Alamagn Kiel: Kêr alaman

Kiel zo ur gêr eus hanternoz Alamagn, e land (stad) Schleswig-Holstein.

Ouzhpenn 240 000 a dud zo o chom enni. Emañ kêr hag ar pozh e penn an aber anvet Kieler Förde, 17 km dezhi.

Alamagn Kiel: Kêr alaman
Kiel

Istor

Diazezet e voe en XIIIvet kantved (etre ar bloavezhioù 1233 ha 1242 moarvat). E 1283 e teuas da vezañ unan eus kêrioù Kevre an Hansa ; e 1665 e voe savet ar skol-veur ; hag e 1895 e voe toullet Kanol Kiel etre ar Mor Baltel ha Mor an Hanternoz.

Pa voe staget Schleswig ha Holstein ouzh Prusia en 1866, e voe kaset ar morlu brezel eus Dantzig da borzh Kiel, gant ar roue Wilhelm Iañ, ma teuas Kiel da vout porzh-brezel bras Prusia er Mor Baltek.

Bremañ ez eo Kiel ur porzh-mor modern, e goueled fjord Kiel. Abaoe 1860 ez eo Kiel ar porzh brezel pouezusañ zo en Alamagn. Liammoù stank he devez Kiel gant porzhioù bras hanternoz Europa : Oslo (Norvegia), Göteborg (Sveden), Klaipėda (Lituania), Tallinn (Estonia), Turku (Finland), Kaliningrad ha Sant Petersbourg (Rusia).

Kanol Kiel, 98 kilometr he hed, a gas eus Kiel war ribl ar Mor Baltel da v-Brunsbüttel, e genoù ar stêr Elbe, war ribl Mor an Hanternoz.

Brudet eo kevezadegoù bigi-dre-lien Kiel (Kieler Woche). Eno ivez e oa bet aozet ar c’hevezadegoù bigi evit C'hoarioù Olimpek 1936 (C’hoarioù Berlin) ha re 1972 (München).

Tud vrudet

  • an tsar Pêr III Rusia a oa bet ganet e Kiel, mab d’un noblañs eus Schleswig-Holstein ha d’ur briñsez eus Rusia (Karl Peter Ulrich von Schleswig-Holstein-Gottorf e oa e anv, a-raok dezhañ mont da impalaer Rusia).
  • Ernst von Salomon, skrivagner alaman.

Kêrioù gevellet

Gevellet eo Kiel gant kêrioù :


Alamagn Kiel: Kêr alaman 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Alamagn Kiel: Kêr alaman  Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.

Tags:

AlamagnSchleswig-Holstein

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Pariz18 MeurzhLiberiaCill ChaoiPask2 DuImpalaeriezhMichelle ObamaKonk-KerneRoumaniaDelta (lizherenn)KyivFraezhRouantelezh-UnanetAlyaksandr LoukachenkaMur (kumun)BukkakeLega NordBig Tech5 KerzuSivetMain PageJeanne MalivelAostraliaKazhKuomintangKroatiaLos TecolinesHugo ChávezRené Le FurTeotihuacanConnecticutBasketballRoumanegYezhoù indezeuropekDjinnThessalonikiAr C'hastell (enez)Carlos Iañ PortugalSendaiJakez KarterAleksei NavalnyJohn Rambo2000Talbenn ar Reter (Eil Brezel-bed)Elizabeth FosterKurdegSikiliaJackson PollockTurkmenistanGalaksiennSuamerikaNikki FritzKevredidi an Eil Brezel-bed22 C'hwevrerKembreCharlottetownBrezel Yen2005Lenn BalatonRobin WilliamsKarl MarxDoueoniezhGwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001BerryMonokini24 MeurzhBelarus🡆 More