pajennoù Da Nullañ

Goulenn ouzh ar verourien
Diverkañ raktal
Kemmoù war ur bajenn bet gwarezet
Kendeuziñ istor 2 bajenn
Gwareziñ ur bajenn
Adenvel pajennoù
Adsevel pajennoù bet diverket
Gwiriañ ul labour evit ur bot

Amañ e c'heller kinnig ma vo diverket pajennoù a vo nullet gant ar verourien. Evit kaout roll ar verourien, klikit amañ.

Evit lakaat nullañ war ar prim pajennoù faziek-sklaer, da skouer evit titloù faziek, implijit an daolenn a-zehou ha klikit war Diverkañ raktal. A-hend-all, enskrivit anv ar pennad a-is.

Gallout a rit goulenn ouzh ar verourien seveniñ obererezhioù all ivez. Sellit ouzh an daolenn a-zehou.

Gallout a reer kavout an dielloù eno

Abegoù da nullañ

Meur a abeg a c'hall bezañ da c'houlenn ma vo nullet ur pennad :

  • pajennadoù ha n'emaint ket e brezhoneg (ma ne vez ket resisaet warno emeur o treiñ anezho)
  • pajennoù goullo (ma n'eo ket resisaet warno emeur o sevel anezho)
  • pajennoù didalvoud a-grenn (unan all resisoc'h pe glokoc'h a zo bet savet)
  • pajennoù doubl (div bajenn dezho titloù disheñvel evit an hevelep tra)
  • pajennoù a zo ur fazi anat en titl anezho (fazioù splann, fazi bizskrivañ, fazi e doare-skrivañ un anv divoutin, fazi yezhadur, ger ijinet ha savet fall, fazi a-enep reolennoù Wikipedia ...)

Evezhiadenn a-bouez: kalz eus ar pajennoù a vez goulennet diverkañ zo pennadoù hag a c'haller treiñ aes en un adkas e gwirionez, ha mat pell zo. Soñjit e kement-se a-raok goulenn ma vo diverket ur bajenn.

pajennoù Da Nullañ

{{WP:SI/Notenn:Goulennoù bet respontet dezho}

Temoù LGBT el lennegezh

N’eus nemet titloù hep displegadenn ebet eus an abeg da venegiñ levr pe levr. Da wellaat pe da ziverkañ. Huñvreüs (kaozeal) 25 Kzu 2023 da 08:20 (UTC)[respont]

Yezhoù n’eus ket anezho

Er wiki saoznek eo bet diverket pajennoù a-zivout meur a yezh peogwir n’eus ket eus ar yezhoù-mañ (roll klok). Amañ e kaver, da nebeutañ, rouneg ha kaokeg. D’am soñj e tlefemp diverkañ anezho. Alioù, mar plij ? Huñvreüs (kaozeal) 3 Du 2023 da 10:02 (UTC)[respont]

Roll an 10 c'hoarier echedoù gwellañ ag ar bed, Roll an 10 c'hoarierez echedoù gwellañ ag ar bed, Rummad:An 10 c'hoarier echedoù gwellañ ag ar bed, ha Rummad:An 10 c'hoarierez echedoù gwellañ ag ar bed

N’eo ket bet kempennet abaoe 2011 (!). @Kadbzh ha Dakbzh: Servijoù zo evit traoù eus ar seurt-se (2700chess…). Huñvreüs (kaozeal) 20 Kzu 2023 da 18:00 (UTC)[respont]

Rugby strobet

Sport « hengounel » krouet er bloavezhioù 80 (??). Ne gavan mann ebet, pe dost, diwar e benn. Huñvreüs (kaozeal) 6 Gou 2023 da 18:16 (UTC)[respont]

Roll an anvioù-badez brezhonek a zo un dildenn enno

Hervez peder fennaenn ar Wikipedia eo Wikipedia un holloueziadur. N’anavezan holloueziadur ebet a vefe rolloù eus ar seurt-se ennañ. Ur roll anvioù-badez brezhonek zo, n’eus nemet klask ennañ evit kavout ar re a zo un dildenn enno. Huñvreüs (kaozeal) 25 Gen 2024 da 07:36 (UTC)[respont]

