Gweltaz Adeux: Kaner ha sonaozer

Gweltaz Adeux zo ur gitarour naonedat bet o seniñ pell amzer gant ar stollad EV e-touez ar re gentañ oc’h ober rock e brezhoneg, seniñ ar ra ivez klavier 'barzh e bladenn nevez.

Gweltaz Adeux
Gweltaz Adeux: Buhez, Sonerezh, Brezhoneg
Strollad nevez Gweltaz Adeux

Anv Gweltaz Adeux
Ganet bloavezioù '50
e Afrika
Micher(ioù) Soner
Kaner
Doare(où) sonerezh Breizh
Benveg(où) Gitar, Kan ha klavier
Lec'hienn ofisiel http://gweltaz-adeux.com/

Endro Alan Stivell, Tri Yann, The Silencers, Elmer Food Beat, Johnny Clegg

Ur c’haner a Vreizh eo, ganet e bloavezhioù’50 e hanternoz Afrika(Daveoù a vank).

Labouret en deus ivez gant Alan Stivell, Tri Yann, The Silencers, Elmer Food Beat, Johnny Clegg ha reoù all.

E-unan e kan bremañ.

Buhez

A-hed d'e yaouankiz en deus beajet Gweltaz Adeux dre ar vro gant e dud. Ur bern traoù en deus graet e-kerzh e yaouankiz hag ur bern broioù en deus gwelet. E-pad 30 vloaz eo bet boazet G.Adeux d’ober tro ar vro, met bremañ ez eo diaes un tamm evitañ gant an nebeud a amzer en deus. Evit poent e c’hortoz lakaat e gwerzh e bladenn nevez Ehan zo war ar stern, e miz Du 2010 e vo echu. Chomet eo da vevañ e Breizh,e Normandi hag e hanternoz Bro C'hall dre-vras. Emañ o chom bremañ gant e vugale e Naoned.

Tad eo da Valo Adeux, unan eus diazezerion ar gelaouenn lennegel Nidiad.

Sonerezh

Sonet en deus G.Adeux gant meur a strollad.

  • EV
  • Malt Gang
  • ...

EV

Krouet e voe strollad EV e deroù ar bloavezhioù ’80 en Naoned. Sonet e voe an abadenn gentañ ar 27 a viz C'hwevrer 1981. D'ar mare-se e oa daou Finnad, breudeur anezho, Jari ha Harri (aet d'an anaon e 1997) ha daou Vreizhad, Sylvain ha Gweltaz. Etre 1981 ha 2007 eo bet kaner ar strollad EV.

E Vuhez Soner

Kroget e oa da ganañ en ur strollad e anv Malt Gang e dibenn ar bloavezhioù '70, gant ar gitarour Lucas Szabojnik. Adalek 1981 betek 2007, e oa G. Adeux o kanañ gant ar strollad EV. Labouret en deus gant Alan Stivell, Tri Yann, The Silencers, Elmer Food Beat, Johnny Clegg ha re all.

Labouret en deus en un triad savet gantañ: Nico Guérin ouzh ar gitar-bout hag Anabelle Calvez, sonerez taboulinoù ha batiri er strollad, evit embann ar bladenn Ehan.

War-lerc’h en deus labouret gant Kolaz Guerin hag Anthony Fresneau evit ar bladenn Eyjafjallajökull.

Brezhoneg

Krog eo Gweltaz Adeux da gomz brezhoneg n’eo ket er skol met war varlenn e vamm, e dud a oa eus Bro-C’halloù. Re gozh e oa hervezañ evit deskiñ brezhoneg er skol. Krog eo da beurzeskiñ brezhoneg dre lizher da gentañ, ha da eil, e Naoned gant Roland Mogn e-kerzh ar c'hentelioù noz. Kelenner war ar brezhoneg eo bet e-barzh ar gevredigezh Kentelioù an Noz, e Naoned.

Pladennoù

Pladennoù EV

Pladennoù goude marevezh EV

  • Ehan (pladenn), 2010
    • Kelc’hioù du ha kelc’hioù glas
    • Plantañ gwez
    • Deiz pe zeiz, gwezh pe wezh
    • Deizioù hañv
    • N’out ket mat, emezi
    • Gerioù hud
    • A-us d’ar reier lemm
    • Birvilh an dour
    • Kleier o tintal
    • N’eo ket aes bepred
    • Ar steredoniezh
    • REDADEG (bonuz)
  • Eyjafjallajökull, 2017
    • Bepred War Vor
    • Dindan ar Bilig C’hlas
    • Mil Den
    • Pezhioù Aour
    • Tri Aval Warn-Ugent
    • Eyjafjallajökull (Tan ha ludu)
    • Kemmet ar Vuhez
    • Helsingissä
    • An Dud Hag Ar Bleizi
    • Riklañ War Ar Poull
    • Avelioù Foll
    • War An Enez Sklas

Liamm diavaez

Tags:

Gweltaz Adeux BuhezGweltaz Adeux SonerezhGweltaz Adeux BrezhonegGweltaz Adeux PladennoùGweltaz Adeux Liamm diavaezGweltaz AdeuxAfrikaEV (strollad)Wikipedia:Menegit ho taveoù

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Timbroù Fernando PooLennoù Meur AmerikaDulennNaturegezhRoumanegSuffragetteWiki Foundation25 Ebrel2024LanndewynnekGourin (kumun)SlovakiaTaolenn beriodek an elfennoù1975The Legend of ZeldaDresdenBag-treizhKazhGeriaoueg an armoù-tanMonte BaroneLiesadurTimbroù Enez ar ReünionKoh-LantaWikipediaEmflourañ2 MezhevenTell30 KerzuKemmadur (yezhoniezh)PortugalegGwerNoazhded en arzTurkiaLatin14 DuAmerikaAvonKaliforniaGwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001Beg ar vronnSologneLennegezh vrezhonek kolletGoulven PennaodParizMikael MadegDuns (Scottish Borders)Beretta M1934Kib vell-droad ar bedRusianegTchadLouis L'HévéderBelarusegStuttgartEmlakadur revelBichonMerk kardinalPod-mezennISOMozilla FirefoxTsahalJudit ha Holofern (arz)Kingston (Jamaika)Sig-Sauer P22012 Meurzh🡆 More