Ar c'hleñved (liester : kleñvedoù pe kleñvejoù) a c'hoarvez pa vez gwelet pe santet un dra bennak direizh e mont-endro ar c'horf pe e hini ar spered a ya da grouiñ diaesterioù evit un den pe evit ar re zo en endro an den-se.
Ar vedisined (pe mezeien) eo an arbennigourien a ra war-dro pare ar c'hleñvedoù.
Iskevrennad eus | health problem, biological process |
---|---|
Abeg pennañ | disease causative agent |
Efed | marv |
Studiet gant | Patologiezh, sociology of health and illness |
Handled, mitigated, or managed by | disease prevention, early detection of disease, medical treatment, disease management |
ICD-9-CM | 799.9 |
ICPC 2 ID | A99 |
ID en Thesaurus NCI | C2991 |
Enebet ouzh | Yec'hed |
Dispartiet e vez ar c'hleñvedoù hag a zeu eus un abeg pe eus abegoù resis (lakaet asamblez dindan an anv a etiologiezh ar c'hleñved) diouzh an sindrom hag a zo un hollad sinoù pe arouezioù en em diskouez asamblez.
Studi ar c'hleñvedoù eo ar batologiezh hag an nosologiezh a studi rummatadur ar c'hleñvedoù.
Kleñvedoù a zo evit an anevaled hag ar plant ha dre-vras ne c'hellont bezañ treuzkaset etre o spesadoù ha setu perak e vez komzet eus harz ar spesadoù lakaet d'ar c'hleñvedoù etre ar vevien. Koulskoude nemedennoù a zo evel anoued an evned. Keid-all e c'hell tapout kleñved Aujeski ar c'hizhier p'eo hemañ tapet gant ar moc'h da gentañ.
Ar c'hleñvedoù stagus a zo kleñvedoù zo hag a c'hell bezañ treuskaset eus ur bev d'un all. Ul lankad (amprevan, mikroboù, foue...) a zo ret evit ma vo treuzkaset an droug. M'eo stagus-kenañ ar c'hleñved eo ur c'hleñved-red a c'hell mont buan-kenañ eus ur bev d'un all ken e vez taget un toullad bras a dud, a loened, a blant war takadoù bras zo. C'hoarvezout a ra kleñvedoù-red marvel a gas da Anaon miliadoù a dud (pe a vevien all).
E-touez ar c'hleñvedoù-red marvel e kaver :
E-touez ar c'hleñvedoù stagus a c'hell bezañ marvel e kaver
E-touez ar c'hlenvedoù stagus ha n'int ket marvel e kaver
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Kleñved, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.