Ur strollad hard-rock eus Bro-Saoz eo Queen.
Freddie Mercury (kan), Brian May (gitar), Roger Taylor (taboulinoù) ha John Deacon (gitar boud) a oa an izili anezhañ.
Genidik eo ar strollad eus Londrez. Kroget e 1968 gant Brian May, Tim staffel ha Roger Taylor en ur strollad anvet Smile.
Freddie Mercury a oa anvet er mare mañ Farrokh Bulsara a zo er memes skol arz eget Tim Staffel (krouer ar strollad smile). Kuzuliañ a ra anezho war al leurenniñ.
Smile na deu ket a-benn d’ober berzh-vat, hag e 1970, Tim Staffel aet skuizh gant o c’huitadennoù a chom a sav gant ar strollad.
Farrokh Bulsara, eñ kennebeut ne deu ket a-benn da vezañ anavezet, erlec'hiañ a ra neuze Tim. Ar strollad-se kompozet gant Freddie, Brian May, Roger Taylor a vo anvet Queen. John Deacon a deuio ar bloavezh war-lerc'h. Goude 2 vloavezh labour eo embannet kentañ albom ar strollad, anvet eo Queen. Goude-se e krogomp da gemer muioc’h muiñ a amplet, beajiñ a reont kalz e Japon, er Stadoù-Unanet, e Mec’hiko. Plijet-tre eo an dud gant o c'hanaouennoù da skouer gant (a vo adkemeret evit himn arstrollad demokratel brazil), Don’t stop me now pe c’hoazh We are the Champions.
Freddie Mercury tapet gant un danijenn skevent a varv d’an oad a 45 bloaz d’ar 24 a viz Here 1991. Abaoe Brian May ha Roger Taylor o deus kendalc’het d’ober sonadegoù a garite a-enep d’ar Sida ha labourat o deus gant Brian Rodgers. Diouzh e du eo aet John Deacon, paouezet en deus gant ar sonerezh.
(5 a viz Gwengolo 1946, anv kentañ Farrokh Bulsara). Kaner ar strollad e oa hag al leader. Barrek e oa ivez evit seniñ piano. Tapet e oa e gorf gant ar Sida, mervel a ra diouzh un danijenn skevent d’ar 24 a viz Here 1991. Skeuliad sonioù e vouezh, da lâret eo an notennoù a zo etre an notenn izelañ hag hini uhellañ a c’hell Mercury kanañ, a zo hini un tenor. Ampart e oa war al leurenniñ hag un arwarzh bras en doa. Aon en doa chom e-unan. Desachet e oa gant ar rambre, ar gwiskamantoù istrogell.
(19 a viz Gouere 1947) Gitarour pennañ ar strollad eo ha gouzout a ra ivez kanañ ha seniñ piano. Savet en deus e-unan (gant sikour e dad) e gitar anvet Red Special.
(ganet d’an 19 a viz Eost 1951) Soner gitar bout e oa. Kompozet en deus un dousennad kanaouennoù. Empleget eo bet evit finañsiñ Queen hag evit merrañ ar strollad. E fin ar bloavezhioù 1990 e za Deacon war e leve.
(ganet d’ar 26 a viz Gouere 1949) Soner tempourez ha binviji skoidigezh eo. Kaner e c’hell bezañ. Kanañ a c’hell uhel-tre hag ur vouezh raouiet en deus.
Dibabet eo bet an anv-se peogwir eo un anv bihan, pompus ha diseven : Talvezout a ra Queen rouanez met ivez heñvelreizh el langaj saoz. Le logo de Queen, « Queen crest » e saozneg, a zo bet treset gant Mercury. El logo-mañ e vez kavet azonoù zodiak pevar ezel ar strollad. 2 leon evit Deacon ha Taylor, ur c’hrank evit May ha div gorriganez evit Mercury. Al lizherenn Q enni ur gurunenn a arouez Queen. An hollad a zo dindan ur fenis o tisplegañ e zivaskell.
Ar ganaouenn Don't stop me now a zo bet bet embannet en albom Jazz E miz Genver 1979.
Savet eo ar ganaouenn gant Mercury o seniñ piano, Roger o seniñ tempourez ha gitar bout gant John Deacon. Brian may a ra ur solo gitar nemetken peogwir ne blije ket dezhañ ar ganaouenn.
Freddie Mercury en deus savet ar ganaouenn a zo swing gant ul lusk leun a startijenn ha meulodius-tre. Mesket eo al luskoù, sioul eo an digoradur, hag a daol trumm e krog evit gwir ar ganaouenn. Muzuliet eo bet e un doare sutil perzh ar binvioù ambrougiñ ha hini al laz-kanañ ha krouet eo bet e-giz-se ur meskaj bourrus.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Queen (laz-seniñ), which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.