Nicole Kidman
e Cannes e 2001 | |
Anv ofisiel | Nicole Mary Kidman |
---|---|
Ganedigezh | 20 a viz Mezheven 1967 |
Broadelezh | Aostralia Stadoù-Unanet |
Micher(ioù) | Aktourez |
Filmoù brudet | Prête à tout Eyes Wide Shut Moulin Rouge ! Les Autres The Hours Dogville Retour à Cold Mountain L'Interprète Australia |
Pried(où) | Tom Cruise (1990-2001) Keith Urban (2006-) |
Internet | http://www.nkidman.com |
Priz(ioù) | Oscar ar gwellañ aktourez e 2002 |
Nicole Mary Kidman (ganet d'an 20 a viz Mezheven 1967 e Honolulu) a zo un aktourez hag ur ganerez aostralian hag amerikan war an dro.
Bet eo o teskiñ he micher en Actors Studio e New York. Lakaet e oa bet war ar renk evit kaout an Oscar evel gwellañ aktourez e 2001 evit roll Satine er film Moulin Rouge !. Koulskoude eo bloaz goude, e 2002, e ya ar maout ganti evit he roll er film The Hours. Bet he deus ivez Golden Globe ar gwellañ aktourez teir gwech.
Dimezet eo bet gant an aktour Tom Cruise etre 1990 ha 2001. Ar c'houblad en deus advugelet ur plac'h hag ur paotr, Isabella ha Connor oc'h anvioù-bihan.
An enor he deus bet da gaout ur sterenn war an Hollywood Walk of Fame d'an 13 a viz Genver 2003.
Skoazellet he deus ar politikour demokrat John Kerry pa oa war ar renk evit bezañ Prezidant ar Stadoù-Unanet e 2004. Roet he deus arc'hant evit arc'hantaouiñ ar c'houlzad.
Dimeziñ a reas e Sydney gant ar c'haner country Keith Urban d'ar 25 a viz Mezheven 2006. D'an oad a 39 bloaz e oa an aktourez paeet ar muiañ e Hollywood. Gounit a ra tro-dro 17 milion a zollaroù dre film.
Embannet en deus David Thomson, ur filmvarner amerikan brudet, ul levr diwar he fenn.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Nicole Kidman, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.