Rouantelezh Kastilha

Kastilha zo bet ur rouantelezh er Grennamzer e hanternoz Spagn.

Da gentañ, en IXvet kantved, ne oa nemet ur gontelezh e Rouantelezh León. Dont a ra hec'h anv eus an niver bras a gastilli enni.

Rouantelezh Kastilha
Rouantelezh Kastilha en 1210
Rouantelezh Kastilha
Skoed adarmez rouantelezh Kastilha

E diwezh ar Grennamzer, e rene rouaned Kastilha eus pleg-mor Gwaskogn en norzh betek Andalouzia er su ha war al lodenn vrasañ eus kreiz al ledenez.

Kregiñ a reas ar Reconquista, en istor Bro-Spagn, gant stourm rouantelezh vihan Asturiez a ziazezas goude Kastilha diwar ar marzoù gounezet diwar-goust o enebour, bro zivent Al-Andalus, eizh vloaz goude aloubadeg an Arabed e 711.

Kastilha a oa da gentañ ur gontelezh dindan rouantelezh León, eus 850 da 1037, ur vro anvet Kastilha gozh bremañ. Chom a reas Kastilha dindan aotrouniezh rouaned Asturiez ha León etre an VIIIvet kantved ha 1037, pa oa savet Rouantelezh unanet Kastilha ha León gant Ferdinando I. E 1058 a loc'has un heuliad brezelioù a-enep ar Vaoured, hag e kemeras ar pezh a zeufe da vezañ Kastilha nevez (emgann Alarcos hag emgann la Navas de Tolosa).

Brasaat a reas ar rouantelezh dindan ren Alfoñs VI (1065-1109) hag Alfoñs VII (1126-1157). Dindan Alfoñs X e tiorroas buhez sevenadurel ar rouantelezh met ur prantad hir a stourmoù diabarzh a zeuas war-lerc'h. E 1469 e teraouas unvanidigezh rouantelezhioù Aragon ha Kastilha, ha da c'houde hini ledenez Bro-Spagn, gant eured Ferdinant II Aragon (roue Kastilha, Ferdinando V) hag Izabel I, rouanez Kastilha.

Pennadoù kar

Tags:

Kontelezh KastilhaKrennamzerRouantelezh LeónSpagn

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

1661NovritschRobin HobbGeorge IIRannvro BreizhTalierouriezhBrezel diabarzh Sina1999ColucheSaezhNoricumKourzhLeo VaradkarPlaza de soberaníaEvnDonald TrumpSydneyAostriaAr Pok (Toulouse-Lautrec)Kontelezh EssexPiemontegChatGPTProviñs PordenoneA PortuguesaM109 howitzerMenez AreParizAmsterdamSoukotFellasionUkrainaBrexitKeith HaringGwarezva Arabia ar SuBloavezhioù 2020Devnon1897AmpechToullañ beg ar vronnFrancisco FrancoHillary ClintonKesoueDivaskell BreizhNoazhdedRouantelezh-UnanetBloazTouche pas à mon poste !An OriantGustav II AdolfYezekael, roue DomnoneaTyne (Bro-Saoz)JapanLandregerBro-C'hallMetig Jakez-VargasDamh the BardYouTubeNormandi (rannvro)1671Sav-bronnoùKarr-tanPablo Picasso🡆 More