Ruggero Iañ Sikilia

Roger de Hauteville, pe Ruggero Iañ Sikilia (italianeg : Ruggero d'Altavilla ; latin : Rogerius de Altavilla), ganet war-dro 1030, marvet d'an 22 a viz mezheven 1101, a oa kentañ kont norman Sikilia en XIvet kantved.

Entre 1061 ha 1091 e vrezelias gant e vreur Robert Guiscard a-enep muzulmaned Sikilia, ken na aloubjont an enez penn-da-benn, ma voe savet ganto Rouantelezh Sikilia.

Ruggero Iañ Sikilia
Ruggero Iañ Sikilia

En sínod Melfi e miz Eost 1059 e voe kurunennet Roberto Guiscardo, gant ar pab Nikolaz II, evel Dug Apulia, Calabria ha Sikilia,[1] hag en broudas da genderc'hel da aloubiñ douaroù Bizantion.

En 1072, goude kemeret Palermo, e voe anvet Ruggero, gant e vreur, da gont Sikilia.

Dimezioù ha bugale

Ruggero Iañ Sikilia 
Skoed Altavilla

Bugale en doe a-raok e eured kentañ:

    • ar bastard Giordano (1055c.-1092), a varvas a-raok e dad.
    • e eil mab, Guglielmo, n'ouzer ket ha ganet e oa pe e-maez priedelezh, pe gant e wreg kentañ, pe e eil.
    • Goffredo, bastard ivez marteze, a voe roet kontelezh Ragusa dezhañ.
  • E bried kentañ e oa Giuditta d'Evreux: (1050 - 1076); nemet merc'hed n'en doe diganti:
    • Flandina, dimezet div wech;
      • da Ugone di Circea (pe Jersey), Iañ kont Paternò (+ 1075),
      • da Enrico del Vasto, breur da Adelaide del Vasto, e capostipite, hervez Mugnos eus an tiegezh Mazzarino
    • Matilde (+ a-raok 1094), dimezet div wech;,
    • Adelisa (+ a-raok 1096), dimezet e 1083 da Enrico, kont Monte Sant'Angelo;
    • Emma (war-dro 1070 - 1120), a dlee dimeziñ da Fulup Iañ, roue Bro-C'hall, met pan erruas er vro e klevas e oa dimezet dija; div wech e timezas:
      • Guglielmo (+ 1136), kont Alvernia
      • Rodolfo Maccabeo, kont Montescaglioso.
  • Addimeziñ a reas da Eremburga di Mortain: (marvet e 1087), priénsez norman ha merc'h da Gwilherm, kont Mortain (moarvat Gwilherm Warlenc); ha bugale dezho:
    • Malgerio (1080 c. - 1100 circa), kont Troina
    • Muriella, dimezet da Giosberto di Lucy
    • Costanza (1082 - post 1135), dimezet da 1095 Corrado re d'Italia, figlio dell'imperatore Enrico IV
    • Busilla (Felicia) (+ 1102), dimezet da Colomanno roue Hungaria;
    • Giuditta, dimezet da Roberto Iañ Bassavilla
  • Addimeziñ a reas e 1087 da Adelaide del Vasto, pe Adelasia (1074 - 1118), un nizez da Bonifacio, eus an tiegezh Aleramici, markizien Monferrato; ha dezho bugale :
    • Simone (1093 - 1105), kont Sikilia;
    • Matilde, dimezet da Rainulfo Alife;
    • Ruggero (1095 - 1154), da gentañ kont, ha goude Roue Sikilia war-lerc'h e dad;
    • Maximilla (+ post 1137,) dimezet da Ildebrando Aldobrandeschi

War e lerc'h

E vab Ruggero II a voe kont war e lerc'h ha kentañ roue Sikilia.

Pennad kar

Liammoù diavaez


Ruggero Iañ Sikilia 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

Ruggero Iañ Sikilia Dimezioù ha bugaleRuggero Iañ Sikilia War e lerchRuggero Iañ Sikilia Pennad karRuggero Iañ Sikilia Liammoù diavaezRuggero Iañ SikiliaRobert GuiscardRouantelezh SikiliaSikilia

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

CrunchyrollKlausen (Sutirol)XVIvet kantvedA (lizherenn)Edouarzh VIILesya UkrayinkaParáFelix SteinerMonokiniKenvasturberezh6 EostHigh Heel HomicideKeltiaArmeniaJekoAfghanistanBrevBeatrice d'AragonaAzerbaidjanBukkakeBahamasAostraliaMarco PauloYukonLagadTchadBlev-gaolOuzbekistanBibl1831OugandaNvidiaXXvet kantvedKant DevezhChesten MarchantKambodjaAna del CastilloIIIe kantvedAerouantEil brezel ar VoerenAaron PhypersKuomintang3 MezhevenMeurlarjezSinemaPenélope CruzIndoneziaRoll bannieloù BreizhGeorge Walker BushKronikennoù Plac'h nevez BreizhBerlengasAlamanegDigital rights managementArkeologiezhNaturBretonedCascading Style SheetsCollinesWikimediaBro-SkosRouantelezh-UnanetƐ178510 C'hwevrerKravatenn noterBrezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet🡆 More