Izabel Iañ Kastilha

Izabel Gastilha, pe Isabel I de Castilla (e kastilhaneg), pe Izabel ar Gatolikez, ganet e 1451 e Madrigal de las Altas Torres ha marvet e 1504 e Medina del Campo, a oa rouanez Kastilha adal 1474 betek 1504.

Izabel Iañ Kastilha Ur pennad Izabel Kastilha zo ivez.

Dimezet e oa da Ferdinant II Aragon (pe Fernando II de Aragón), pe Fernando ar C'hatolik, roue Aragon, ha dre an dimeziñ-se e oa rouanez kenseurtez Sikilia, adal 1469, ha hini ha Kurunenn Aragon adal 1479.

Izabel Iañ Kastilha
Izabel Iañ Kastilha
den
Rann eusRouaned katolik Kemmañ
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKurunenn Kastilha Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denIsabel I la Católica Kemmañ
Anv-bihanIsabel Kemmañ
Moranvla Católica Kemmañ
Deiziad ganedigezh22 Ebr 1451 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMonasterio de Nuestra Señora de Gracia Kemmañ
Deiziad ar marv26 Du 1504 Kemmañ
Lec'h ar marvPalacio Testamentario Kemmañ
Abeg ar marvwater retention Kemmañ
Lec'h douaridigezhRoyal Chapel of Granada, Sepulcher of Isabella I of Castile and Ferdinand II of Aragon Kemmañ
TadJuan II Kastilha Kemmañ
MammIzabel Portugal Kemmañ
Breur pe c'hoarCatherine, Infanta Leonor of Castile, Herri IV Kastilha, Alfonso Kastilha, Infanta Maria of Castile Kemmañ
PriedFernando II Aragon Kemmañ
BugelJaned Kastilha, Izabel Kastilha hag Aragon, Juan Aragon ha Kastilha, Maria Kastilha hag Aragon, Katelin Aragon Kemmañ
FamilhHouse of Trastámara Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg Kemmañ
Micherrener Kemmañ
KargRoue Kastilha ha León Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Stad ar c'hanonizasionServijer Doue Kemmañ
Gouel26 a viz Du Kemmañ
Perc'henn warAlcázar of Segovia Kemmañ
Levezonet gantJuan Rodríguez Fonseca Kemmañ
Darvoud-alc'hwezdynastic union of Aragon and Castile Kemmañ
Prizioù resevetGolden Rose Kemmañ
Present in workCivilization V Kemmañ
Deskrivet dreQueen Isabella I of Spain, Queen of Castille (1451-1504), Q27697144 Kemmañ
Izabel Iañ Kastilha
Poltred Izabel Iañ Kastilha ar Gatolikez, gant Juan de Flandes.
Izabel Iañ Kastilha
Ardemezioù mesket ar Rouaned Katolik.

He buhez

Isabel de Castilla, merc'h da Juan II Kastilha ha d'e eil pried, Isabel de Portugal (1428-1496), a oa ganet en Madrigal de las Altas Torres (Proviñs Ávila) d'an 22 a viz Ebrel, d'ar Yaou-Gamblit, e 1451 er palez deuet da vezañ Monasterio de Nuestra Señora de Gracia. Kaoze zo bet eus lec'h ha deiz ar c'hanedigezh-se, hogen pa oa ganet ne oa den evit gouzout pegement a bouez he dije ar verc'hig en dazont.

Madrigal a oa ur gêriadennig ma teue bep an amzer he mamm Isabel de Aviz, ha hi an hini a roas an anv-se d'he merc'h pa ne oa ket gwall baot e Spagn c'hoazh.

Daou vloaz goude, en Tordesillas, e voe ganet he breur Alfonso (1453-1468).

Ur breur all he doa, pe gentoc'h un hantervreur, mab da Juan II de Castilla ha da Maria Aragon, Enrique e anv, breur dezhi dre o zad, a zougas ar gurunenn en 1454 hag a vo anavezet evel Enrique IV, lesanvet el Impotente.

Pa varvas he zad e 1454, en em dennas gant he mamm hag he breur Alfonso da villa Arévalo, ma welas barradoù follentez he mamm Isabel.

