Galileo Galilei

Galileo Galilei (15 a viz C'hwevrer 1564 – 8 a viz Genver 1642) a oa ur fizikour hag ur steredoniour italian en XVIIvet kantved a c'hoarias ur perzh bras en Dispac'h skiantel.

Krouet gantañ diazezoù ar skiantoù mekanikel. Dizoloet en doa peder loarenn vrasañ ar blanedenn Yaou ha brudet en doa teoriennoù Nicolaus Copernicus. Sevel a reas an Ofis santel a-enep dezhañ ha rediet e voe da zilezel e dezenn. Tremen a reas fin e vuhez bac'het en e di.

Galileo Galilei
Galileo Galilei

Bugaleaj

Galileo a oa bet ganet e Pisa d'ar 15 a viz C'hwevrer 1564, mab da Vincenzo Galilei ha Giulia Ammannati, hini henañ ar seizh bugel.

Abaoe ma oa bihan en doa ur c'houestoni labour-dorn bras hag ur skiant evezhierezh eus ar c'hentañ. Bugel e c'hoarie sevel maketennoù ar mekanikoù en doa bet gwelet.

Enskrivet e voe gant e dad e skol-veur Pisa e lec'h ma heulias kentelioù medisinerezh. N'en deus ket bet e skrid-testeni dre ma n'echuas ket e studioù.

Galileo Galilei 
Orolaj Iliz-veur Pisa (Duomo)

E anv

Al lesanv Galilei a zo deuet a-ziwar anv unan eus e hendadoù, Galileo Bonaiuti, ur medisin, kelenner skol-veur ha politikour en devoa bevet e Firenze etre 1370 ha 1450. An diskenidi o devoa cheñchet o anv familh Bonaiuti (pe Buonaiuti) da Galilei evit enoriñ anezhañ e fin ar XIVvet kantved.

Galileo Bonaiuti a oa bet beziet e bazilikenn Santa Croce e Firenze, ha 200 vloaz war-lerc'h e oa beziet Galileo Galilei er memes iliz.

Boaz a oa e-kreiz ar XVIvet kantved da eñvel er familhoù eus Toskana ar mab henañ o adkemer anv e zud. Galileo Galilei a c'hellfe neuze bezañ bet anvet evel-se n'eo ket ret dre anv e hendad Galileo Bonaiuti.

Dizoloadenn e c'halvedigezh:

E 1583 e krogas Galileo da vezañ kelennet war ar matematik gant Ostilio Ricci. N'eo ket anavezet mat an den-se, met gouzout a rae liammañ an damkanoù hag an taolioù arnod pleustrek, ar pezh a oa ral er mare-se.

Da 19 vloaz, en iliz-veur Pisa, e verz ul lamp hag a oa o vrañsigellat, en deus bet ar menoz da lakaat an horolaj evit muzuliañ an amzer. Hogen n'eo nemet e fin e vuhez, e 1638, e embannas ul levr e lec'h ma tisplegas e zizoloadenn.

Dedennet gant ar pezh en deus graet Euklides, Galileo a chom a-sav gant ar medisinerezh evit mont war ar matematik. Pa oa c'hoazh studier e tizoloas lezenn an izokronism hag an horolajoù, prantad kentañ eus ar pezh a vo dizoloadenn ur skiant nevez : ar mekanikerezh. E-pad e vuhez a-bezh e nac'has Galileo en em welet evel ur c'helenner e-giz ar re all, setu perak en do a-hed e vuhez ur bern enebourien.

Galileo Galilei 
Galileo Galilei gant Domenico Robusti e 1605.
Galileo Galilei 
Galileo Galilei dirak an Ofis santel , gant Joseph-Nicolas Robert-Fleury.

Liammoù diavaez

Tags:

Galileo Galilei BugaleajGalileo Galilei E anvGalileo Galilei Dizoloadenn e chalvedigezh:Galileo Galilei Liammoù diavaezGalileo Galilei15 a viz C'hwevrer156416428 a viz GenverFizikItaliaNicolaus CopernicusOfis santelSteredoniezhYaou (planedenn)

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

13 a viz EbrelZapotekeg ZanizaOBinioùKouign-amannRosie the RiveterDarempred revJonathan BanksMeurvor AtlantelAktour1929IranSapphoKleñvedUsenetListenn prezidanted Stadoù-Unanet AmerikaGeunCascading Style SheetsPianoFuzeennISO 8601Kanton OrchiesBreizh-VeurKastiz ar marvDaoubikEgipt1986Leptis MagnaDidone abbandonata (Albinoni)WikipediaGouhinRomañcheg30 DuAr GroazigMongoliaKenrouedadGwipriAaron PhypersZombie StrippersCarne (film, 1968)Wales InteractiveSydneyIkenedBuhezskridTuniziaAloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022HispaniaBranegPenélope CruzKazakstanFungiRequin ChagrinRacing Club Asociación CivilToullgorferezhVLC media playerPludunoùRick RiordanNobody Knows You When You're Down and OutBoule de suifISBNLoarennoù Sadorn (planedenn)5151998Verdades SecretasSaoznegMo YanÆGlobal Positioning SystemVictoria de Las TunasH. G. Wells🡆 More