoarvezas meur a zarvoud a bouez en e vuhez er miz-se, evel trec'h Alexandria.
Eus augustus e teu ar gerioù:
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Eost, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.