Er mareadoù diaes-se e c'hallas Isabel kreñvaat he zemz-spered dre lenn an Aviel ha levrioù a zevosion. Sikour a gavas ivez e mignoniezh Santez Beatriz de Silva (1424 - 1491), a vo sikouret ganti diwezhatoc'h da sevel Orden de las Concepcionistas Franciscanas hag a voe roet dezhi palezioù Galiana en kêr Toledo. Tud all a bouez er prantad-se e Toledo, hag a-hed he buhez goude, e oa Gutierre de Cárdenas, e bried Teresa Enríquez ha Gonzalo Chacón.

En 1461 e voe kaset Isabel hag he breur Alfonso da Segovia, rak eno edo al lez, dre ma oa ar rouanez war-nes gwilioudiñ ha da c'henel he merc'h, Juana de Castilla. Buan e voe lesanvet Juana la Beltraneja, rak, hervez ar vrud en amzer-se, e oa merc'h d'ar rouanez, Juana de Portugal, ha da Beltrán de la Cueva.

He marv

Izabel Iañ Kastilha 
Doña Isabel la Católica dictando su testamento, Eduardo Rosales, 1864, Mirdi ar Prado.

E Medina del Campo e chome hep mont er-maez. Eno e voe taget gant ar c'hleñved, hag ar c'hrign bev a gasas anezhi d'ar bez. Pa Goulenn a reas lakaat an oferennoù evit he yec'hed da vezañ lavaret evit hec'h ene. Goude bezañ nouennet e varvas d'ar 26 a viz Du 1504, e Palacio Real Medina del Campo (Proviñs Valladolid).

Gwenvidigez ha da santez

Klask a reer lakaat hec'h envel da santez, daoust da enebiezh ar re a wel en ober-se un doare da genderc'hel gant ideologiezh ar faskouriezh evel en amzer Francisco Franco.

He bugale

Pemp bugel o doe Isabel ha Fernando:

  • Isabel (14701498), Priñsez Asturiez (14971498), dimezet d'an Infant Alfonso de Portugal, hogen pa varvas ec'h addimezas en 1495 gant e genderv, Manuel, a voe Roue Portugal evel Manuel Iañ, o Afortunado. Rouanez Portugal e voe entre 1495 ha 1498, hogen mervel a eure pa c'hanas he mab Miguel da Paz.
  • Juan ( 14781497), Priñs Asturiez (14781497). En 1497 e timezas da Varc'harid Aostria, merc'h da Masimilian Iañ; mervel a reas gant an droug-skevent c'hwec'h miz goude. Ur mab dalif en doe hogen mervel a reas e-pad gwilioud e vamm. Kuit eus Spagn ez eas Marc'harid hag ober a reas war-dro he sobrino Carlos, a voe Karl V.
  • Juana (14791555), Priñsez Asturiez (15001504), Rouanez Kastilha (15041555) evel Juana Iañ. En 1496 e timezas da Felipe el Hermoso (mab d'an Impalaer Masimilian Iañ. Gantañ e tegouezhas an Tiegezh Habsbourg e Spagn, anavezet ivez Tiegezh Aostria. En 1500, fue por segunda vez madre, esta vez de su primer hijo varón, el futuro Carlos I, quien la sucedería y sería también Emperador del Sacro Imperio Romano Germánico como Carlos V. En 1503, dio a luz a Fernando, sucesor de Carlos en el Sacro Imperio como Fernando I, y restauró la rama austríaca imperial de la Casa de los Austrias. Aet e oa he spered da fall war-lerc'h marv he fried ha kraouiet e voe gant he zad Fernando en Tordesillas, gant he breur goude, hag eno e varvas.
  • María (29 a viz Mezheven 14821517), dimezet en 1500 da Manuel Iañ Portugal, intañv he c'hoar. Dek bugel he doe, hag en o zouez: João III, Henrique Iañ hag an Impalaerez Isabel, a zimezas da Karl V.
  • Catalina ( 14851536), dimezet d'ar príñs Arthur Tudor en 1502. Mervel a reas ar priñs un toullad mizioù goude an eured. En 1509 ec'h addimezas d'he breur-kaer Herri, a voe Herri VIII. Mamm e oa d'ar rouanez Mary Iañ Bro-Saoz.

