skoazell

Ouzhpenn degas kemmoù e pennadoù zo, e c'haller ivez sevel pennadoù nevez hag adframmañ ar pennadoù bet savet abretoc'h en ur adenvel anezho pe en ur ziverkañ anezho.

Pajenn skoazell raktres ar Wikipedia brezhonek eo ar pennad-mañ.
Enni e kavot liammoù war-du rubrikennoù a bep seurt.
Mar sav goulennoù ennoc'h ez eus chañsoù mat e c'hallot kavout ur respont dezho war hor
Foar ar goulennoù
emañ enni ar respontoù d'ar goulennoù boutinañ.

Degemer mat

    Degemer an dud nevez
    Hetiñ a reomp deoc'h un degemer a-feson war Wiki Brezhoneg.
    Kammedoù kentañ
    Aze ez eus un nebeud kuzulioù krak-ha-berr evit stagañ ganti ha kaout un tañva kentañ gant mont en-dro Wiki Brezhoneg.
    Poull-traezh
    Pa viot o vont dre ar skoazell ho po c'hoant, sur a-walc'h, da lakaat e pleustr ar pezh a vez displeget deoc'h. Evit se eo bet ijinet ar poull-traezh. Testit ennañ kement tra a dremen dre ho spered.

Diwar-benn Wikipedia

    Diwar-benn Wiki
    Dizoloit berr-ha-berr petra eo Wikipedia, an istor anezhañ, penaos ez a en-dro, hag all.
    Ar pezh n'eo ket Wiki
    Dizoloit ivez ar pezh n'eo ket Wikipedia hag ar pezh na gavot ket amañ neuze.
    Gwirioù-eilañ
    Tu gwiraouel Wiki Brezhoneg.
    Deizlevr Wikipedia e brezhoneg
    War ar bajenn-se e c'hallot heuliañ araokadennoù ar raktres abaoe m'eo bet lañset en hor yezh.
    Respontoù d'an abegoù boas
    Un nebeud respontoù d'ar goulennoù a c'hall sevel ennoc'h diwar-benn ar fed m'eo digor Wikipedia d'an holl verdeerien.
    Luc'haj en implij war Wiki
    Moarvat e kavot war o hent gerioù un tamm "iskis" an neuz anezho; evit gouzout an dalvoudegezh anezho e c'hallit mont da sellet ouzh ar pennad a denn d'al luc'haj en implij gant ar Wikipedourien.
    Dezverkoù degemer ar pennadoù
    Ur bajenn zo displeget warni pere eo ar pennadoù a c'haller degemer e Wiki Brezhoneg.

Furchal Wikipedia

    Kavout pennadoù
    Aze e kavot an holl doareoù disheñvel da gavout pennadoù war Wiki Brezhoneg.
    Klask ur bajenn gant al lusker enklask
    Alies-kaer n'haller ket mont war-eeun d'ar pennad a glasker. Ret eo seveniñ un enklask. War ar bajenn-se e kavot an holl doareoù talvoudus evit ma vo frouezhus hoc'h enklask.

C'hoant kemer perzh zo ganin

Deroù

    Kont implijer
    Daoust ma n'eo ket ret bezañ krouet ur gont evit kemer perzh e Wikipedia ez eo spletus evit an den krouiñ unan. Sellit penaos krouiñ ho kont.
    Penndibaboù implijer
    Bremañ p'eo bet krouet ho kont ganeoc'h e c'hallit cheñch ar penndibaboù anezhi evit ma vo muioc'h diouzhoc'h.
    Sturlevr - Kregiñ gant Wikipedia
    Un tamm levr-heñchañ a gavot ennañ kement titour hoc'h eus ezhomm evit gouzout penaos kregiñ da gemer perzh e Wikipedia (pennaennoù, kemmañ ur bajenn, ereadur diazez...).

Ereadur

    Ereadur Wiki
    Tra gaer eo kemmañ pajennoù, met kalz gwelloc'h eo pa ouzer penaos. Emaoc'h war-nes dizoleiñ an ereadur da vezañ implijet war pajennoù Wiki Brezhoneg. Ne vo ket kavet aze holl an tammoù ereadur a c'haller ober ganto, dreist-holl evit krouiñ taolennoù, enklozañ skeudennoù... met liammoù a vo war-du ar pajennoù m'emañ displeget pep tra dre ar munud.
    Liammañ pennadoù kenetrezo
    Un holloueziadur mat zo un holloueziadur ma c'haller tremen aes-tre eus an eil pennad d'egile. Setu perak eo ret, pa grouit pennadoù, soñjal lakaat liammoù enno war-du pennadoù all en holloueziadur.
    Krouiñ taolennoù
    Dizaliet eo, e Wikipedia, krouiñ taolennoù en ur implijout an HTML. Ur c'hod a-ratozh evit ar Wiki zo evit krouiñ taolennoù.
    Formulennoù TeX
    Gant TeX, ez eus tu da grouiñ formulennoù jedoniel a-feson ha brav-kenañ.

