Konfusius, sinaeg 孔夫子, pinyin Kong Fuzi (551 KJK - 479 KJK) eo bet ar prederour sinaat en deus bet al levezon vrasañ war sevenadur ha kevredigezh e vro e-pad tremen daou vil bloaz.
Dre dammoù skridoù bet kendastumet ha dielfennet a-hed kantvedoù e ouzomp diwar-benn Konfusius, e soñjoù hag al levezon en deus bet war Istor Sina hag ar broioù sinaet.
Teir andon bennañ zo :
A-douez meur a lesanv e c'haller kinnig amañ ar re baotañ :
Pa oa ar jezuad italian Matteo Ricci (1552-1610), ha jezuidi all en e c'houde,o treiñ levrioù sinaek e yezhoù ar C'hornôg e voe Kong Fuzi (孔夫子) latinaet e Konfusius. Chomet eo an anv-se er C'hornôg abaoe.
Stummoù sinaek lakaet e lizherennoù roman a gaver ivez avat : Kong Fuzi, Kong fu zi, K'ung fu-tzu (pe Kung fu-tze, a zo diresisoc'h).
Kement ha "Kelenner" e talvez Fuzi. Hervez an hengoun sinaat e oa dizoujus gervel ur c'helenner dre e anv, neuze e veze graet Kong Fuzi , "Mestr Kong", anezhañ, ha dre an anv-se e vez anavezet e Sina betek hiziv an deiz zoken.
Diret eo ar gealarouez 夫 fu er Sinaeg a-vremañ ; aliesoc'h neuze e vez Konfusius anvet Kong Zi (孔子).
, Hervez an hengoun e oa Kong Shu Liang He, tad Konfusius, un diskennad eus Yi Yin, anezhañ pennmaodiern Cheng Tang, diazezer ar remziad Shang a renas eus 1570 KJK betek 1045 KJK.
Ur c'hadour e oa, brudet evit e gurioù e daou emgann, ar pezh a zegasas un douar-dalc'h dezhañ kent bezañ gouarnour ar Stad kozh Lu e-pad ur mare ; er Su d'ar rannvro Shandong a-vremañ e oa ar Stad-se. Eno e oa o chom en ur gêr anvet Zou, e-kichen Qufu.
D'an oad a 65 bloaz e kemeras Shu Liang He un azpried, anezhi un dimezell Yan Zheng Zai na oa nemet 15 vloaz.
En diskar-amzer 551 KJK, d'an 28 a viz Gwengolo hervez an hengoun, e c'hanas Zheng Zai ur mab a voe anvet Kong Qiû, en abeg d'ar run (Qiû e sinaeg) ma oa-hi aet da bediñ kent gwilioudiñ. Edo Sina e dibenn ar predad a vez anvet Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù gant Sinaiz (gwelit uheloc'h).
Evit gwir ne ouzer diwar red buhez Konfusius nemet ar pezh a zisklêrias-eñ hervez Kendivizoù Konfusius :
Ar Mestr a lavaras : "Da bemzek vloaz e oan a-zevri o studiañ.
Da dregont vloaz e oa sonn ma soñj.
Da zaou-ugent vloaz oan aet dreist an amzivin.
Da hanter-kant vloaz em boa dizoloet youl an Neñv.
Da dri-ugent vloaz ne c'helle lavar ebet ma zrubuilhañ.
Bremañ, da zek vloaz ha tri-ugent, e c'hallan heuliañ luskoù ma c'halon hep mont diwar an hent reizh."– Kendivizoù, II.4
N'eus ket tu neuze da sevel buhezskrid Konfusius en un doare resis, met diwar labour istorourien a glaskas lakaat e lavarennoù da glotañ ouzh Bloazdanevelloù dugelezh Lu e c'haller reiñ un tamm amzeroni.
551 KJK, d'an 28 a viz Gwengolo hervez an hengoun : ganedigezh e Qufu, dugelezh Lu.
548 • Marv tad Konfusius.
544 • D'an oad a 7 vloaz e vourr o staliañ rikoù al lidoù.
537 • D'an oad a 15 vloaz e ouestl e vuhez da studiañ an Istor, al lidoù, ar varzhoniezh hag ar sonerezh hengounel.
534 • Marv mamm Konfusius.
532 • Eured da 20 vloaz.
