Mart Boutin

Kudenn ebet (LR/lc)

Mart boutin
Mart Boutin

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Mustelidae
Iskerentiad : Mustelinae
Genad : Martes
Anv skiantel
Martes martes
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh
Mart BoutinMart BoutinMart Boutin
e tenn ar pennad-mañ.

Ar mart boutin, pe mart ar pin, (Martes martes) a zo ur c'higdebrer bihan eus kerentiad ar mustelideged.

A-vent eo gant ur c'hazh. Muzuliañ a ra war-dro 53 cm gant ul lost blevek 25 cm ha pouezañ a ra war-dro 1,5 kg. Brasoc'h eo ar pared eget ar parezed. Gell eo e vlevenn ha stankoc'h e-pad ar goañv. Un tarch gwenn zo war e c'houzoug. Bihan ha ront eo e zivskouarn ha lemm e zent.

Bevañ a ra dreist-holl er c'hoadegoù. Annezañ a ra e gwez kleuz pe e strouezh. Skilfoù damguzh en deus, ar pezh a ro tro dezhañ da bignat aes er gwez ha da hemolc'hiñ enno. Ampart eo ivez evit kerzhet war an douar. Diouzh an noz ha da serr-noz e vez oberiant dreist-holl. Debriñ a ra bronneged bihan, evned, amprevaned, raned ha gagnoù. C'hoarvezout a ra ivez en em vagfe gant frouezh, vioù ha mel.

Merkañ a ra e dachennad dre lakaat e gaoc'h war an harzoù.

Hemolc'het eo gant an erer ha gant al louarn rous met dreist-holl gant an dud evit e greoñ priziet.

Gallout a ra bevañ 18 vloaz en ur gwarezva met war-dro 10 vloaz hepken en natur. E oad gour a dizh war-dro 2 pe 3 bloaz. E miz Meurzh pe Ebrel e vez ganet ar c'helin (etre 1 ha 5) goude un dougen ur miz. Pouezañ a reont 30 g hag ec'h eont er-maez eus o douarenn e miz Even hepken.


Liammoù diavaez

[1]

Tags:

Loen n'emañ ket en arvar

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

KatalanegProuad an houadKelc'h An DaelPludunoùGwipriKanton MachikoulAloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 2007Wiki-niWiki CommonsEtiopiaDimezelled LlangollenÆBlev-gaolReizhiad korvoiñMansour al-HallajOfiserien-Veur Dugelezh BreizhJorjiaRequin ChagrinIngria1724Lizherenneg semaforGiovanni Battista TorrigliaPaul Avril1998ISBNEvnSlovenegSkol-veur OxfordIRC1984FunkLienenn-gourzhBananezMeurvor AtlantelCouign-amannSquillaceAerouantErotegezhHispaniaBrezel YenSalt Lake CityFuzeennKleñvedNaonedKaoru YachigusaAvankTiegezhMank (evn)KazhPrusiaBloavezhioù 190Kanton OrchiesPoloniaKensonenn diweuz dre dostaatCollinsSaoznegBrezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-UnanetComic Bom BomDidone abbandonata (Albinoni)KmeregTan-gwallWiki FoundationKorf hag Ene (stirad skinwel)Jean LégerInizi GallChristian TroadecGouhinGouarnamant🡆 More