Filmoù

Bloaz Film Sevener Aktourez
1945 La carabela de la ilusión Benito Perojo Pilar Muñoz
1948 Locura de amor Juan de Orduña s/d
1951 Alba de América Juan de Orduña Amparo Rivelles
1949 Christophe Colomb David MacDonald Florence Eldridge
1976 La espada negra Francisco Rovira Beleta Maribel Martín
1992 1492: la conquista del paraíso Ridley Scott Sigourney Weaver
2000 Isabel of Castille: The Royal Diaries William Freud Lisa Jakub
2001 Juana la Loca Vicente Aranda Susi Sánchez
2006 La reina Isabel en persona Rafael Gordon Isabel Ordaz

Levrlennadur

  • Fernández Álvarez, Manuel. Isabel la Católica. Madrid, 2003.
  • Hernando Polo, Cristina. Isabel la Católica. Madrid, 2007
  • Suárez Fernández, Luis. Isabel I, Reina. Barcelona, 2000.
  • Prescott, William H. History of the reign of Ferdinand and Isabella, the Catholic. London, 1892.
  • Walsh, William Thomas. Isabella of Spain. London, 1931.
  • Walsh, William Thomas. Isabel de España. Traducción de Alberto de Mestas. Santander, 1939.
  • Walsh, William Thomas. Isabel la Cruzada. Buenos Aires, 1945.
  • Barón de Nervo. Isabel la Católica. Zaragoza, 1938.
  • González Riz, Nicolás. Isabel de España, Isabel de Inglaterra. Barcelona, 1947.
  • d'Ors, Eugenio. La vida de Fernando e Isabel. Barcelona, 1982.
  • Suárez Fernández, Luis. Claves históricas en el reinado de Fernando e Isabel. Madrid, 1998. ISBN 84-89512-18-3
  • Valdeón Baruque, Julio. Isabel la Católica y la política. Valladolid, 2001.
  • Valdeón Baruque, Julio. Sociedad y economía en tiempos de Isabel la Católica. Valladolid, 2002.
  • Valdeón Baruque, Julio. Arte y cultura en la época de Isabel la Católica. Valladolid, 2003.
  • Valdeón Baruque, Julio. Visión del reinado de Isabel la Católica. Valladolid, 2004.
  • Javierre, José María. Isabel la Católica, el enigma de una reina. Salamanca, 2004.
  • Itinerarios de Isabel la Católica. Rutas de una reina viajera. Madrid, 2004.
  • Westerveld, Govert y Garzón Roger, José Antonio La Reina Isabel la Católica: su reflejo en la Dama Poderosa de Valencia, cuna del ajedrez moderno y origen del juego de damas. Traducción de Dana Gynther. Prefacios de Ricardo Calvo y Juan Torres Fontes. Valencia, 2004.

Notennoù ha daveennoù

Liammoù diavaez


Izabel Iañ Kastilha 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

Izabel Iañ Kastilha He buhezIzabel Iañ Kastilha Gwenvidigez ha da santezIzabel Iañ Kastilha He bugaleIzabel Iañ Kastilha FilmoùIzabel Iañ Kastilha LevrlennadurIzabel Iañ Kastilha Notennoù ha daveennoùIzabel Iañ Kastilha Liammoù diavaezIzabel Iañ Kastilha1451146914791504Ferdinant II AragonMadrigal de las Altas TorresMedina del CampoRouanez KastilhaRoue Aragon

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Impalaeriezh romanČeská zbrojovka a.s.GresianegAostriaKemperRomañchegAogust (impalaer)StadegouriezhSloveneg1801Bro-SkosCumbricPalud sallInizi GallChapel Itron Varia KerzevotSalt Lake CityRouantelezh-UnanetHollveliouriezhEmgann an Alre (1364)Kernev-VeurKerambreoùEnez TristanRuzenn darzh divouezhNanjingSitting BullNaonedGuiomar NovaesRacing Club Asociación Civil2 C'hwevrerLondrezLeptis MagnaKomenad kehentiñMediaWikiAnatol ar BrazCampephilus principalis2004PianoAourKouign-amannRaktres ManhattanHeskenneg brasArzGetaria (Lapurdi)KmeregRoue ArzhurNational Basketball AssociationAleksandra KostenyoukGallegKensonenn diweuz dre dostaatMoudennPaul AvrilTourako FischerArabia SaoudatAr Mañs19 Gwengolo19908 MeurzhBreizhOuigouregTrakiaLiberiaElligStadAlan StivellUrzhiataerEvn-preizhBandenn GazaDiada de Sant Jordi🡆 More