531 • Ganedigezh e vab Po Yu ; ur verc'h en devo da c'houde, a zimezo gant e heulier Kong Ye Zhang.
522 • Krog eo heulierien d'em vodañ tro-dro dezhañ.
518 • D'an oad a 34 bloaz e teu da vezañ tigelenner en tiegezh Mong Souen, unan eus an teir familh emañ ar galloud ganto e dugelezh Lu.
517 • Tec'hel a ra dug Lu diouzh ar vro ; Konfusius a gav repu er rouantelezh amezek Qi.
501 • Yang Hu, un enebour da renerien Lu, a c'houlenn digant Konfusius mont d'e heul ; nac'hañ a ra Konfusius. Ne zeuas ket Yang Hu a-benn da gemer ar galloud ha tec'hel a reas d'ar rouantelezh Qin.
499 • Maodiern ar Reizh ha kuzulier dug Lu eo Konfusius.
498 • Konfusius a laka diskar kreñvlec'hioù an tri ziegezh a rann ar galloud etrezo er Stad Lu.
497 • "Darvoudenn an dañserezed" : dre ma'z eo rener Qin chalet gant levezon Konfusius e kas dañserezed da briñs Lu ; en abeg dezho e lez hemañ aferioù ar Stad hag ar bobl a-gostez, ar pezh a laka Konfusius da zilezel e garg, ha da redek bro e-pad 14 bloavezh a-benn kavout uhelidi a vije a-du gant e sell war an doare da ren. Da zugelezh Wei ez ez a pa guita Lu.
496 • War hent Chen e treuz Zheng, hag e Kuang, kêrbenn ar Stad, emañ taget gant ur strollad tud e kred dezho ez eo Yang Hu a zo dirazo.
495 • E Wei e klask ar dug lazhañ e vamm. Konfusius zo rediet d'e welet, ha ken skodeget eo gant emzalc'h dug Wei ma'z a da Song. Eno e vo gwallgaset gant maodiern ar Brezel.
493 • Goude bezañ bet e Chen hag e Zheng e klask distreiñ da Wei. Taget eo gant tud a zo o sevel enep Wei, ha saveteet eo gant unan eus e heulierien.
492 • Marv Ki Huan Zhe, pennmaodiern Lu, a oa pennabeg da harlu Konfusius. E vab Ki Kang Zhe a gemer ar garg hag a c'houlenn digant unan eus heulierien Konfusius bezañ e guzulier.
491 • Konfusius e Qai.
489 • Da heul ur weladenn e ti gouarnour Chen en em gav Konfusius enket gant soudarded ofiserien Qai ha Chen, a gred emañ Konfusius o labourat evit ar Stad Zhou. Marnaoniet en em gav Konfusius etre Qai ha Chen, ha saveteet eo gant soudarded Zhou.
484 • Trec'h eo Lu war Qi. D'an oad a 68 vloaz ha goude 14 vloaz o kantren e c'hall Konfusius distreiñ d'e vro.
482 • Marv e vab Po Yu. Nebeud goude ez eo e heulier muiañ-karet Yen Huei a varv d'e dro.
481 • Muntret eo dug Qi. Goulenn a ra Konfusius digant dug Lu kas un arme ; pa nac'h an dug e kompren Konfusius ne vo biken gouarnet e vro hervez e soñjoù. Divizout a ra gouestlañ peurrest e vuhez da zastum Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù dugelezh Lu a-benn treuzkas ar skrid d'ar rummadoù da zont.
479 KJK, d'an 11 a viz Mae hervez an hengoun : marv Konfusius e Qufu, d'an oad a 72 vloaz.
N'eus skrid ebet diwar zorn Konfusius e-unan. Dre fazi e voe lakaet da aozer Bloazdanevelloù an Nevezamzerioù hag an Diskar-amzerioù, pa oa ar c'hendastumer anezho hepken, pe embanner Klaselour al Lidoù, anezho daou levr eus ar Pemp Klaselour sinaat.
Daoust da belloc'h eget daou vilvedad skolbrederouriezh ez eo diaes c'hoazh gouzout ez-resis petra e oa danvez orinel kentelioù Konfusius.
Un alberz eus e soñjoù a c'haller kavout avat dre studiañ ar C'hendivizoù ; er skrid-se e weler ar Mestr o vevañ hag o komz gant e heulierien.