    Ur goulenn a gaver er genrouedad bep tro ma sav reuz gant an "ñ" e-kreiz un anv-badez. Talvoudus eo neuze. Marteze e vefe talvoudusoc'h c'hoazh er wiki gallek! Da c'hortoz, e c'hall chom en hon yezh. ArzhPleuzal (kaozeal) 26 Gen 2024 da 09:45 (UTC)[respont]
      Ur soñj vat eo, klask krouiñ ur pennad eus ar seurt-se er wiki gallek (ha gant anvioù-badez e n’eus forzh pe yezh) hag e weli penaos e vo degemeret. Da lavarout eo, hervez reolennoù diazez pep wiki. Huñvreüs (kaozeal) 26 Gen 2024 da 11:12 (UTC)[respont]
        Ar reolenn a anavezemp betek-hen amañ (hag er wikioù kembraek, katalanek hag euskarek ivez diouzh hon eus gwelet abaoe bloavezhioù, rak emren eo ar wikipediaoù betek-hen) a oa pennadoù brezhonek savet er wiki brezhonek gant tud ar gumuniezh vrezhonek evit ezhommoù ar gumuniezh vrezhonek (ur gumuniezh vrezhonek a zo difennet gant an Ofis, HA n'eus ket anezhi er wiki gallek evel-just). A-hend-all, e-lec'h distruj danvez holloueziadurel, evel ma seblant bezañ ar pal bremañ, e c'hallfe bezañ ul lodenn eus ar pennad db an anvioù-badez brezhonek, gant ma vefe aes da gavout evit an dud a ziavaez, a zo kalz niverusoc'h eget kenlabourerien ar wiki brezhonek-mañ, ha zoken an holl IPoù o vale. ArzhPleuzal (kaozeal) 26 Gen 2024 da 13:15 (UTC)[respont]

ArzhPleuzal (kaozeal) 26 Gen 2024 da 13:15 (UTC)[respont]

an Dasson

Ar pennadoù db niverennoù eus an Dasson n'emañ ket o lec'h amañ. Beurleudiskobol (kaozeal) 23 Ebr 2023 da 09:59 (UTC)[respont]

Les faits sont têtus

Ha traoù all, pe re all, zo pennek ivez. N’eus abeg ebet , war-bouez adlakaat danvez bet tennet hervez diviz ar gumuniezh. Huñvreüs (kaozeal) 7 Gou 2023 da 17:59 (UTC)[respont]

Ur pennad diwar-benn un anv meneget ur wech hepken hervez a welan (gwelet ivez: Wikipedia:Menegit ho taveoù), hag ouzhpenn-se, en ul levr kinniget gant an embanner evel un dastumad fent. Danvez ebet evit Wikipedia, neuze. Ur pennad a c’hellfe bezañ aozet er Wikeriadur avat. Huñvreüs (kaozeal) 21 Gen 2024 da 16:08 (UTC)[respont]

