Volodimir Zelenskiy

Volodymyr Oleksandrovych Zelensky ganet d'ar 25 a viz Genver 1978, zo ur politikour, skrivagner senario, aktour, fentigellour ha prezidant dilennet ukrainian.

Dilennet e oa bet goude dilennadegoù prezidant Ukraina 2019.

Volodimir Zelenskiy
Volodymyr Zelensky (2023)

A-raok mont gant hent ar politikerezh, Zelensky a oa bet diplomet war ar Gwir ha krouet en devoa un embregerezh produiñ, Kvartal 95. An embregerezh a brodue filmoù, tresadennoù-bev hag abadennoù ha stiradoù skinwel fent. Kvartal en deus bet krouet dreist-holl ar stirad skinwel Servijour ar Bobl, lec'h ma weler Zelensky o c'hoari ur c'helenner istor aet da vezañ prezidant Ukraina. Ar stirad skinwel zo bet skignet etre 2015 ha 2019. Ur strollad politikel gant ar memes anv a oa bet krouet e miz Meurzh 2018 gant implijidi eus an embregerezh Kvartal 95.

Zelensky en doa disklêriet ez aje war ar renk evel danvez prezidant d'an 31 a viz Kerzu 2018. C'hwec'h miz goude, Zelensky a embanne ofisiel e oa danvez prezdiant, bez e oa dija unan eus an danvez prezidanted harpet ar muiañ er vro hervez ar sontadegoù. Zelensky a zo bet trec'h e-pad dilennadegoù prezidant 2019 Ukraina gant ouzhpenn 73% eus ar votoù. Trec'het garv eo bet ar prezidant kozh Petro Poroshenko.

Tags:

197825 a viz GenverUkraina

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Brezel YenGlaouer (evn)Ceres (korrblanedenn)Black metalCarles PuigdemontEnez Ozac'hKangourouDarempred rev13 GenverRouantelezh-UnanetDniproC'hoari videoNaouegezh artifisielCarolineInternational Board on Books for Young PeopleÉdith PiafIstorKroatiaNeolitikKembreTalbenn ar Reter (Eil Brezel-bed)Enez Ozhac'h1973Sea Shepherd Conservation SocietyMell-droadAmzer (meteorologiezh)Huai'anTsongegLenn ComoMarokoAngkor WatLândiaBroioù keltiekBogotáPark Geun-hyeReddite ergo quæ Cæsaris sunt Cæsari et quæ Dei sunt DeoChomlec’h IPGeorge MichaelTierniezh MingDonald TuskBradley Cooper4 GwengoloEdmond JouhaudNovritschJohn RamboDenez PrigentKanariezSuafrikaGwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 200129 KerzuAloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022Milena JesenskáUnaniezh EuropaNicolás MaduroPrezidant RusiaReinhard HeydrichGoogleTan-gwallYemenMarmouz (loen)2009Bloavezhioù 1530Gopr hollvedel3 MaeBeg ar vronnGouarnamant🡆 More