Er C'hendivizoù (VII.1) en em ginnig Konfusius evel un "treuzkaser na ijinas netra". Pouezañ kreñv a ra war talvoudegezh ar "studioù", hag ar gealarouez sinaek evit "studi" pe "deskadur" a gaver e digoradur ar skrid. Dre-se e vez sellet outañ e Sina evel ouzh ar "Mestr Meur".
Daou dra a bouez a verzer dre lenn aketus ar C'hendivizoù : pell diouzh mennozh Konfusius e oa sevel un damkanad klok eus ar vuhez hag ar gevredigezh pe reoliañ al lidoù ; ne glaske ket kaout diskibled ha bezañ mestr war o soñjoù – deskidi an hini eo a glaske, hag er c'hontrol e c'houlenne diganto soñjal drezo o-unan, bezañ bepred o studiañ ar bed a oa tro-dro dezho dre ferenn ar skridoù kozh, keñveriañ kudennoù o bed gant darvoudoù politikel kozh, sonjoù ar bobl hag an uhelidi en amzer dremenet evel miret e barzhonegoù ar Shi Jing ("Klaselour ar Barzhonegoù"), ha diorren o spered-burutellañ : "Ur c'horn eus ar ouel a savan-me – mar ne c'hall ket ar studier sevel an tri re all, ne adlavaran ket ar gentel", emezañ.
Pa ne c'haller ket bevañ gant al loened gouez hag al laboused e ranker bevañ e peoc'h gant an dud all, neuze e savas Konfusius ur gwiad talvoudoù a-benn kempoellat hag aesaat an darempredoù etre an dud.
Da vare Konfusius e oa Sina marellet a zugelezhioù dizalc'h ha brezelgar, pep dug o klask bezañ mestr war an holl re all, alese ur vro zistabil. Kollet en devoa ar remziad Zhou (1045 KJK – 221 KJK) ar perzhioù a unvanour hag a beoc'haer a oa bet e re dre c'hras Kefridi an Neñv, a oa he fal unvaniñ ar pobladoù dindan warez an Neñv a zegasje peoc'h ha berzh dezho.
Alies e veze ar predadoù paourentez hag an drastoù a orin naturel kemeret da arouezioù eus displijadur an Neñv gant ar rener e karg, a oa neuze en argoll da vezañ diveliet e doare pe zoare.
Pal Konfusius e oa adsevel ar Gefridi-se a roe galloud hag efedusted d'an impalaerien vertuzus, dre dreuzkas furnez an diagentidi hen.
Peogwir e oa Konfusius mennet da zasorc'h urzh ar gevredigezh kozh a-benn reizhañ sioù e hini e voe lakaet da virour meur, met pa seller a-dost ouzh e ginnigoù e verzer e rae gant ensavadurioù ha lidoù kozh e-sell da reiñ lañs d'ur politikerezh nevez a oa e hini-eñ : adsevel ur Stad unvan, renet gant uhelidi a vije e karg dre o zalvoudegezh kentoc'h eget dre o lignez, hag a labourje evit ar bobl. Hevelep renerien a dreuzkasje o vertuzioù d'ar bobl e-lec'h mont dezho dre lezenn ha dre heg : ur skouer e vijent d'o fobl.
Digor d'an holl e oa e gentelioù, ha n'eo ket d'an uhelidi hepken, petra bennak ma oa e bal stummañ tud yaouank a-benn bezañ uhelgargidi er Stad. Diwar intrudu Konfusius marteze e tiveras hengoun Arnodennoù an Impalaer an hevelep pal dezho, hag a oa ivez digor da zereoù izelañ ar gevredigezh. A-dra-sur ez eo bet an Arnodennoù-se unan eus abegoù pennañ peurgendalc’h ha stabilded an impalaeriezh sinaat e-pad daou vilved – betek diwezh an impalaeriezh e 1912 e chomas an Arnodennoù diazezet war gelennadurezh Kong-Fuzi.
Dibaot a wezh e oa e gentelioù diazezet war arguzennoù poellek ; dre zamvenegoù, moustamalloù hag azlavarennoù zoken e tegase e vennozhioù. Setu perak ne c'haller o c'hompren nemet dre o lakaat en o c'henistor.