    Ur pennad db un anv lec'h Efrog/Evrog. Marteze eo gwelloc'h lakaat ar pennad dindan an anv kembraek, pa ne blij ket an anv brezhonek er wikipedia brezhonek? ArzhPleuzal (kaozeal) 21 Gen 2024 da 17:37 (UTC)[respont]
    N’on ket evit kas ma ali war-raok hep derc’hel kont eus hini ar re all.
    Alioù all a vo kavet amañ
    • Evit Evrog, ne gredan ket e c'hellfe bezañ degemeret e brezhoneg. --Ch. Rogel 4 Ebr 2006 da 22:23 (UTC)
    • N'eo ket ar c'hoantoù nag an implij personel a gont. Peseurt stummoù a zo en implij e brezhoneg ? Pa selaouer abadennoù skinwel pe skingomz, pa lenner pennadoù er c'helaouennoù brezhonek, petra a gaver ? 1) New York ; 2) Orleañs Nevez. Daveennoù : pennadoù diwar-benn ar Stadoù Unanet gant F. Kervella (Al Liamm, Damsell war istor Stadoù Unanet an Amerik), Paol ar Meur (Bremañ, Al Lanv, Pobl Vreizh), Yves Miossec (Brud Nevez), Youenn Gwernig... Daoust ha lenn a reer, e diavaez Wikipedia, traoù evel Nevez Orleañs, Nevez York pe Evrog Nevez ? --Llydawr 7 Ebr 2006 da 16:46 (UTC)
    hag amañ
    • N'emaomp ket en ur geriadur, met en un holloueziadur. N'eus abeg ebet da gaout ur pennad "Evrog Nevez". Benoni (Kaozeadenn) 10 Gwe 2007 da 10:11 (UTC)
    • "New York" eo ar stumm nemetañ testeniet e brezhoneg (nemet ma teufe a-benn unan bennak da reiñ daveoùy kontrol resis evel-just) ha gant ar stumm "New York" e vez graet ivez gant TES (n'eo ket ul lezenn mont da heul skouer TES, evel-just, met ne welan ket perak ober e mod all war ar c'hraf resis-mañ). Neal (Kaozeal) 12 Gwe 2007 da 10:39 (UTC)
    • A-du emaon gant Neal. Da'm soñj e ve a-walc'h lakaat un notenn er pennad New-York, evit menegiñ gerdarzh an anv ha skouer ar yezhoù all, dre ma ne vez ket implijet stank an anv brezhonek-se daoust dezhañ da vezañ kerkoulz hag un all. --Kadwalan 12 Gwe 2007 da 13:58 (UTC)
    hag amañ
    • unan hag a gont eo ret ober gant "Evrog Nevez" evit ober anv eus New York […] --Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Gen 2014 da 23:35 (UTC)
    C’hwec’h kenlabourer (hep kontañ ac’hanon) o deus embannet bezañ a-enep an implij eus ar ger-mañ, ha war-bouez ar vargodenn-mañ hag honnezh, n’am eus kavet implijer ebet a vije bet a-du (ne lavaran ket em bije lennet ar wiki a-bezh, laouen e vin o tegemer menegoù a-du ma vije anezho). Evel ma skriv ArzhPleuzal, hag a gendalc’h gant ar ger-mañ e-unan, E-touez Peder fennaenn ar wikipedia : Doujañs ha resped evit an implijerion·ezed all. Ul labour a-stroll eo ar wikipedia ha ret eo doujañ da savboentoù ar re all, ... . Re wir. Goulenn a ran outañ doujañ da savboent ar c’hwec’h implijer meneget a-us, neuze. Huñvreüs (kaozeal) 26 Gen 2024 da 23:04 (UTC)[respont]

Anvioù-tud e Buhez ar Sent ha Anvioù-lec'hioù e Buhez ar Sent

Ma vefe un dra bennak talvoudus e erbedfen lakaat anezhañ e Buhez ar Sent, met ne welan ket petra. Huñvreüs (kaozeal) 7 C'hwe 2024 da 19:24 (UTC)[respont]

Anvioù-lec'hioù en "kêr" en Euz

Nann-holloueziadurel. Huñvreüs (kaozeal) 7 C'hwe 2024 da 19:24 (UTC)[respont]

Antonio Guijarro Morales

Livour a seblant divrud. Huñvreüs (kaozeal) 12 C'hwe 2024 da 16:44 (UTC)[respont]

Felipe González a-enep Adolfo Suárez

Taolenn a seblant divrud, ha n’eo ket embannet ar skeudenn hervez doareoù-implijout frank. Huñvreüs (kaozeal) 12 C'hwe 2024 da 16:44 (UTC)[respont]

Les échecs auront mis fin à son règne

Taolenn a seblant divrud, ha n’eo ket embannet ar skeudenn hervez doareoù-implijout frank. Huñvreüs (kaozeal) 12 C'hwe 2024 da 16:44 (UTC)[respont]

Rummad:Loreidi Priz Sac'harov

Goullo. Ur Rummad:Loreidi ar Priz Sac'harov zo. --Llydawr (kaozeal) 22 C'hwe 2024 da 17:36 (UTC)[respont]

