An Indikadur Diorroadur Denel a vez graet eus ur stadeg krouet gant Aozadur ar Broadoù Unanet e 1990 evit jediñ live an diorroadur denel hervez ar vroioù er bed.
An IDD a vez diazezet war teir elfenn: ar c'henderc'h Diabarzh Kriz dre anneziad, ar spi bevañ adal ar ganedigezh hag al live deskadurezh.
Iskevrennad eus | dimensionless quantity |
---|---|
Arvez | development of the human body |
Dizoloer pe ijiner | Mahbub ul Haq, Amartya Sen, Meghnad Desai, Baron Desai |
ISQ dimension | |
Quantity symbol (LaTeX) | |
Roll elfennoù | list of countries by Human Development Index |
| | |
| |
An Indikadur Diorroadur Denel n'eo nemet un elfenn a vez implijet e-touezh mennad an diorroadur denel gant an United Nations Development Programme (Raktres diorroadur ar Broadoù Unanet). Ouzhpennet e oa bet d'ar C'henderc'h diabarzh kriz dre anneziad rak ne oa ket gwelet evel resis a-walc'h. Ar c'henderc'h diabarzh kriz ne gemer ket e kont ma vev evurus an dud en un doare hiniennel pe a-stroll, ma vez aes da strolladoù pe hiniennoù ur gevredigezh da welet e live bevañ o uhelaat. Ne vez kemeret e kont nemet live an ekonomiezh.
Orin an Indikadur Diorroadur Denel a vez da glask war-zu an annual Human Development Reports (Dezrevell bloaziek an diorroadur denel) embannet gant skourr aozadur ar broadoù unanet e-karg an diorroadur denel an United Nations Development Programme (Raktres diorroadur ar Broadoù Unanet). Krouet ha divizet e oa bet ar stadeg gant an ekonomiour Mahbub ul Haq a orin eus Pakistan er bloavezh 1990, gant ar pal "mont e-bioù ar sell nemetañ war diorroadur gounidoù an ekonomiezhioù broadel evit kas ar sell war-zu ar bolitikerezhioù kreizennet war ar bobloù".
Embannet d'ar 4 a viz Du 2010 (adneveshaet d'an 10 a viz Even 2011), an dezrevell 2010 Human Development Report (IDD) a gemer e kont teir elfenn:
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Feur Diorroadur Denel, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.