Street Fighter

Street Fighter (ストリートファイター Sutorīto Faitā), berraet en SF pe スト (Suto), zo un heuliad c'hoarioù video sevenet ha gwerzhet gant Capcom.

Ar c'hentañ hini en heuliad a voe embannet e 1987, heuliet gant pemp all, gant un toullad c'hoarioù all kemmesk gant frañchizoù all. Ouhzpenn-se e voe savet tresadennoù-bev, filmoù. Ar c'hoari a raio ar muiañ a verzh a voe embannet e 1991 hag a oa Street Fighter II. Chomet eo diazez ar c'hoari evel patrom d'ar re memes doare. Street Fighter zo ur frañchiz en deus graet berzh bras hag a gendalc'h hiziv-an-deiz c'hoazh.

Street Fighter
Street Fighter
heuliad c'hoarioù video
Anv er yezh a orinストリートファイター Kemmañ
Labour da-heulStreet Fighter: The Legend of Chun-Li, Street Fighter Kemmañ
Tachennfighting game Kemmañ
Ti-embannCapcom Kemmañ
Bro orinJapan Kemmañ
Deiziad embann12 Eos 1987 Kemmañ
Hollved faltaziekStreet Fighter universe Kemmañ
Roll an tudennoùlist of Street Fighter characters Kemmañ
DiorroerCapcom Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.streetfighter.com/ Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.digitalfoundry.net/video-game-franchises/street-fighter Kemmañ
Street Fighter
Logo kozh an heuliad Street Fighter

Istor

    Street Fighter (1987)

Street Fighter, treset gant Takashi Nishiyama ha Hiroshi Matsumoto, a oa bet embannet e 1987. Er c'hoari-se, ar c'hoarier a zo an dudenn Ryu un emganner a zoare. Kemer a ra perzh en ur c'horgad bedel arzoù emgannañ. Pemp bro a zo gant 10 enebour an holl. Un eil c'hoarier a c'hell kemer perzh pa fell dezhañ o kemer an dudenn enebour da Ryu, ar stadunanat Ken.

Ar c'hoarier a c'hell seveniñ tri doare dagadenn, pep hini o vezañ disheñvel a-fed nerzh ha primded. Teir dagadenn ispisial a zo ivez: an Hadouken, Shoryuken, hag an Tatsumaki Senpukyaku. An holl dagadennoù a zo sevenet gant ar c'hoarier hervez ar bontonoù implijet asambles.

Street Fighter a zo bet lakaet da embann war urzhiataer ha savennoù brudet ar mare. E 1988, e oa ebt embannet war ar goñsolenn NEC Avenue TurboGrafx-CD gant an anv Fighting Street. Street Fighter a zo bet ouzhpennet d'an dastumadenn Capcom Classics Collection: Remixed war PlayStation hezoug hag ivez evit Capcom Classics Collection Vol. 2 for war PlayStation 2 hag Xbox.

Tags:

1987Capcom

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Kleopatra VIISmolenskKengerBiz (roud-avel)CalgaryO povo unido jamais será vencidoRico vacilónCamelusFiabe italianeKlorDiorrenAerlestrTsahalDaouzek labour AsteriksYnys Enlli3 DuBreizhOblast (Rusia)EmflourañFellasionHouplin-AncoisneTounBrezhonegLândiaToullañ pod ar vezennAn Erge-VrasLiechtensteinGoogleKuzul Sevenadurel BreizhMededKampionezed bedel echedoùTunizCristiano RonaldoKravatenn noterRoll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroùChomlec’h IPSesto CalendeEosten HippoAdrien BrodyTiegezhUTCMell-droadIslam chiitMoudennHergéTalvoudennHugh MacDiarmidCascading Style SheetsFetichegezh ar brennidKanariezWikiLeaksIsabel Sofía PicónIsraelLucy AardenKunilingusHTMLKanadaGwikommFerdinando Iañ NaplezPlourac'hRepublik KoreaAristoteles🡆 More