Ur frañchizenn media eo Pokémon krouet gant Satoshi Tajiri, krouer an heulienn c'hoari video dezhi ar memes anv embannet gant Nintendo.
Hervez ar statistikoù ofisiel roet e vefe bet gwerzhet 143 milion a c'hoarioù Pokémon. Ar c'hoari pokemon Ruz ha Glas en deus bet ar muiañ a verzh; prenet zo bet ouzhpenn 20 milion a skouerennoù ; ur rekord istorel evit ar pezh a sell ouzh gwerzh ar c'hoarioù video.
Bez e c'hell bezhañ kavet produoù pennañ Pokemon dindan stumm tresadennoù-bev, mangaoù, ha c'hoarioù kartoù. Er serienn tresadenn-bev ez eo Sacha Ketchum an aroz hag a zo heuliet e-kerzh e veaj e-lec'h ma klask pakout ar muiañ posupl a pokemon... Ar pezh e vez adkavet er c'hoarioù video. E pouezh sevenadurel a zo bet pouezhus-tre er broioù e lec'h ma'z eo bet silet ; Bro Japon, ar Stadoù Unanet, ha meur a broioù Europaat.
Er bed-se n'eus ket diouzh al loened real anavezet ; poblet eo ar blanededenn gant pokemoned, doareoù loened hag a c'hell dislonkañ tan (evel ar charizard), pe tredan (skouer pikachu). Bez e c'hellont bezhañ mekanikel (magnetit a zo unan anezho), pe memes bezañ frouez mab-den (evel mewtow)... Peurviañ e treuzvevont gant mab-den difreuz, met kudennoù a sav alies. Pep spesad pokemon en deus e anv : hennez a c'hell bezañ implijet kement evit kaozeal eus ur pokemon resis pe evit hollad ar spesad pokemon. Peuviañ ne c'hell ket ur pokemon lavar un dra all estreget e anv (met un doare yezh e chom, komprenus etre an holl pokemon), memes ma zo bet eus darvoudoù spesius e-lec'h ma'z eo bet desket yezh mab-den gant ur pokemon.
Pokemonoù zo, lavaret mojennek, a zo unanel en o spesad (evel-se ne vez nemet eus ur mew er bed-se).
Pep pokemon n'eus un doareen pe meur a hini, termenniñ a raio lod brasañ eus o doareoù-tagañ, ho kreñvderioù hag o gwañderioù e-keñver doarennoù all (aesoc'h e vo d'ur pokemon plantel gouzañv tagadennoù dourel eget reoù an tan da skouer). 17 Doareen disheñvel a zo, pep hini dezhañ gwañderioù ha kreñvderioù a-enep unan all.
Bez e c'hell ur pokemon cheñch doareen goude bezañ "dioroet", ma c'hell e spesad en ober. Ne c'hell ket ur pokemon dioroiñ muioc'h evit daou gwech. A-wechoù e c'hell choaz etre meur a dioroadur disheñvel (skouer evoli).
Dresourien pokemon 'zo a prient o pokemon d'ober emgannoù etrezo. Ar pokemonoù-se a zo peurviañ douget en o Poket Ball, seurt bolotennoù hag a c'hell degemer ur pokemon hepken (bihanaet eo neuze ar pokemon evit dont tre). Hunvre muiañ niver an dresourien (ha niverus int) a zo pakout an titl "mestr dresour" ; d'en ober e rankout dont a benn da pakour ur skouerenn an holl pokemon er bed... D'en ober e rankont treuziñ ar bro.
Ar matchoù pokemon a zo aozet etre daou dresour, ha paouezh a ra pa'z eo holl pokemon unan anezho KO. Peurviañ n'eus pokemon lazhet ebet, hag ar re lakaet KO a zo pareat e ospitalioù arbenikaet "kreizhennoù pokemon".
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Pokémon, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.