Rummad:Douoaroniezh Djibouti

Vi-koukoug. Ur Rummad:Douaroniezh Djibouti zo. --Llydawr (kaozeal) 3 Ebr 2024 da 17:40 (UTC)[respont]

pajennoù Da Nullañ

Wiki: RA/Notenn:Goulennoù distaolet

pajennoù Da Nullañ

Wiki: RA/Notenn:Goulennoù war studi

Rummad:Arme

Goullo. Ur Rummad:Luioù zo.--Arko (kaozeal) 27 C'hwe 2020 da 20:59 (UTC)[respont]

Ali on ivez da skrivañ armeoù--Kadwalan (kaozeal) 17 Mae 2022 da 22:42 (UTC)[respont]

Rummad:Mezegiezh ha Rummad:Medisinerezh

Ha neuze Rummad:Mezeien ha Rummad:Medisinered, hag all.--Arko (kaozeal) 29 Meu 2020 da 16:24 (UTC)[respont]

pajennoù Da Nullañ

Wiki: RA/Notenn:Goulennoù d'ober war o zro

Da ziverkañ mar-plij rak ur pennad "Stad" a zo dija Dishual (kaozeal) 18 Her 2023 da 19:18 (UTC)[respont]

    Un tammig luziet eo an traoù evit ar pennad-mañ. Alioù all, mar plij ? Huñvreüs (kaozeal) 3 Du 2023 da 10:13 (UTC)[respont]
      Gwelloc'h e kavan ober gant riez eget ober gant Stad a zo lies e sterioù er yezhoù latin. Gant riez e teu meizad ar souveraineté hag deveradurioù riek ha riegezh, riezel, riegezhel hag all. Ma vez sellet ouzh diorroadur ar skiantoù politikel e c'hellfe bezañ kalz kenderc'hus. Diwar ar wrizienn *reg e teu evel lat. regio, regere, rex. Tost eo da ri (henbr.) = roue. Ur riez a voe eus dugelezh Breizh er Grennamzer.
      A-hent-all krouet e voe ar pennad riez ur bloaz a-raok ar pennad Stad. Marteze ganin, met n'on ket sur. Ch. Rogel (kaozeal) 22 Kzu 2023 da 21:57 (UTC)[respont]
        Mat eo goulenn alioù an dud, pe e seblantje luziet pe ne vije ket. Riez n'implijan ket, neuze e tremenfen aes hep ar pennad-se, met mat e vije gouzout piv er wikipedia a ra gantañ. Lakaomp ar gelennerien istor. Ma vez kelennet "stad" en ur c'hlas divyezhek, ha ma n'haller ket kavout ar ger er wikipedia, eo aesoc'h tremen hep ar wikipedia brezhonek. Se eo ar pal? ArzhPleuzal (kaozeal) 26 Gen 2024 da 13:25 (UTC)[respont]

Ur vaketenn eo, n’eo ket bet embannet. Gallout a ra an endalc’h bezañ treuzkaset da bennad Tri Bleiz Die. Huñvreüs (kaozeal) 1 C'hwe 2024 da 11:03 (UTC)[respont]

Tags:

pajennoù Da Nullañ Abegoù da nullañpajennoù Da Nullañ Goulennoù bet respontet dezhopajennoù Da Nullañ Goulennoù distaoletpajennoù Da Nullañ Goulennoù war studipajennoù Da Nullañ Goulennoù dober war o zropajennoù Da Nullañ

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Aleksei NavalnyAbrakadabraTiranterezh speredelWorld Wide WebIvanka TrumpEmflourañSmolenskJohn CassellDeiziadur gregorianEcuadorFacebookMarylandJules GrosQuod erat demonstrandumKenvasturberezhRico vacilónRepublik Demokratel KongoPlaymateRoll dañsoù BreizhEmvod ar Gelted en OriantMuqdishoCristiano RonaldoHebeiIvon KrogKastell-Nevez-ar-FaouMell-droadTuba SkinnyPod-mezennFellasionPlourac'hUTCISO 42173 DuIwan CouéeJakartaReizhiad unanennoù etrebroadelUpsilonLizherenneg etrebroadel AFNASkritur tsalagiekEpsilon (lizherenn)MorzerStlennvonGeorge Orwell2024 e BreizhBrown BessAr SalKantonegAziaYnys EnlliIsabel Sofía PicónBrezel-bed kentañGwendolineIranMoukThe Great DictatorISO 8601Telenn Remengol🡆 More