Er yezhoniezh e vez implijet an termen enger (saoz: infix) evit komz eus ur vorfemenn stag implijet evel kenger ouzhpennet e diabarzh ur vorfemenn bennañ, anvet ar wrizienn, da skouer e serieg:
Daoust ha ma'c'h eo ral-kenañ implij engerioù er yezhoù indezeuropek ha yezhoù all Europa e vezont implijet stank er yezhoù aostronezek hag Yezhoù yezhoù aostrezaziatek, zoken gant ar gerioù amprestet digant yezhoù estren, da skouer e tagalogeg:
Implijet e vez ar verb saoznek graduate ("achuiñ ar studioù"). Evit sevel ar stumm ober e reer er yezh-se gant an enger -um- ouzhpennet goude silabenn gentañ ar wrizienn, ha diwar-se e teu stummoù evel grumaduate ("achuiñ a ris ma studioù").
En arabeg e kaver engerioù ivez a-wezhoù, dreist-holl a-drugarez d'an doare ma vez c'hoariet er yezhoù semitek-se gant patromoù gwiriziennoù teirlizherennek ar verboù, da skouer
A-wezhoù e vez komzet eus engerioù, da skouer er yezhoù bantouek pa dennont e gwirionez padal da rakgerioù pe lostgerioù renk-ouzh-renk, da skouer ul lostger eo eg er ger kevrennek-mañ daosut ha ma teu etre ar wrizienn hag ur vorfemenn all:
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Enger, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.