Samieg: Familh yezhoù

Ur skourr eus ar yezhoù finnek-ougrek eo ar yezhoù samiek pe lappek (samieg: sámegiella) komzet gant tro-dro da 20 000 den en holl e lec'hioù zo eus Norvegia, Sveden, Finland ha Rusia.

Yezh pobl ar Sámied an hini eo.

Samieg: Rannyezhoù, Statud ar yezh, Doareoù-skrivañ

Rannyezhoù

Isrannet e vez ar yezhoù samiek e daou vloc'had pennañ, enne meur a rannyezh:

Samieg: Rannyezhoù, Statud ar yezh, Doareoù-skrivañ 
Takad ar rannyezhoù samiek pennañ

E lec'hioù zo ez eo posupl kompren ar rannyezhoù komzet e takadoù stok-ha-stok, met seul belloc'h ez eer seul vrasoc'h e vez an diforc'h etre ar rannyezhoù betek ma ne zeuer ket a-benn d'o c'hompren. Diaes eo evit an dud a gomz rannyezhoù eus ur bloc'had kompren tud all hag a ra gant yezhoù eus ar bloc'had all.

Statud ar yezh

Disheñvel eo statud ar yezh hervez ar vro ma vez komzet:

  • Norvegia: Yezh ofisiel eo ar samieg en un nebeud kêrioù (Kautokeino, Karasjok, Kåfjord, Nesseby, Sør-Varanger ha Tana). Hervez Bonreizh Norvegia, Mellad 110a (miz Ebrel 1988) e rank ar Stad gwareziñ ha kas ar samieg war-raok.
  • Finland: Yezh ofisiel eo ar samieg en un nebeud kêrioù (Enontekiö, Inari, Sodankylä ha Utsjoki) abaoe 2003.

Hervez al Lezenn diwar-benn ar samieg (1991) e c'heller implijout ar samieg evit mont e darempred gant melestradurezh ar gouarnamant.

  • Sveden: Abaoe ar 1añ a viz Ebrel 2002 ez eo deuet ar samieg da vezañ unan eus ar pemp yezh vinorelaet anavezet ez-ofisiel gant ar Stad. Bez' e c'heller ober gant ar samieg pa'z eer e darempred gant servijoù publik un nebeud kêrioù (Arjeplog, Gällivare, Jokkmokk ha Kiruna).

Doareoù-skrivañ

Krouet ez eus bet meur a zoare-skrivañ unvan pe get evit ar samieg hervez al lec'h ma vez komzet:

    * Samieg an norzh: skritur unvan krouet e 1948 hag adwelet evit ar wech diwezhañ e 1985.
    * Samieg lule: skritur unvan gant un nebeud lizherennoù ispisial, d.s. Ń (ng)
    * Samieg ar su: skrivet hervez reolennoù an norvegeg (æ, ø) pe ar svedeg (ä, ö) gant lizherennoù ispisial ouzhpenn.

Liammoù diavaez

Tags:

Samieg RannyezhoùSamieg Statud ar yezhSamieg Doareoù-skrivañSamieg Liammoù diavaezSamiegFinlandNorvegiaRusiaSvedenYezhoù finnek-ougrek

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

André OllivroKerien1200Kanton GraubündenEnez TristanAbel OmnesTêtes à claquesGouereBakteri13 EbrelPellgehenterezhioùRodiomMec'hiko3 a viz EbrelProgramIdentelezhLinadJesiTKanadaTeknologiezhYezhoù alamanek izelLizherenneg fonetek etrebroadelUTCSingapour1879A (kirillek)EgiptSant-GlennBig BangBrezhonegJustin (istorour)FeskennKostaerezRecife6 a viz C'hwevrerDegemerImpalaeriezh trevadennel SpagnTuniziaSTEN (pistolenn-vindrailher)KembraegOrdnance QF 25-pounderÁguilaWikiLaouenanDleEmsavblishmentTurkiaAmazoniaFellasionRoll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroù1228SvedenCronMilinerA Bug's LifeIzelvroeg1943StragonGarbedennyezhoù tibetek-burmekAtomTurkmenegBrezel Sina ha Japan (1937-1945)MezopotamiaFosaSamba Em PrelúdioLondrezLaura Gemser🡆 More