Setu amañ ur skouer eus an doare :
廄焚。子退朝,曰:“傷人乎?” 不問馬。
Pa voe devet ar marchosioù e lavaras Konfusius, o tistreiñ eus al lez : "Ha den pe zen zo bet gloazet ? Ne c'houlennas ket diwar-benn ar c'hezeg.– Kendivizoù, X.17
Ar gentel eo : dre na c'houlenn a-zivout ar c'hezeg e tiskouezas Konfusius penaos ez eo priziusoc'h an dud eget o madoù ; al lennerien zo pedet da soñjal en o emzalc'h dezho, ha d'e wellaat mar ne vije ket par da hini ar Mestr.
Setu amañ dres unan eus kentelioù donañ Konfusius : lakaat talvoudegezh an emzalc'h skouerius dreist hini ar reolennoù hag al lezennoù. Gwelloc'h e oa dezhañ un den desket, dereat ha spiswel eget unan a anaveze al lezennoù.
E gentel vrudetañ eo Buhezegezh ar C'heneskemm, pe ar Reolenn Aour, lakaet er stumm-nac'h hag anvet ar Reolenn Arc'hant alies :
子貢問曰:“有一言而可以終身行之者乎”?子曰:“其恕乎!己所不欲、勿施於人。
Zi Gong [un deskad] a c'houlennas : "Hag ur ger zo a c'hallje heñchañ un den a-hed e vuhez?"
Ar Mestr a respontas : "Petra a soñjit eus shu ["kendouj"]: na lakait biken war an dud all ur redi n'ho pije ket dibabet evidoc'h-c'hwi ?"– Kendivizoù, XV.24
Da beurbatrom e talvez Konfusius e Sina, n'eo ket da zoue pe da reol difetis hag hollvedel. Dre se e vez lakaet gant meur a zispleger Reterat pe Gornogat da ziazezer un doare denelouriezh sinaat.
Goude marv ar Mestr e kendalc'has e zeskarded da gelenn da studierien a voe diwezhatoc'h uhelidi e meur a c'houarnamant e Sina. Evel-se e voe skignet mennozhioù Konfusius dre Sina a-bezh evit ar wezh kentañ.
Daou heulier pennañ Konfusius e voe Meng Zi [孟子] (372–289 KJK) ha Xun Zi [荀子] (312–230 KJK), a savas pep a gelennadurezh diwar kealioù-diazez liammet gant Konfusius.
Gant an amzer e teuas o labour, kevret gant ar C'hendivizoù ha skridoù-diazez all, da vezañ ar pezh a anver Konfusianegezh er C'hornôg, anezhi ur gelennadurezh a voe dibabet da brederouriezh ar Stad dindan ren ar remziad Han kentañ (Qian Han, 207 KJK–25 GJK).
Mil pemp kant vloaz goude marv Konfusius e krouas Zhu Xi [朱熹] (1130-1200 GJK) un doare nevez da gompren kentelioù ar Mestr, dre zegas kealioù eus ar vouddhaegezh hag eus an daoegezh, a voe anvet Nevez-Konfusianegezh a-benn e ziforc'hañ diouzh kelennadurezh ar C'hendivizoù.
Nebeut goude marv Zhu Xi e teuas e vennozhioù da vezañ an doare reizh nevez da gompren kentelioù Konfusius. Betek an 19vet kantved e voe bras-kenañ e levezon war Sina, Korea ha Viêt Nam. War ziskar ez eas goude marv an impalaer diwezhañ e 1912 hag an dispac'h Sinaat.
Er bloavezhioù 1910 ha 1920, goude ma voe echu gant an Impalaeriezh, e fellas da uhelidi Sina treiñ o bro d'ur Stad-Vroad arnevez, ha lod anezho a selle ouzh levezon Konfusius evel ouzh un doare da virout ar bed kozh. Brezel war baper a voe etre an daou du, e-keit ha ma veze c'hoazh kastizet ar skolidi a grede disakrañ altar Konfusius en o skolioù.
Trenkaat a reas ar c'hoari pa gemeras ar gomunourien ar galloud e 1949 : ne voe mui klasket reizhañ pe azasaat levezon Konfusius, he zistruj a voe klasket ober, ha kement-mañ betek deroù an Dispac'h Sevenadurel en diskar-amzer 1966. Da neuze e voe urzhiet Sinaiz da gaout an dizober eus "ar spered kozh, ar sevenadur kozh, an hengoun kozh, ar boazioù kozh". Neuze e voe tud dizesk o wallgas tud a ouiziegezh, o teviñ levrioù, o tiskar savadurioù kozh hengounel hag o tismantrañ al lec'hiennoù nevet evel moskeennoù, delwennoù Bouddha hag azeuldioù a bep doare, re Gonfusius en o zouez.
