Louis Beaufrère (Louis Martial Paul Beaufrère ; Kemperle, 1añ Gouere 1869 - Pondivi, 19 Gouere 1940) a oa ur c'hazetenner breizhat.
Breur e oa d'al livour Adolphe Beaufrère.
E dad kozh, Louis Antoine Eugène Beaufrère, a oa genidik eus Moissac e departamant al Lot.
Ren a reas ar gazetenn L'Union Agricole et Maritime, ur gazetenn krouet gant James de Kerjégu, eus 1893 betek 1912. Goude-se e renas kazetennoù all, La Côte d'Armor da gentañ, ha La République du Sud-Ouest e Dacs. Mont a reas da Bariz da c'houde ha krouiñ eno e 1923 La Bretagne à Paris, ur sizhunieg evit ar Vretoned divroet.
Daou vloaz goude krouidigezh La Bretagne à Paris e voe aozet gant Louis Beaufrère dilennadeg "dugez Bretoned Pariz", dilennet gant kevredigezhioù ar Fédération des Bretons de Paris. Kalzig a verzh a rae an abadenn-se e-mesk kevredigezhioù breizhek Pariz etre an daou vrezel ha, goude troc'h an Eil Brezel-bed, adarre er bloavezhioù 1950 ha 1960.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Louis Beaufrère, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.