Ger-ha-ger e talvez mangaka (漫画家 e sinaeg mànhuàjiā) : frank-tresadenn-a-vicher da lavaret eo un tresour a-vicher arbennikaet war an tresadennoù frank.
Dre vras ez int tresourien mangaoù, ar bannoù-treset eus Japan.
Iskevrennad eus | aozer bannoù-treset |
---|---|
Tachenn obererezhioù | Manga (bannoù-treset) |
Anv er yezh a orin | 漫画家 |
Stad | Japan |
Tachenn vicherel | Manga (bannoù-treset) |
Stumm gourel an dikedenn | mangaká, مانغاكا, mangaka, mangaka |
Alies e c'houlenner ganto tresañ forzh pegement met ma ra berzh o mangaioù e c'hellont bezañ pinvidik-mor (uheloc'h e vez ar gwirioù-oberour eno eget en Europa). Brudet-tre e c'hellont bezañ ivez ma vez graet ur rumm skinwel diwar o manga.
Labourerien frank e vezont ha skoazellerien a vez ganto evit disammañ anezho eus al labour randonus. O red-micher a grog ganti da vat pa vezont skoazellet gant ur mangaka all just a-walc'h.
Diouzh urzh ar C'hornôg eo renket an anvioù roman padal eo renket an anvioù kanji diouzh an urzh japanat. Anvioù-pluenn eo ul lodenn vat anezho.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Mangaka, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.