Poan-Benn

Poan-benn a vez graet eus ar boan a santer pe er penn pe er choug.

Kaout poan-benn alies a c'hell degas kudennoù darempredoù, kudennoù koubladoù ha kudennoù gant al labour. Bez' ez eus ivez ur riskl uheloc'h a ziwaskadennoù evit an dud tapet alies gant ar boan-benn.

Poan-Benn
Tresadenn mare Henegipt, penaos pareañ ar boan-benn
Poan-Benn
"Poan-benn", tresadenn farsus, 1819

Ar boan-benn a c'hell dont diwar meur a abeg, grevus pe get : ar skuizhder, an diouer a gousk, ar stres, an implij louzoù pe drammoù dudi, bilimadur ur viruz evel ur sifern, gloazadur ar penn, euvradur bliv boued pe evaj yen, kudennoù dent pe fri...
Meur a zoare renkadur a zo bet savet evit ar poan-benn, an hini anavezetañ o vezañ hini an International Headache Society ("Kevredigezh Etrebroadel ar Boan-benn").

Pennkaozioù

Muioc'h evit 200 doare poan-benn disheñvel a zo bet kavet gant ar skiantourien. Lod a zo dizañjer, padal lod all a laka ar vuhez en arvar. Evit kavout an doare pareañ efedusañ ez eo ret kaout un deskrivadenn resis eus ar poan-benn, furchadennoù neurologel ha, pa vez grevus, arnodoù medisinerezh donoc'h.

Lec'hioù

E Montroulez ez eus un Alez ar Boan-Benn, hag ur skol er straed-se anvet "skol ar Boan-Benn". Ur prioldi a oa eno gwechall, e chapel gouestlet da sant Iverzin, ur sant a oa brudet da bareañ ar boan-benn.

Notennoù


Poan-Benn 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

1984PludunoùWiki CommonsRoll ar melestradurezhioù o deus embannet timbroùKempervenTheodore KaczynskiWiki FoundationPekariWikimedia1929Pod-mezennNikolas VerronKoailh JapanTan-gwallKoreanegGwarellegezhHarvey WeinsteinMuzelloù brasCollinsZombie StrippersLedenez ItaliaBegelAbruzzoZapotekeg ZanizaNineteen Eighty-FourNobody Knows You When You're Down and OutOfiserien-Veur Dugelezh BreizhH. G. WellsLlandysulLienenn-gourzhTiegezhRouantelezh-UnanetDallasKareliaAziaHTMLGobiTsitakismosAlbertine von MontenuovoMícheál Ó CoileáinKevandirGlobal Positioning SystemDarempred revKanadaYaou (deiz)1194WikiBedreuziad COVID-19JudoStad Islamek♯brezhoneg (kelaouenn)ArzhMetrItaliaKmeregMarkdownLizherenneg fonetik etrebroadel19 MaeThe New York TimesAr MañsDollar ar Stadoù UnanetEl Niño1695Campephilus principalisKeuz (boued)Republik Soviedel HungariaFSBOblast PskovImpalaeriezh Gupta🡆 More