Implijout skeudennoù, sonioù, videoioù

    Penaos eilañ ur skeudenn war ar servijer
    Evel n'haller ket implijout skeudennoù n'int ket bet pellgarget en a-raok war Wikipedia eo pouezus gouzout penaos en em gemer evit ar pellgargañ (pe enkargañ en degouezh). Setu ar pezh a vez displeget amañ ma heuilhit al liamm.
    Penaos embreger ur skeudenn
    Goude ar skrid eo ar skeudennoù an titouroù implijetañ war Wiki Brezhoneg. Skeudennaouet eo ar pennadoù ganto dre ul luc'hskeudenn pe ur chema. Deskit penaos enklozañ skeudennoù.
    Krouiñ ur skeudennaoueg
    Mar fell deoc'h lakaat ur strobad skeudennoù n'eo ket dav deoc'h krouiñ un daolenn evit klenkañ anezho. Un diskoulm eeun-tre a ginnig deoc'h ereadurezh ar Wiki.
    Penaos enklozañ ur restr son
    Tu zo, da skouer, da enklozañ ur restr son evit lakaat dizoleiñ kan broadel bro pe vro.
    Selaou sonioù
    Mard eo mat kinnig restroù son eo brav bezañ gouest da glevet anezho ivez. Setu aze un dibab meziantoù a c'hallot selaou ar restroù-se a-drugarez dezho.
    Sellet ouzh videoioù
    N'eus ket nemeur a videoioù e Wiki Brezhoneg. M'en em gavit gant unan avat e c'hallot kaout c'hoant da sellet outañ. Displeget eo deoc'h penaos dre ar munud.

Mont pelloc'h ganti

    Penaos sevel ur bajenn nevez
    Ha degaset hoc'h eus kemmoù e meur a bennad ? Ha seblantout a ra deoc'h ez eus mankoù en holloueziadur war tachennoù zo ? Na chomit ket da dermal ha krouit pennadoù niverus. Amañ e kavot dre ar munud an doare da grouiñ ur pennad nevez.
    Penaos adenvel ur bajenn
    C'hoarvezout a ra, pa vez krouet pennadoù, e teufe an titl bet dibabet evito da vezañ kudennek pe amzere. Posupl eo cheñch anv ar pennadoù.
    Penaos diverkañ ur bajenn
    A-wechoù e vez ret diverkañ ur bajenn bet krouet war an holloueziadur. Da skouer m'eo aet ur vandal bennak da grouiñ unan gant un titl kunujennus, pe ur bajenn bet krouet dre fazi; Diverket e vo ar bajenn. A-hend-all e vo kavet gwelloc'h adenvel anezhi pe sevel un adkas.

Evit ar re arroutet muioc'h

    Liamm etreyezhoù
    Wikioù all zo e yezhoù disheñvel-bras. Evit ma c'hallfe ul lenner gellout mont betek ar pennadoù skrivet e yezhoù all e vez lakaet liammoù etreyezhoù. Evel-se ez eus tu da gavout titouroù all estreget ar re a gaver war ar pajennoù brezhonek. Sellit pegen aes eo degas liammoù gant yezhoù estren.
    Adkas
    Setu aze un doare mat da lakaat meur a bajenn da skeiñ war-du ur bajenn resis. Talvoudus-tre, evit ar berradurioù peurgetket.
    Liammoù diavaez
    E pennadoù zo eo talvoudus lakaat liammoù war-du lec'hiennoù dave all er-maez eus holloueziadur Wiki Brezhoneg.
    Digejañ pennadoù
    Gallout a ra danvezioù disheñvel-mik kaout an hevelep anv. Da skouer Merc'her (planedenn), Merc'her (deiz) ha Merc'her (doue). Kuit da veskañ pep tra e vez krouet ur bajenn hollek Merc'her anvet "Pajenn heñvelstumm".

Patromoù

    Implijout ar patromoù
    Implijit patromoù bep tro ma santit an ezhomm d'en ober. Pa vo degaset ur c'hemm bennak er patrom e talvezo ar c'hemm evit an holl bajennoù a ra gant ar patrom-se. Evel-se e vo reizhpoell ha kinniget brav ho pennadoù.
    sevel ur raktres nevez
    Goude ur pennad amzer tremenet war Wikipedia ho po c'hoant, marteze, da lañsañ ur raktres zo pouezus evidoc'h. Bezañ e-unan evit lakaat pennadoù da emdreiñ a c'hall bezañ ur bec'h re vras avat. Evit ma teufe ur gumuniezh vihan d'ho harpañ e c'hallit krouiñ ur raktres ; aesoc'h e vo deoc'h en em glevet ha termeniñ pere eo ar pennadoù da vezañ skrivet.