E Qufu e klaskas an dud saveteiñ ti, azeuldi ha bez Konfusius, met skolidi en entremar a zibabas digeriñ bez ar Mestr kozh a-benn e vrudañ "marv da vat ha da viken".
E 1974 e voe Lin Biao, anezhañ ur politikour marv en drouklamm, kevret gant Konfusius evel trubard d'e vro.
Er bloavezhioù 1980, goude marv an Dispac'h Sevenadurel, e voe a-nevez kelennet ar Pevar Levr hag ar Pemp Klaselour er skolioù ha studiet er skolioù-meur.
Aboe kreiz ar bloavezhioù 1990 ha betek hiziv an deiz e vez maget ar studioù konfusian gant skridoù o tont eus ar bloavezhioù 300 KJK a zo bet kavet war lavnennoù bambouz.
Muioc'h a dud a vez o weladenniñ al lec'hiennoù konfusian evel Qufu, ha renerien Sina a embann meuleudioù diwar-benn mennozhioù Konfusius. Keloù zo a sevel Ensavadurioù Konfusius en Afrika, Europa, Azia hag Amerika an Norzh hag ar Su a-benn kelenn sinaeg er bed a-bezh.
Lod arbennigourien, anezho Sinaiz pe Gornogiz, e soñj dezho emañ levezon kentelioù ar Mestr o ren hiziv an deiz c'hoazh : Korea ar Su ha Singapore, da skouer, a embanne er bloavezh 2007 e oa o folitikerezh diazezet war gelennadurezh Konfusius.
Lidoù meur a vez dalc'het bep bloaz e Sina da zeiz-ha-bloaz Konfusius. Berzet e oant bet gant ar gomunourien war zigarez ma oa Konfusius hag ar Gonfusianegezh kredennoù gladdalc'hel a lakae ar bobl dindan veli an uhelidi. Goude diwezh an Dispac'h Sevenadurel hepken e krogas al lidoù en-dro, pa sell ar Stad outo evel ouzh un doare da veuliñ Istor ha hengoun Sina Veur.
E Taiwan e vez lidet Konfusius ivez, gant harp ar Stad. Petra bennak ma n'eo ket an 28 a viz Gwengolo un devezh dilabour e vez merket war an deiziadurioù.
E broioù a zo bet levezonet gant Sina e vez lidet Konfusius ivez, evel Japan, Korea ha Viêt Nam.
7853 Konfusius eo anv un asteroidenn bet dizoloet d'an 28 a viz Gwengolo 1973.
Er bloavezh 1588 e tistroas ar jezuad italian Michele Ruggieri (1543-1607) eus ur veaj da Sina gant skridoù klasel sinaek, a gendalc'has da dreiñ e latin. En e c'houde e krogas ar jezuad italian all Matteo Ricci da skignañ soñjoù Konfusius en Europa, hag e 1687 ez embannas un trede jezuad italian, Prospero Intorcetta (1626-1696), Confucius Sinarum philosophus gant skoazell ar Belgiad Philippe Couplet (1623-1696).
Hep mar e voe prederourien europat Oadvezh an Anaoudegezh – an doueidi dreist-holl – dedennet-bras gant an troidigezhioù-se ma welent un doare da enframmañ ar vuhezegezh hervez Konfusius er sevenadur kornogel,.
En India, ar ranngredenn vuzulmat Ahmadiyya bet diazezet gant Mirza Gulam Ahmad (1835-1908) a embann e oa Konfusius un Diouganer eus an Islâm, evel Lao-Zi.
E Qufu evel-just e teu kalz tud da weladenniñ bez Konfusius hag an azeuldioù a zo gouestlet d'ar Mestr daoust dezhañ. E Sina e kaver daou azeuldi all, hep kontañ un ugent bennak a zo e Taiwan. Unan zo e Tōkyō ivez.
Alies en Azia e kaver Konfusius en azeuldioù kazel-ha-kazel gant Bouddha ha Lao-Zi.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Konfusius, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.