Porched

    Kavout e hent etre ar seurt pajennoù disheñvel zo er raktres
    Ma'z oc'h dedennet gant gouzout penaos eo aozet Wikipedia, sellit ouzh ar bajenn-mañ war an Esaouennoù anv. Teknikel a-walc'h eo.

An emglevioù

Graet e vez emglevioù eus ar reolennoù bet dibabet gant ar gumuniezh. Peurliesañ eo bet diazezet an emglev dre ur vot. Er Wikipedia brezhonek n'eus ket bet diazezet kalz a emglevioù c'hoazh.

Stumm ar pennadoù

    Reizhskrivadur
    Kalz plijusoc'h eo lenn pennadoù difazi.
    Tiredoù
    Arabat implijout re a livioù er pennadoù
    Brav eo lakaat livioù... arabat lakaat re avat rak diaesaat a ra al lenn.

Tunioù ha plegoù talvoudus

    Tunioù ha plegoù
    Penaos degas boued er pennadoù hep re a boan
    Arabat termal !
    Greomp war-dro hor moc'h bihan

Skoazell dematek

    Skridaozañ pennadoù ar c'hêrioù (pe hini ur geoded pe ur gumun vihan)
    Kuzulioù hag erbedadennoù evit ar pennadoù Istor

Kumuniezh

    Kaozeal
    Roll keneskemm
    Kemer divizoù
    Perzhidi
    Hanteriñ ha kuzul hanteriñ
    pa vez tabutoù grevus etre perzhidi zo.
    Skoazell:Raktresoù Wikipedia

Evit ar re gozh

Degemer ar re nevez

    Kemennadenn degemer
    Plijus eo atav d'an den resev un degemer c'hwek a-berzh ur wikipedour all. Na dermit ket neuze ha degemerit ar re nevez en ur lakaat ar c'hemennadennoù-se war pajenn Ma c'haozeadennoù an implijerien nevez.
    Arabat sailhañ ouzh ar re nevez
    Deraouidi zo bet eus an holl ac'hanomp ha kement hini en deus bet graet fazioù. Mat eo diskouez pasianted eta ha displegañ an traoù en un doare sioul.

Staliañ Wikipedia

    Staliañ ar meziant
    N'eo nemet ar penn-kentañ. N'eus, evit ar mare, tamm teul klok ebet a zisplegfe penaos staliañ Wikipedia war e urzhiataer.
    Rekedoù SQL

Liammoù talvoudus

    Ar voest ostilhoù
    Kavout a reot war ar bajenn-se kement hag a c'hallfec'h kaout ezhomm.

Sevel ur goulenn

Ma chom c'hoazh tra pe dra amskler ganeoc'h goude bezañ lennet an holl bajennoù skoazell e c'halllit atav mont da welet kostez Skoazell:Goulenn un dra bennak.


Setu c'hwi degouezhet e dibenn ar bajenn Skoazell. N'eo ket echu ho tro gant Wikipedia evit kelo-se avat. Kalz traoù a vo diskoachet ganeoc'h en amzer da zont c'hoazh, sur ha n'eo ket marteze. Spi hon eus e vo bet talvoudus ar bajenn-mañ deoc'h. Klaskit dont en-dro war Wikipedia an aliesañ ar gwellañ evit ma kendalc'ho ar raktres stroll dispar-mañ da vezañ ur raktres dave evit gouiziegezh Mab-den hag evit mad ar brezhoneg war un dro.

Tags:

skoazell Degemer matskoazell Diwar-benn Wikipediaskoazell Reolennoùskoazell Choant kemer perzh zo ganinskoazell Tunioù ha plegoù talvoudusskoazell Skoazell dematekskoazell Kumuniezhskoazell Evit ar re gozhskoazell Staliañ Wikipediaskoazell Liammoù talvoudusskoazell Sevel ur goulennskoazell

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

EuropaLos TecolinesSodomiezhEnergiezh nevezadusParizIXvet kantvedReunigMorilhon bihan586769UtahReinhard HeydrichKleopatra VIIMediaWikiMerc'herDouar (planedenn)LloronaLumbresRocca SusellaMohammedRoumaniaTroazhañKelc'h An DaelScottish BordersNagorno-Karabac'hTe480Henc'hresDeiziadur juluanManchesterFulenn (kanaouenn)Gopr hollvedel421SaoznegConnecticutGIMPRoll ar c'hanoù broadelPoblañsAnvioù-badez iwerzhonekFloruitRusiaKoumoulMartin ScorseseAlbrecht DürerArdamezeg familhoù BreizhLezenn JanteVogalennBarrennig-stagañPleg-mor GineaAfonso de AlbuquerqueBBCWonder NineGwidelGokkunTraduttore, traditoreEncyclopædia BritannicaListenn livourien Ofisoù FirenzeTim Berners-LeeArondisamant Sant-NazerRouantelezh-UnanetKenrouedadMóstolesFinnegHarellerezh skolClaudine Loquen🡆 More